Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 31

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 31

La météo La météo
sept. 10, 2024 - mar.
Trévou-Tréguignec, France
couvert
13°C couvert
Vent 7 m/s, O
Humidité 91%
Pression 763.57 mmHg
Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 31
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 31

PEÑSEOÙ

Ar Vretoned a oar pegen kaer eo ar mor : kazeg c’hlas o barzhoniezh, awen o danevelloù kaerañ. Arvoriz ivez a oar pegen pouezus eo an navet pe ar seizhvet tonn, pan ranker tizhout an oad gour. Ar mor, ur bed. Hag a c’hall, siwazh, digeriñ war ar bed all. Ar mor n’eo ket ur gorread dour plaen nemetken : ar redoù-mor, an avel diroll, ar glav, an tempest dizehan a oar lakaat ar melezour glaswer-se da cheñch ha da gemer stumm. Ar vartoloded, en o mesk ar besketourien, pe ar gaserien bagoù-treizh a oar re vat. Pan gemer ar mor e stumm, n’eo ket sin vat ha diwall a ranker. Sko ouzh ar mor zo ivez reier, kerreg, bazoù ha trapoù milijinet gant un Natur dibreder.

Istor ar mor hag e breizhoù didoan zo ivez istor an den, kaset ha digaset a-bep eil evel tammoù koad lijer a-flod dindan e veli. Istor aodoù Breizh zo savet diwar merkoù niverus a-seurt-se. Emskiantek kaer Yann-Vartolod, en XVIIIvet kantved pan disklêrie penaos en devoa aon rak ar mor : « rak ma lestr zo bihan hag ar mor zo bras ».

Sede bras pe bihan ar bagoù, marteze bras, int tonket da stourm ouzh ar mor en e diroll. Kaset al listri d’an aod ha graet ar peñse : drailhet ar c’houc’hoù, drailhet ar c’horfoù hag ar reoù na oant ket drailhet a oa beuzet. Ur chañs bennaket evit lod memes tra.

Meur a lestr o deus lezet o roud en istor hon aodoù. Re niverus evit o c’hontañ holl. Gwerzioù o deus awenet sevel pezhioù da vezañ kanet, kement ha miret ar soñj eus an dud bet kollet o buhez gante. An tonnoù didruez ne c’hallont ket diverkañ ar memor, ha pan c’hallont diverkañ ar buhezioù.

Div werz zo brudet abaoe ar c’hantvedoù kozh : Gwerz an Hilda ha Gwerz an Drummond-Castle. An Hilda a oa aet a-benn kerreg Sant-Maloù en 1905 hag an Drummond-Castle en 1896, en tu da Eusa-Molenez. Daou beñse hag o devoa merket don spered ar Vretoned : beuzet pe drailhet Bretoned Leon en Hilda ha beuzet ha drailhet ur mor a dud, kalzik Saozon, en Drummond-Castle.

Ar gwerzioù-se a diskouez merkoù ar from, an dizesper diwar darvoudoù na c’haller ket stourm oute, evel en gwerz an Hilda iiHilda:

« Ne soñjent ket siwazh dezho                                      Souden kein al lestr a stokas

Oant o vont war-eeun d’ar maro                                    Ouzh ur garreg gant un trouz bras

Ha ne weljont mui o zud kaezh                                     Hag al lestr a-harp ’n un taol krenn

A-raok ma kollfont o buhez !                                        En ur grenañ ’vel un delienn !

Partiet d’ar gwener d’an noz                                         Toullet siwazh gant ar roc’h-vor,

Eus porzh Southampton, eus Bro-Saoz                          E-barzh ’n’he c’hreiz hanter-digor

Int a gle bezañ e Sant-Malo                                          An dour-mor a sailhas raktal

D’an dez-war-lerc’h gant al lano.                                  War an dud kaezh en ur yudal !

                                                                                   (…)

Mes d’ar sadorn vintin siwazh                                      N’oa ket echu e gomzoù

Un avel foll a dirollas !                                                Oant goloet gant ar gwagennoù !

En ur sevel ar gwagennoù                                             Ha tud, lestr, ha bagoù a yeas

’Us d’al lestr evel menezioù !                                       Raktal da oueled ar mor bras ! »

(…)

Aleksandr Gueroc, saver Gwerz an Drummond-Castle a ro muioc’h a santimantoù, a ro muioc’h a c’hlac’har en e werz :

« Gwelet em eus ivez he c’hoar                                    Ul labousig a deu alies

Bras-tre ez oa he glac’har                                             A-gichen bolz ar verc’hig kaezh

Ur rann-galon oa eviti                                                  Ha gant ur vouezh enkrezet

Kuitaat he c’hoar paour Nelly.                                      A lak daeroù da redek. »

Ma n’eo ket un druez gwelet                                         bolz = bez

Evel-se pell en ur vered

Ur plac’hig a oa ken laouen

Hag ivez koant’vel ul lilienn !

Ar Gorgon, ul lestr all, a oa o tont eus A Coruña, en Galiza, hag aet war gerreg en tu da vulgul Brest en 1869. Ur werz n’ouzon ket, met ur skrid kaer a oa bet savet gant Anatol ar Braz. Ur skrid un tamm mat dreist d’ar gwirvoud, ur skrid moliac’hel. Ar Braz a ouie brezhoneg met ur mestr e oa war ar galleg !

Leurennet gantañ akipaj marv ar Gorgon o treuziñ an Trev gant mab treizher Sant-Kristof. An delwenn vras a weler mat e korn ar pont etre Lezardrev ha Kergrist, ar chapel, avat zo bet distrujet didamant.

En e skrid e weler an akipaj, gant ar c’hi, o c’houlenn treuziñ evit mont da Bempoull… Met lennit an danevell gaer-se kentoc’h !

Un afer paotred, tout se… Ha koulskoude, n’eo ket. Petra a vefe ar baotred hep ar merc’hed ? Ul lestr all, ur c’hargo hag a gase gwin eus Oran (ac’h, an trevadennoù benniget !) da Rouen en 1903 a raio peñse en-tro da Eusa. Kollet ar gwin ? Komzet vo eus se diwezhatoc’h ! An dud avat o devo chañs, an 33 den a oa war vourzh a adkavo o buhez. Nemet e ranker kontañ penaos 14 anezhe a dleo ur pezh maen gwenn d’ur plac’h yaouank eus Enez-Eusa, Roz Here. N’ouzon ket hag ur werz zo diwar he fenn, pe diwar-benn ar peñse-se, met ur rentañ-kont kaer-tre zo bet embannet war ar gazetenn vrezhoneg Ar Vro (miz eost 1907, pp. 66-67), sinet Georges d’Esparbès. Sellit amañ ar skrid lakaet er skritur a herie ganin :

« Gwelit du-hont, en he sav, rak galvet eo bet dre hec’h anv ha mezhek eo abalamour da se, en he sav, mes kuzhet, ur wreg vihan gant ur c’hoef gwenn, ur Vretonez yaouank ruz he fas gant an avel-vor, poupon he divjod, glas he daoulagad nerzhus, mes un tammig strafilhet he selloù.

Ar penn-peizantez-se a c’holo ur penn all : golo a ra ur penn a-ziabarzh hag a zo kaer meurbet : al liv ruz-se n’eo nemet ur steuenn, hag a guzh ur gened dispar.

Roz Here an hini eo.

E-kerzh noz an deiz kentañ a viz Du 1903, al lestr gall Vesper a stokas ouzh kerreg Enez-Eusa. Kerkent, ar vag-sovetaerez Anaïs a lamm evit he sikour, hag a zeu a-benn, goude poanioù marvel, da dostaat outi. Gwazed al lestr peñseet a bign er vag-sovetaerez. Pemp-ha-tregont n’emaint ken… pevarzek a vank. Ar pevarzek gwaz-se a zo pariet n’eus ket pell en ur vagig, hag a zo aet da glask ur porzh evit douara war an aochoù spontus-se. Kollet. Kollet int.

Nann, sovetaet int.

Ur plac’h he deus o gwelet. Ur plac’h eus ar bobl, ur paourkaezh pesketaerez bezhin, he deus gwelet o bagig o vont e-touez ar c’herreg. Douetiñ a ra eo ar re-se tud peñseet. Gwelet a ra an Ankoù a-us d’an dour. Diskenn a ra gant an tevenn, en ur c’haloupat evel an arnev, skoilhañ a ra, kouezhañ a ra, ur gouli a ra d’he gar, ruilhal a ra eus a roc’hell da roc’hell, sevel a ra, sailhat a ra c’hoazh en ul lezel dreki ur rovienn wad ; nijal a ra etrezek an aod ; en ur redek, e taol he botoù-koad, ha diarc’hen ec’h erru war gompezenn ar Roc’h-Hir ; gopal a ra d’ar re peñseet e fell dezhi kaout ur gordenn ; kregiñ a ra enni, he stagañ ’ra ouc’h ur roc’h lemm, pakañ ’ra he brozh, hag e lamm er c’hoummoù bras, en ur grial d’ar verdeidi sachañ ganto. Neuze, an dud-se prest d’en em goll, a welas penaos ar plac’h-se na oueze ket neuial !

Ar mor a wel kemnt-se evelto, ha ne oar ket, ur mareadig, petra ober gant ar follez-se, – nann, gant an ael-se. Gallout a raje, gant ur skouarnad eus he gwagennoù, kas d’ar c’hranked ar besketaerez bezhin-se hag a c’hoarzh goap outañ. Ne c’houzout ket neuial, ha sailhat, gouliet ha gwisket, e-kreiz ar gorventenn ! Ken kaer eo an dra-se, ma kemer truez ar mor ; kildreiñ ha birviñ a ra dindan goueledenn ar besketaerez, he souten a ra, ha kas a ra anezhi betek ar vagig, e pehini e pign.

Ar wazed ne leveront netra. Ne c’hellont mui komz. Na hi kennebeut. Gant parfetegezh e krog er roeñvoù. E-pad un hantereur, e ruz ar vagig e-kreiz tre garidennoù spontus, e-lec’h ma vale an Ankoù, lammat a ra eus an eil roc’h d’heben… hag erfin, degouezhout a ra en ur bae vihan, klet ha goudor, e-lec’h ma touar ar baotred. Neuze, hepken, e kaoze, ur griadenn a zeu er-maez eus he c’horzailhenn, a strink eus he ene frankizet :

– Ha bremañ ! emezi en brezhoneg, sovetaet oc’h !

Hag evel ma trugarekae ar vartoloded anaoudek dezhi evit he devouamant digomprenus, ha na respontas nemet an dra-mañ :

– Ar mor en deus kemeret din va zad, va breur, hag un niz a bemp bloaz. Na c’houlennen ket o divije leñvet ho tud deoc’h. »

Peñseoù zo bet, peñseoù a vez, ha peñseoù a vo. Gwinkadennoù ar gazeg c’hlas zo rust, didruez ha dic’hortoz…

N’haller ket chom hep soñjal er pemp pesketour, moraerien, peizanted ar mor, kaset d’ar strad, trumm, un devezh a c’henver 2004 : martoloded ar vag-pesketa Bugaled-Breizh. Ur peñse hep respont, ur gumuniezh manet digañvoù….

Herve Bihan

Levrlennadur

Anatole Le Braz, Ceux de la Gorgone, Contes du soleil et de la brume, Delagrave, Paris, 1930 (embannadur kentañ : 1905), pp. 107-124.

Ifig Troadeg, Ar Steamer Ilda – Le Steamer Ilda, Carnets de route – Gwerzioù ha sonioù Bro-Dreger / Ballades et chants du Trégor, Dastum, 2005, pp. 158-159.

Kolaik P[ennarun], Guerz an Hilda – C’huec’h ugent den beuzet e kichen Sant-Malo, en ho mesk pevar ugent Breton euz Leon, Hor Yezh, niv. 207, Diskaramzer 1996, pp. 54-55.

Herve Peaudecerf & J.-F. Guével, Peñseoù ha Peñseidi – ur peñse, un istor da gontañ, 2006, 56 p.

Pascal Bodéré, Bugaled Breizh – L’enquête, Le Télégramme, 2023, 178 p.

Per Pondaven & Yann Riou, Le bruit de la mer – Trouz ar mor, Editions Le Télégramme, 2003, 160 p.

Lec’hiennoù

Diwar-benn peñse al lestr-kargo Vesper :

https://archeosousmarine.net/vesper.phphttps://archeosousmarine.net/vesper.php

https://www.letelegramme.fr/finistere/ile-ouessant-29242/spanvesperspan-les-objets-de-lepave-montres-au-public-671947.php

Diwar-benn Rozenn Here, harozez peñse ar Vesper :

https://www.breizhfemmes.fr/rose-au-pays-des-naufrages

Peñse ar Gorgone :

https://memorial-national-des-marins.fr/recherche-des-batiments/184459-gorgone

Gwerz an Hilda : https://tob.kan.bzh/chant-02387.html

Gwerz an Drummond Castle :

http://www.wiki-brest.net/index.php/Drummond-Castle_et_les_p%C3%AAcheurs_de_Portsall#La_complainte_sur_le_naufrage_du_Drummond_Castle

Geriadur ar peñseoù en Mor-Breizh

Le Studio - Agence de création graphique et web