Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 32

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 32

La météo La météo
sept. 9, 2024 - lun.
Trévou-Tréguignec, France
couvert
14°C couvert
Vent 5 m/s, ONO
Humidité 82%
Pression 761.31 mmHg
Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 32
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 32

GWIN PEÑSE, WHISKY GALORE HA KERMES AR VASKED

Ma zo bet buhezioù kollet er peñseoù (siwazh), korf hag all, zo bet ivez madoù savetaet ! Petra oa deuet gwin ar Vesper, e 1903, goude peñse al lestr-kargo eta ? Nebaon, ma oa bet graet war-dro ar paour-kaezh skipailh a oa war ar vag, ne oa ket bet dilezet ar gargamant gwin da vont d’an avantur Doue evit kelloù-se ! Sede penaos e kont an istor zo bet pourvezet gwin da arvoriz Leon eus Molenez betek Rosko e-pad meur a viz : netra lipousoc’h evit gwin peñse, sur mat ! Ha se en desped d’ar valtouterien.

Ha n’eo ket an istor nemetañ ouzhpenn : hon aodoù, goude bezañ kriz ha didruez a oar reiñ bod d’un died ken enorus hag an hini a vez tennet diouzh ar bec’hioù rezin bet o kreskiñ en broioù dindan un heol all ! Unan krasoc’h, sur-mat ! Ha neuze, pan vez dibarket evel-se, goude ur gorventenn kaset gant trouz spontus an avel, ha gant gwagennoù gouez ha divent, e vez soagn ha preder war ar barrikennoù dilezet en o flanedenn. Un drugar hag un teuzer evit gourlañchennoù arvoriz buket war toull ar varrikenn, dieubet ! Ha pan vije ur varrikenn didalet bennaket en o mesk !

Sede, savetaet ar vartoloded, miret an enor ha tapet ur bennozh gwinek ! Kollet korf hag all zo ivez frealziñ korf hag all !

Istorioù, mojennoù, danevelloù, kontadennoù all zo evel-se er bed a-bezh. Evit gwir, e kement lec’h ma teu ar mor da bokat pe da vriata rust douar an den.

A-wezhioù e c’hall ar peñse bezañ tremen ekologel. Penaos’ta ? Dont a ra din da soñj ar romant fentus, plijus savet gant Compton McKenzie : Whisky Galore, zo evit Tregeriz Wiski Sofkont ! Ur film zo bet tennet diouzh ar romant, ur film da sellet outañ gant ur voutailhad wiski mat en astenn e vrec’h, war an daol e-kichen e ganape staliet dirak ar skramm ! Livioù blaz ha c’hwezh ar wiski a zimez kaer gant ar film gwenn-ha-du.

Ekologel a lâren, e-serr un amredad berr (« circuit court » mar kavit gwell) a vefe reishoc’h : sede eo diazezet war istor ul lestr-kargo leun a voutailhadoù wiski aet a-benn kerreg un enezenn vihan a Skos, en Hebridez, nepell diouzh ar strilherezh ! Se a oa da goulz an eil brezel-bed, ur c’houlz ma veze tailhet berr d’ar boblañs. Ur wezh c’hoazh savetaet skipailh al lestr, un digarez, moarvat, da lakaat aezetoc’h an arigrap war ar wiski manet e kof ar vag !

An istor a gont penaos e voe klozet peuboù an enezenn e-pad meur a vloaz ! Ken diezhomm ma oant deuet da vezañ, hep ankouaat penaos e voe, evel-se, erbedet meur a wenneg kontouer !

Met petra oa deuet ar vuhez sokial da vezañ ? Se zo un afer all avat…

Ar C’hompton a lavar en devoa tapet soñj e romant diwar danevelloù meur a wiski peñse all. Hag e grediñ a c’haller ober !

Dont a ra da soñj din ivez danevell ur peñse all a oa bet kontet din un tregont vloaz zo en Euskadi.

Hervez lavar an dud e oa bet ur peñse gant ul lestr-kargo en trowardroioù aodoù Bilbo, lec’h zo kerreg ha traezhennoù bihan. Peñse, n’eo ket sur, met kollet en devoa meur a gontener leun a votoù… Met ar gargamant a oa bet dispartiet etre ar botoù dehoù hag ar botoù kleiz !

Sede arvoriz Bilbo a dapas lod dehoù ha reoù all lod kleiz ! Peadra da blijañ da dud ungarek !

Ha sede ma voe divizet sevel ur c’kermes ar botoù deuet a-ziwar ar mor : kouviet ar reoù o devoa tapet ar stummoù dehoù hag ar reoù o devoa tapet ar stummoù kleiz. Hervez ma mignon kozh Marsel (Doue d’e bardono), en devoa bevet ar c’hoari bras-se, e oa bet plijadur, c’hoarzh… ha dipit, rak botoù zo a oa manet hep o far ! Ne oa ket bet adpaket kement kontener a oa ! Gwir, gaou, danevell Marsel ? Din-me eo gwir !

Tout se reolennet en Breizh gant lezennoù strizh, fin… hervez kont. Etre gwaloer ha lagan emaint, termenoù a-gozh. Evel ma lârfe ur mignon mat din : emañ ar blijadur etre ar Whisky Galore hag ar Gwin Gwaloer !

Herve Bihan

Levrlennadur

Compton McKenzie, Whisky à gogo (Whisky Galore), Paris, 1950.

Guy Boucher, Naufrages aux abords de l’île de Batz – Du droit de bris aux sociétés de sauvetage, Librinova, 2023.

Emile Boutin, La Baie de Bretagne et sa Contrebande – Sel, Vin, Tabac, Indiennes, Edit. Siloë, 1993.

Lec’hiennoù

Kinnig ar film Whisky Galore : https://www.dailymotion.com/video/x8htbm9https://www.dailymotion.com/video/x8htbm9

Devri, ar gerioù « gwaloer » ha « lagan » :

https://devri.bzh/dictionnaire/g/gwaloer
https://devri.bzh/dictionnaire/l/lagan-2

Diwar-benn ar gwaloer pe al lagan :

https://fr.wikipedia.org/wiki/Droit_de_bris

Pennad Ouest-France diwar-benn botoù kouezhet a-ziwar ul lestr-kargo :

https://www.ouest-france.fr/leditiondusoir/2019-06-20/de-la-bretagne-aux-bahamas-des-centaines-de-chaussures-sechouent-sur-les-plages-650f9442-9832-4274-83e6-b97cc9645b9e
Le Studio - Agence de création graphique et web