KÊR-IZ EN TREGER (2 sur 2) Les deux lettres en Breton, la 4 (semaine dernière) et la 5 (cette semaine), portent sur l’existence de la Ville d’Ys en Trégor, entre le Trévou, le Port-Blanc et les Sept-Îles.
N’haller ket komz eus Kêr-Iz hep komz eus tudennoù brudet mat, unan bennak anezhe anavezet mat en Trevoù evel a welfomp.
An hini kentañ anezhe eo Gwenole, sur. E anv zo gant ar chapel zo en-krec’h Tregigneg, hag ivez gant ar gevredigezh Mignoned Sant Gwenole, ken brudet all. Ha pardon ar chapel eta ! Gant ar c’hantik a veze kanet gwezhall n’eus ket pell, gant Jobig Rouzez. Gant Jobig e oa ur vouezh aour, brudet en tu all d’ar c’hanton, en tu all da Dreger, en tu all da vro ar bara zoken…
Sede amañ an diskan hag ur poz bennak, kement ha kaout an tañva eus ar c’hantik-se :
Diskan 1.
Abad kentañ Landevenneg, ’Kichen Sant-Brieg, en Arvor,
Karet en Trevoù-Tregigneg, Ez oc’h ganet war ribl ar mor ;
En ho chapel, Sant Gwenole Ho tad Fragan a oa brudet,
Deus tud hon farrouz beet truez. Ho Mamm Santel Gwenn oa anveet.
2. 3.
Kuitaat abred a raec’h ho ti, Distroet da welet ho tud,
Ha Sant Budog, ’n e vanati, En ebatoù raec’h ur burzhud
A ziskas dac’h hent ar furnezh Evit diwall deus an darvoud
Hag ive hent ar santelezh. Gant Doue ’c’heus bet ar galloud.
Evel ma lâr ar c’hantik e oa Fragan anv e dad, evel en Ploufragan en-kichen Sant-Brieg, ha Gwenn hini e vamm. Honnezh he devoa bet tri bugel, sede he devoa bet teir bronn da reiñ dezhe pan oant o c’houlenn boik ! boik ! diganti. Un delwenn bennak zo evel-se en-kostez Kemper (hini Kerne !) ganti hag he zri bugel o tenañ…
Hag hon Gwenole en deus bet meur a vuhez, da lârezh lod tud ha da lârezh lod skridoù pe lod mojennoù.
E vuhez latin kozh a lâr penaos en devoa savet abati Landevenneg. Ur pezh-c’hoari kozh brezhoneg eus 1580 a lâr penaos en devoa pleet gant saveteiñ Kêr-Iz diouzh ar mor pan oa o klask lonkañ anezhi.
D’ar c’houlz-se, gwezhall gozh, e oa renet Kêr-Iz gant ar Roue Grallon, ur roue meur da lârezh an dud. Ur verc’h en devoa, unan anavezet gant an holl : Ahes pe Dahud, se zo hervez. Honnezh he devoa graet emglev gant ar priñs ruz, an diaoul, hervez kont. Laeret ganti alc’hwezoù skluzoù Kêr-Iz a oa e kerc’henn he zad, ha se diwar c’houlenn ar priñs ruz… dre garantez. Ur garantez drouk avat !
Sede digor bras dorojoù ar skluzioù hag ar mor d’ar c’haloup evel kezeg glas nerzhus. Ha diouzhtu an dud o klask achap diouzh an dour, Grallon war varc’h o terc’hel e verc’h. Met e varc’h ponneraet gant e verc’h ne c’hall ket stourm ouzh ar mor dirollet ha mennet. Gwenole a sikour ar roue d’en em dizober diouzh Ahes, hag ar marc’h da drec’hiñ ar mor. Lonket Ahes gant ar mor evel en ur puñs don.
Honnezh deuet da vezañ ur verc’h gant ul lost pesk kondaonet da vevañ er mor betek fin ar bed :
« Ahes, bremañ Mari-Vorgan,
E skeud al loar, d’an noz, a gan… »
Eme tud Enez-Sun.
Se eo ar pezh zo kontet etre Douarnenez ha Kemper. N’ouzon ket ha gwir eo evit ar Jentilez… Un dra zo sur : hon Gwenole en devoa kavet repu en-krec’h Tregigneg, lec’h m’emañ e chapel. Ha da c’hortoz en devoa kollet e dog, lec’h m’emañ ar garreg Tog-Gwenole, dirak Traezhtel ! Marteze pan oa o tec’hel dirak ar mor ?
Ha Grallon, petra eo deuet da vezañ, emit-hu ? Sovetaet, ha kaset da ober e roue en-dro, e Kerne… ha pelloc’h e Breizh c’hoazh. Ar roud eus e anv a adkaver gant peizanted eus Pleuveur-Bodoù e 1677, pan oant bet kaset dirak al lez-varn gant menec’h gwerous abati Bear !
Un dra zo sur avat : ma zo unan hag a oar petra eo deuet tout an dud-se da vezañ eo Jobig ! En nozioù pe du pe sklaer e vefent e klever mouezh kreñv Jobig mesket gant son sklintin kleier ar gêr beuzet, du-hont, war-du ar Jentilez.
Herve Bihan
Levrlennadur berr [gwelet ivez al lodenn gentañ]
Abati Landevenneg : https://fr.wikipedia.org/wiki/Abbaye_Saint-Gu%C3%A9nol%C3%A9_de_Land%C3%A9vennec
Ernault, Émile, L’ancien mystère de saint-Gwénolé : https://www.persee.fr/doc/abpo_0003-391x_1932_num_40_1_1687 & https://www.persee.fr/doc/abpo_0003-391x_1934_num_41_3_1722
Diwar-benn Chapel sant Gwenole : https://www.bretagne-cotedegranitrose.com/offres/chapelle-saint-guenole-trevou-treguignec-fr-2714709/
Diwar-benn ar Roue Grallon : https://fr.wikipedia.org/wiki/Gradlon
Diwar-benn Gwenn Teirbronn : https://fr.wikipedia.org/wiki/Gwenn_(sainte)
Procédure civile des Religieux de Bégard contre Claude Le Bivic, Yves Le Galery, Jan Le Cozic et Yvonette Le Roux pour refus de payer la dîme (Pleumeur-Bodou), 1677. Archives Départementales des Côtes-d’Armor, cote H 182 Abbaye de ND de Bégard, pièce 1.