Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 30

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 30

La météo La météo
sept. 9, 2024 - lun.
Trévou-Tréguignec, France
couvert
17°C couvert
Vent 6 m/s, ONO
Humidité 59%
Pression 763.57 mmHg
Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 30
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 30

GOUMON ! GOUMON ! Favaj (vawach a glever !), ha pizaj, Fucus vesiculosus diouzh o anv skiantel o-daou, sede ar seurtoù goumon pennañ a gutuilhed, a gutuilher war aodoù Treger hag en inizi e-maez ar Yeodi hag an Trev. Gwrac’helloù anezhe a save dirak daoulagad kement hini tapet gant ar c’hoant da arvestiñ ouzh an aod, lod gwrac’helloù dislonket hardizh gant ar bagoù-goumona o retorniñ d’ar porzh, ha lod gwrac’helloù all staliet, savet ha pintet war an douar a-fas d’ar mor ha d’an avel, kement ha bezañ gwentet mat. Ha mont da dolz : goumon sec’h.

Ul lodenn vat eus ekonomiezh ar vro : peizanted an douar o vont da beizanted ar mor. A-gozh.

Herie an dez e vez dastumet ar goumon, ar bezhin a lârer a-wezhioù, evit fardañ traoù mat evit yec’hed an dud, ha n’eo ket evit temzañ an douar evel gwezhall.

Arabat krediñ eo ar goumon tra Japaniz nemetken ! Kavet e vez en hon asiedoù amañ ivez, dindan stummoù disheñvel avat : a-wezhioù evit sikour da sevel gwastelloù pe koñfitur, a-wezhioù evel ur salad blazet mat. Pep hini da gavout e lod…

Met istor ar c’hutuilh goumon, ar goumona evel a lârer, zo bet un istor kalet, trist ha mantrus meur a wezh : liammet eo an istor-se gant mont gant ar mor, ha klask doñvaat anezhañ. Ar pezh n’eo ket un dra anat.

Unan eus menegoù koshañ tud o tapout charre gant ar goumona a gaver en dielloù eus Prosez Santelezhadur Erwan Helovri en 1330. Ur skrid prizius hag a ro meur a elfenn diwar-benn buhez ar Vretoned, Tregeriz paneveken, en penn-kentañ ar pevarzekvet kantved.

Alan Andrev, dek vloaz, eus Tredarzeg, an test niv. 94, a gont penaos e oa asambles gant bugale all o kas raok ur gazekenn goumon (pe un drom, pe ur bern, mar kavit gwell) ha se war ar stêr en tu Landreger. Dispennet ar gazekenn gant ur red-mor bennak hag ar bugel na ouie ket neuial : savetaet gras da sant Erwan, eme ar skrid, met ivez gras d’ur martolod a oa o taremprediñ al lec’h (an test niv. 93 e oa).

Met an holl d’o deus ket bet ar memes taol-chañs. Narcisse Quellien a ro tammoù ur ganaouenn martoloded eus Kemper-Gwezhenneg, beuzet abalamour ma oa bet kollet o bag-goumona er gwall-amzer. Daniel Giraudon en deus displeget mat e oa c’hoarvezet kement-mañ en aber an Trev, en 1677 (anv zo eus Enez-Koad). E studiadenn zo evel un enklask polis !

Sed amañ stumm ar werz-se dastumet gant Narcisse Quellien er Roc’h-Derrien (skrid lakaet er skritur a herie) :

1.

O Gwerc’hez glorius Vari, roit din-me asistañs

Da ganañ ur werz nevez, ’h on ’vonet d’he c’homañs

2.

Zo gwraet da bevar martolod a Gemper-Gwezhenneg

Zo aet gant ur vag nevez evit ar c’hentañ gwezh,

3.

Zo aet gant ur vag nevez evit ar c’hentañ gwezh :

Nand eus hini anê a gement a ve rez                                                     anê > anezhe ; rez > sovet

4.

Evit konsoliñ o mammoù o deus lâret dezhi :

– Pa’c’h omp laket war an dour e retornfomp adarre. –

5.

P’o defaint gwraet o bagad ha prest da dont d’ar gêr,

E savas glav hag avel, siwazh ! ur gwall amzer ;

6.

Ma savas glav hag avel, siwazh ! ur gwall dourmant,

M’he deus renket perisañ enfin o batimant.                                           renket > ranket

7.

Pipi ar Bouder a lêre, un den a gouraj vat

Pini a savas ’benn teir gwezh teir gwezh war bord e vag,                       pini > pehini

8.

Pini a save ’benn teir gwezh teir gwezh war bord an dour

O c’houlenn ar Werc’hez Vari mamm Jezuz d’en sikour.

9.

Ha kriz ’vije ar galon ha kriz neb na ouelje

En bord an enezenn Goad, an hini a vije

10.

O welet pevar gorf-marv manet en est-al-lin

O c’hortoz koad pe lien evit o lieniñ.

11.

Ur c’hanod deus a Vriad o tistreiñ da Bontre

’N eus anonset ar c’heloù en dez deus ar beure,

12.

En deus lâret d’ar Bouc’her e oa beuzet e vag

Ha frailhet dre an hanter e bord an Enez-Koad :

13.

Ha posubl ’ve diant Doue me laket ma oll vad               diant > digant ; me > em be

’Vit ober ur vag nevez ha beuziñ ma zri mab !

14.

Ha c’hoazh ’vit koll ma madoù me na ran ket a gaz,

Mes beuziñ ma zri bugel se ra din glac’har vras.

15.

Me wel arri ma zri bugel – mes na antreont ket –

O vonet da interiñ da Gemper-Gwezhenneg.

Daoust d’ar werz bezañ berraet, munturniet marteze, ec’h eo unan gaer. Kaner roc’hat Quellien, ar paotr Guluch en devoa miret perzhioù yezh an aod, ma n’eo ket yezh ar vartoloded. Pep hini e yezh, ur yezh da rentañ e santimantoù, e drivliadennoù, ur yezh da lakaat ar gumuniezh da leñvañ ha da ouelañ kañvoù d’ar vartoloded aet gant ar wall amzer : Ha kriz ’vije ar galon ha kriz neb na ouelje…

Herve Bihan

Levrlennadurezh

Job Lec’hvien, beleg, Troidigezh vrezhonek eus an enklask a voe graet, e Landreger, war vuhez, buhezegezh ha burzhudoù Erwan Helori a Gêrvarzhin a-wel d’e santelezhadur, An Tour-Tan, 2003.

Jean-Paul Le Guillou (traducteur), Saint Yves de Tréguier – Enquête canonique sur la vie et les miracles d’Yves Hélory de Kermartin qui fut instruite à Tréguier en l’an 1330, L’Harmattan, 2015.

Daniel Giraudon, Gwerz martoloded Kemper-Gwezhenneg – Naufrage de goémoniers dans l’estuaire du Trieux en 1677, Les carnets du Goëlo, n° 38, 2022, pp.25-49.

Narcisse Quellien, Kanoen ar vartoloded, Chansons et danses des Bretons, Paris, 1889, pp. 110-112 & p. 245.

Lena an Abad, Gomon ha gomonerien e Bro-Dreger, Mestroniezh, Skol-veur Roazhon 2, 1993, 200 p.

A. de la Borderie, Abbé J. Daniel, R.P. Perquis & D. Tempier, Monuments originaux de l’histoire de saint Yves publiés pour la première fois, Saint-Brieuc, Imprimerie L. Prud’homme, 1887.

Lec’hiennoù

Dielloù blog Bernard Merdrignac :

https://merdrignacb.blogspot.com/2013/05/un-miracle-de-saint-yves.html

Lec’hienn ar CEVA ha diwar-benn ar CEVA :

https://sup.cotesdarmor.fr/centre-technique-ceva-centre-d-etude-et-de-la-valorisation-des-algues

Lec’hienn Symbiomer :

Le Studio - Agence de création graphique et web