Kronikenn 34
MOC’H HA MOC’H ZO !
Tochtochtochtochtoooooch !
Evel-se e veze klevet an dud dre amañ da c’hervel o moc’h ha d’o fediñ da zont da blaouiañ dibreder o boued en un nev leun-rez !
Herie avat e vezont bodet en lec’hioù kloz ha bouetaet hep na vije ezhomm, tamm, o gervel… Lakaet aze da broduiñ kig lart hag ivez, siwazh, peadra evel an azot da louzañ hon dour ha da sikour ar goumon glas daonet da aloubiñ hon aodoù…
Koulskoude eo ar moc’h loened bet oc’h ambroug ar Vretoned a-gozh, lod anezhe a oa chomet en-kichen memes tra, ar moc’h-gouez. Loened hag a oa lod mat eus poltred hon bro. Gwezhall e lâred :
Ar ralañ tra ac’h a en hent
Zo ur pemoc’h hep roc’hal,
Ur c’hi hep trotal…
Gwir eo an neb en devoa c’hoant, daou gantved zo, dont da welet ar Vretoned, a ranke gouzañv tud ha loened na gaozeent ket, nemet e rafent un drouz diaes da gompren : ur skeudenn o pegañ ouzh hon c’hroc’hen evel ma lâr ur mignon korsikat din (rak eno e oa ar memes poltred !). Un ekzotegezh diaes da c’houzañv evit tud a ouie kemer an tren eus Pariz. Ur skeudenn a gaver en Iwerzhon ivez, anat deoc’h. En berr tout, plouked kornôg Europa. Met ar « Moñcheued »-se ne ouient ket e oamp tout en penn orin an Europa-se… Ankouaet petra eo ur sevenadur, ul lennegezh, ur bobl, ur vroad ha n’int ket o reoù : n’eus netra sakr met pep tra da vezañ doujet outañ.
Soñj am eus eus stumm berraet un divunadell bet klevet ganin en Trogeri :
Unan o turniat,
Daou o sellet,
Daou o chilaou
Hag un o skeiñ war an toull.
Petra eo ?
Ar c’hochon.
Unan all bet klevet en Perwenan :
Seizh troad, peder skouarn hag ul lost ?
– Ur c’hochon bihan o tebriñ bouet e-barzh ur pothouarn.
Ya, ar ger kochon-se hag a vez milliget gant tud zo… hennezh zo ur ger bev-mat dre amañ. Ha n’eo ket hekpen da gomz diwar-benn ar moc’h : ha ne lârer ket ur c’hochon-ki ? Ha Kochoned Taveeg n’int ket kerreg en-kichen an enezenn ? Ar reoù bihan eta !
Gwelet ar moc’h hag o skouarnioù n’eo ket o c’hlevet avat !
Gwelet hon eus penaos eo divoas e vefe moc’h hep roc’hal, ha sede perak just a-walc’h eo merket mat an hengounioù pobl gant an trouz graet gante. An trouz-se o vezañ ul lodenn heverk eus o foltred. Evel-se eo anavezet mat ar c’hrennlavar-mañ :
War-dro ar moc’h,
E vez soroc’h
pe
Neb a glask e voc’h
A glev soroc’h
pe c’hoazh en Barzhaz-Breizh
Hag e voc’higoù tro-war-dro
Gant an naon bras o soc’ho.
Pep loen en deus e yezh, evel an dud ha munut e vefent : « Ar marc’h a wirin, ar vuoc’h a vlej, ar porc’hell a c’hrogn, ar c’hog a gan hag ar vugale a c’harm. »
Ma, an drouz klevet gant ar moc’h o plaouiat o boued karetañ he deus lakaet ur c’heñveriañ ma lak ar bobl ar merkoù etre sevenadur ha trevadenniñ. Lakaat ur skeudenn da zibegañ diouti ha da vont da begañ ouzh an noblañsoù… Evel-se e klever didamant : « Debriñ a ra d’an nev evel ma ra Roc’han. » Ha n’eo ket ma a dislâro al lavarenn-se ! N’eo ket evit mann ma vez graet eus ar penn-moc’h « an Aotroù » !
Sede, an dud ivez zo moc’h ? Ha petore moc’h ?
Ur moc’h bennak zo en ur Pleuveur bennaket, ma n’eo ket en ur Langoad bennaket all. Ha Doc’harded zo ivez en Plistin. Met me gav din zo un doc’h hag a chomo kevrinus dimp, hini Koad-an-Doc’h… Merkit mat n’eo ket Koad-an-Doc’hed. Petra oa an doc’h-se ? Den na oar. Emañ marteze en roll ar moc’h mitologel a gaver amañ, en Kembre pe en Iwerzhon ?
Ne vern, a-gozh, zo bet anv eus ar moc’h en hon bro hag en hon yezh. Ret derc’hel soñj eus an den ma raed Uuinmochiat « ar moc’her benniget » anezhañ. Met se a oa meur a gantved zo. Piv a vefe benniget a-walc’h da diwall ar moc’h herie…
Pajennoù ha pajennoù a c’hallfen skrivañ diwar-benn ar moc’h. Pajennoù ha n’int ket pajennoù skritur : « Hon c’hochon, ne ra ket skritur vat ». Da lâret eo ne deu ket lart !
Skrivit, skrivit eta ma fell deoc’h derc’hel ho korf ha stumm ho korf ! Ha n’eo ket evit kellav-se e vefet lakaet da vezañ moc’h badezet !
Sal-respet !
Herve Bihan
Levrlennadur
Puilh eo ar menegoù diwar-benn ar moc’h. Boued a gavfed en labourioù Jules Gros, Emil Ernault, Daniel Giraudon, etc
En ur bern kelaouennoù evel Mélusine, Hor Yezh
KRONIKENN 33
LAVARET DREMM AR VRO, LAVARET HEC’H ANVIOÙ (1)
Brudet eo ar chrennlavar kozh diwar-benn hon aodoù tostañ :
Etre Brug ha Traezhtel
Emañ beli an drougavel
Etre Brug ha Trevoù
Emañ beli an diaouloù !
Hervez kont e weler roud troad marc’h an Diaoul etre Brug hag an Trevoù… Ur marc’h hag a anaveze mat Gwrac’h an Trevoù, sur mat !
Ret eo soñjal e oa bet gwallamzer spontusoc’h evit spontus pan oa bet treset an aod ha strewet kerreg treitour e pep lec’h. Avel ha gwent diroll ! alese brud an diaouloù !
Ar bagoù sturiet gant martolod akuit ha fur n’o devoa nemet heuliañ an hent treset gant ar merkoù gwenn savet en aod ivez ha mont hebiou pazinier an drouksperedoù daonet !
Gant piv emañ al lañs brasañ, gant piv e vez talet ar muiañ ouzh ar peñseoù doanius ?
Etre Treoger ha Lokemo
Emañ palez an Ankoù.
Etre Treoger hag an Tarv
Emañ gwele an Ankoù.
Eme arvoriz kornôg Treger, met diouzh an tu all, war-du ar Reter e kemenner kemend-all :
Etre Pempoull ha Lokemo emañ gwele an Ankoù.
En Treoger e tle bezañ e wele, sur a-walc’h ! A-c’haoliad etre Treger ha Goueloù. Ur gwele war luskellat diouzh ar mor, diouzh an avel, diouzh ar glav… Ur gwele dreset ha dalc’het gant peñseoù niverus ha dibardon… Hep loen spont dindanañ, rak ar spont zo perc’hennet gant loened all ! Ur spont hag a vez gwerzhet hep marc’hata.
En tu aodoù Pleuvihan e ouvezer mat petra ober a-raok tremen Erv an Talberzh :
A-raok tremen Erv-Talberzh
Grit ho kimiad goude kofes.
Gant se, petore repu kavout war an inizi. Kollet er pelloù, el latar hañv a-rez an dour, pe el latar gouañv a oar tamolodiñ aer, kerreg ha tud… Un aezhenn yen o redek a-hed hon c’hein…
Ha koulskoude zo inizi n’int ket c’hoarezed da Shutter Island, na par dezhi memes !
Ar Jentilez, Taveeg, Briad hag o c’hochonoù, etre Goueloù ha Treger : repu tud, repu martoloded kollet en ur gorventenn didruez… ha repu an evned. An evned a oar mat kemenn da dud all ar bed bev petra zo o tont. Morvrini koulz ha skreved.
Ha ne lavar ket ur fur bennaket, lonket e anv en lagenn an istor :
Bezañ zo promese a vriedelezh
Entre Taveeg ha Jentilez,
Entre Melbann ha Bonno
Setu echu an embannoù.
Met pegen start ha diaes e c’hall derc’hel e seulioù war douar strizh un enezenn vihan, ha pan vêr manac’h :
Manac’h ruz an Enez-C’hlas
’C’ha da logodenn ha da razh.
Briad, n’emañ ket pell koulskoude. Briad, enezenn ar bleunioù, ar fleur hag ar mogerennoù a-vec’h uheloc’h evit ar pennoù geot. Da grediñ zo e oa an Enez-C’hlas pinijenn veur ar venec’h… Met d’an neb a oar komz ouzh ur varivorgan bennaket, un toullad zo en hon mor ken tost ha ken pell, e c’hall bezañ un disamm eus ar re gaerañ.
Tre evel ma konte, didamant, ar paotr Bilzig en tu Lokireg hag a ouie o hoalañ, emezañ ! Ar pezh na lavar ket ar romant, nemet em bije kollet pajennoù anezhañ. Ma, ur flugez bennak am boa klevet gant ur wrac’h dident ha goapaus dac’h a gostez an Aber-Ildud, du-hont, lec’h n’eus ket tud !
Mari-Vorgan, turlutud,
Deus davidon d’ar Palud,
Hag ac’hane d’an Traezh-Gwenn
Hag ac’hane d’ar Vêlevenn !
Ha ma na gredit ket (ha marteze eo se ar respont !), diwallit na vije lâret diwar ho penn :
Ma Doue ! te zo treud ! Souden e vo gwelet ar Vêlevenn a-dreuz da revr !
Sal-ho-kras, tudoù !
Herve Bihan
Levrlennadur
Studi hag Ober, niv. 17, 1942
Jul Gros, Trésor du breton parlé, teir levrenn, 1970-1977
Feiz ha Breiz, Kerzu 1922
Feiz ha Breiz, Gouere-Eost 1940
Consortium breton, tome 3, n° 13, 1928
Mélusine, tome XI, 1912
Per Pondaven & Yann Riou, Trouz ar Mor, Editions Le Télégramme, 2003
Fañch al Lay, Bilzig, Kemper, 1925
Ul lec’hienn bennak
Diwar-benn Shutter Island, film Martin Scorsese (2010) : https://www.dailymotion.com/video/xa1kxl
Devri : https://devri.bzh/
Da gaouut ar c’hronikennoù all : https://www.brezhoneg.org/
[er rubrikenn « blog »]En Ploumanac’h (dastumadenn Herve Bihan)