Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 37

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 37

La météo La météo
oct. 6, 2024 - dim.
Trévou-Tréguignec, France
légère pluie
12°C légère pluie
Vent 9 m/s, SSE
Humidité 89%
Pression 751.56 mmHg
Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 37
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 37

Kronikenn 37 BREZEL, FOURCHETEZ HA GWIN RUZ

Un tri-ugent bloaz zo, marteze muioc’h em boa klevet unan kozh-tiar eus hon anaoudegezh en tu da Blaniel, bet o tispenn e ene, e wad, e yaouankiz, e c’hoanag en fozioù fankek norzh ar Frañs, o tisplegañ din : « Ma faotr bihan, emezañ, klev mat penaos em boa graet anaoudegezh gant tri dra pan oamp du-hont, er fozioù gleb, en tu all da vro al latar. Da lâret eo deskiñ penaos ar brezel zo un heug, deskiñ petra eo ur fourchetez… ha deskiñ petra eo ar gwin ruz ».

Evit a sell ar brezel em eus soñj ivez eus pozioù diwezhañ Yann-Bêr Kalloc’h war ur gartenn-bost kaset d’e vignon Iwan an Diberder : « Kenavo, Iwan, lous eo ar brezel, chetu ». Daou dez war-lerc’h e voe lac’het.

Evit a sell goût petra eo ar fourchetez e kav din zo bet darbet d’ar Vretoned pe da lod anezhe, da vihanañ, tremen hebiou ar blijadur hag ar c’hoarzhadeg a deu pan weler Charlo, er film Ar fardadeg war an aour, en 1925, o kas war-raok koroll ar baraennoù… dalc’het gant bep a fourchetez ! Ya, koroll, ar ger brav-se a glever gant Gwenediz, met ivez gant ul Leonard bennak (trugarez d’ur mignon mat bezañ kelaouet ac’hanon !).

Hag ar gwin eta ? Ha neuze ! Met ar gwin zo un anaoudegezh a-gozh en Breizh. Lod a lavar eo ur prof lezet gant ar Romaned. Marteze a-walc’h. Lod all a lavar e veze evet druz gant ar C’halianed kozh hep gortoz e vije paeet o droiad gant ar Romaned ! Marteze a-walc’h.

Ne vern piv en devoa fardet ar gwin kentañ, everien gwin zo bet a-gozh. Evel ar manac’h breton Uinumbebens « evañ gwin », en abati Redon, er Grennamzer ! Hennezh a oa achapet diouzh casting Anv ar Rozenn ! Sellet ouzh ma c’hof ha grit pinijenn !

Kontañ a reer ivez ar gont gwin degaset gant ar Vretoned dre ar morioù don ha treitour : lestradoù leun o tislonkañ o barrikennadoù, o donelladennoù gwin eus an Navarr, eus ar Spagn, ha pelloc’h. Trafikerezh talvoudus ar Grennamzer.

Kontañ a reer ivez ar gont a winiennoù strollet er gwiniegoù staliet a-gozh e bro Rewiz. Ur gwin priziet, ha gant an dud ha gant an duked. Ur gwin diwar tokadoù deuet brav a-hed ar c’hantvedoù ha lac’het naet gant ar filoksera er c’hantved all. Fin a oa d’ar mendemoù, fin d’ar chug prizius ha d’an drouz a rae pan diskenne didamant er gwerennoù pozet aketus ouzh taol peizanted al ledenez.

Ur gwin tev mat hag a blije kement, ken e oa bet lesanvet gwad-hoc’h, soñjit ’ta.

Bezañ mezevennet gant ar gwin-penn, pe gant ar gwin-skouarn… ar pezh a gont eo bezañ mezevennet ha sellet ouzh ar vuhez gant ur pezh mousc’hoarzh a gontantamant !

Ha neuze, ruz, gwenn, gris ? Ar mezevenniñ a gaso kontantamant a-bep seurt livioù !

N’eo ket brav, hervez, ober anv eus ar gwin ken : fall evit ar yec’hed. Ya, sur a-walc’h. Mea culpa neuze !

Met penaos dinac’h ar gwerzennoù a varzhoniezh, erotek a-wezhioù, degaset gant Kanaouenn ar c’hanaouennoù. Gwerzennoù hag a zo en penn meur a hini ac’hanomp :

« Ar bleunioù en em diskouez war an douar,

Amzer ar c’hanaouennoù zo deuet,

Ha mouezh an durzhunell a vez klevet war hon maezioù.

Ar fiezenn he deus bountet he fiez kentañ,

Hag ar gwiniennoù o deus tokadoù hag a laosk o c’hwezh vat.

Sav-te, ma c’hared mat, ma c’hoant, ha deus ! »

Gwerzennoù a c’haller lenn er Bibl, gwerzennoù ar roue Salaun ar Fur.

Kenderc’hel a ra :

« Ra boko din eus pokoù e c’henoù !

Rak da garantezoù zo gwelloc’h evit ar gwin. »

Gwelloc’h evit ar gwin ! Ur garantez c’hwek eo honnezh avat.

Ha neuze, fin d’ar gwin ? Fin d’an died kapitus ha soutil a blij kement d’hon gourlañchennoù muiañ-karet ? Fin d’ar varzhoniezh winiek ? Fin d’ar mezevenniñ lennegel ?

Pan lenner ar c’hazetennoù pemdeziek e weler zo bremañ tud o plantañ gant pasianted gwiniennoù nevez un tammig e pep lec’h en Breizh. Mont a reont en tu hont da dachenn istorel gwin ar Vretoned, a oa entre Rewiz ha Naoned. Mont a reont en tu-hont d’ar gwin produet en Marzoù-Breizh.

Tennañ splet ha profit eus ar cheñchamant hin : gant se e vo gwin nevez… ha sur on e vo barzhonegoù nevez ken kaer all o tiwanañ !

Herve Bihan    

Levrlennadur

Iann-Per Kalloh (Bleimor), Ar en deulin… – Guerzenneu brehonek, raglavar get J. Loth, Toñnieu, Skedenneu ha Notenneu, Molladen reihet aveit mat, Molladenneu Dihunamb, Én Oriant, 1935.

Henri Touchard, Le commerce maritime breton à la fin du Moyen Âge, Les Belles Lettres, Paris & Nantes, 1967.

Guy Saindrenan, La vigne et le vin en Bretagne, Coop Breizh, 2011.

La maison Forte et le Patrimoine de Rhuys, Rhuys ses familles, ses terres sous le règne d’Anne de Bretagne à partir du Rentier de 1506-1510, Riveneuve éditions Bretagne, 2013.

Kanaouenn ar c’hanaouennoù, in Ar Bibl santel [troet gant Coat], 1897, pp. 579-583.

Antony Real, Ce qu’on trouve dans une bouteille de vin, Paris, 1867.

Lec’hiennoù

Charli Chaplin (pe Charlo) ha dañs ar baraennoù (Ar fardadeg war an aour, 1925) : https://www.youtube.com/watch?v=dy9KFs_P10w

Anv ar Rozenn (1986), diwar oberenn Umberto Eco : https://www.youtube.com/watch?v=zSvfozKwOrQ

Un toullad lec’hiennoù zo ivez diwar-benn ar gwin o tont eus Marzoù-Breizh.

Kronikenn 36 BARBARED HA BERBERED

Ordin e lenner zo div yezh en Breizh : ar brezhoneg hag ar gallo (gallaoueg eme lod). Met petore skeudenn eo se ? Fin, arabat ankouaat ar galleg ! Hennezh zo diazezet mat ha goût a oar mat petra eo kadoniezh ar goukoug ! Lec’h na gleved nemet brezhoneg pan oamp tud vunut, ne glever mui nemet galleg… Ma, an araokadur eme lod. Din-me n’eo ket avat.

Met, div mui unan a ra teir yezh. Teir yezh e Breizh eta ? Koulskoude zo yezhoù all, diazezet mat met er familhoù pe e kumuniezhoù zo. Lod zo bet, lod zo chomet. Yezhoù hag a gont istor tud deuet da vezañ Bretoned hag o tont eus broioù all, tud o klask labour pe ur repu politikel bennak. Ouzhpenn bezañ miret o yezh dezhe evel teñzor o memor, zo lod a oa deuet da vezañ brezhonegerien. Desket brezhoneg evit o flijadur, bac’h… nann, desket brezhoneg dre ma oa ur redi ekonomikel, ha ne vire ket dioute a gaout ar blijadur da beurdokañ an deskiñ-se !

Pan oan mous, mous bihan-bihan, em boa klevet ur gwerzher tapisoù a ouie hentiñ gardennoù, gwenodennoù ha heñchoù strizh ha bihan Treger-Vihan kement ha difoarañ eus e stok, douget ponner war e div skoaz… bresk. Ha klevet hennezh o vrezhonegañ trankilik gant tud ar vro. Ha gwerzhañ a rae tapisoù ? Bremañ, meur a dek bloavezh war-lerc’h, e soñj din ne rae ket kement-se. Piv en ur menaj bras pe bihan a vije bet bourc’hiz a-walc’h evit prenañ un tapis ! Unan a vije bet louzet ha fanket prim war-lerc’h ar barrad-glav kentañ ! Nemet e veze degemeret ar paotr gant an dud, kinniget dezhañ mont en e goazez ouzh taol ha rannañ un tamm bara’mann gant kafe choset, bet o virviñ meur a eurvezh war ar forn.

N’em eus ket soñj bezañ gwelet ma zudoù-kozh o tebriñ kouskous ! Met sur mat e plije dezhe gwelet ha klevet seurt tud deuet eus penn-pellañ ar bed na ouient ket re plasiñ war ur gartenn. Anat deoc’h e oa ar gartenn-se unan ofisiel bet savet da derc’hel mort en penn an dud e oa trevadennoù… Unan stag ouzh mogerioù ar skolioù… Ya, evel-just, ar skolioù zo graet evit reiñ deskamant !

Lâret e oant degemeret evel an dud all zo mont re bell ganti, moarvat, rak a-bep seurt anvioù a veze lakaet dezhe, anvioù n’int ket gwall enorus evit ar reoù a ouie distagañ anezhe…

Evel ma oa bet splujet an dud en ideologiezh argarzhiñ ar Voched un toullad bloavezhioù a-raok e oant bet splujet en un ideologiezh magañ dispriz evit produennoù bev an trevadennoù. Dilerc’h ur serten deskamant skol, siwazh…

Evit ma fart em boa kavet plijadur ha frealz gant ma c’hamaraded skol kentañ, lod kaer anezhe o tont eus ar pell-pellañ-se !

Met ar re-seoù o devoa o yezh dezhe ivez, ur yezh na veze ket degemeret er skolioù, dres evel hon yezh.

Italianeg, portugaleg, arabeg, turkeg, kurdeg, wolof, spagnoleg hag ur bern reoù all zo bet klevet, lod klevet c’hoazh. Hag ar re-se zo yezhoù Breizh ivez, yezhoù ur vro digor, yezhoù ur bed divent…

En mesk tout ar yezhoù-se zo unan, pe gentoc’h un dastumad rannyezhoù deuet eus aodoù tu-all ar Mor-Kreiz : ar yezhoù berberek, evel ar c’habileg, ar chleueg, ar chaouieg, etc. Pe c’hoazh yezh an Douareged.

Berbered hervez ar reoù a oa bet trec’h warne, Barbared ! Met int a ra Amazighed dioute o-unan : tud nobl, tud en o frankiz !

Hag en o frankiz int bet, ha se daoust d’ar chadennoù ponner lakaet a-bep eil ouzh o memproù hag ouzh o speredoù. O Boudika dezhe o deus bet gant ar rouanez Dihya lesanvet Al Kahina « ar velegez » « ar brofedez » « an divinourez », met n’eo ket ar Romaned a oa bet bountet ganti met an Omeyaded…

Ar Verbered zo eus ar pobloù koumanantet d’an harlu, koumanantet da urzhioù an drec’herien… Met ivez eus ar pobloù o terc’hel d’o memor komzet, kanet… Barzhed baleerien o deus bet ivez evel Si Mohand, a ouie hiraezhiñ d’e liorzh dilezet ha moc’het (trroet ganin) :

C’hoantaet em eus ul liorzh kaer

Savet gant bleunioù ma ene

Ha kement gwezenn dellezek c’hoantaet.

Gant treilhennadoù rezin livrin

Gant pechez heñvel ouzh ar goularz

Mell-divell gant ar bazilik hag ar rozennoù.

Siwazh ! Bevet em eus re bell

Ha dirakon, dirak ma daoulagad

Eo aloubet ma liorzh gant ar chatal.

Barzhed, ha barzhezed. Fadhma Aïth Mansour Amrouche a chomo en kalon an dud, pe Berbered pe Bretoned e vent. Kroget he buhez e Kabilia en 1882 hag echuet anezhi en Breizh e 1967. Emañ he relegoù en bered Baillé.

Ur varzhez kizidik bet memor, eñvor bev he bro hag he zud. Ur varzhez kizidik o kounañ kolloù kriz he buhez. Komz a ra eus he mibien, marvet an eil war-lerc’h egile, er barzhoneg « Setu me » (troet ganin) :

Setu me treut, teñval ma c’hroc’hen,

Me eo an delienn melen distaget hag a gouezh.

Heñvel eo ma blev ouzh ur guchennad wenn,

Gweñvet eo ma mousc’hoarzh war ma dent direnket,

Ha ken izel eo deuet ma gweled da vezañ

Ken ne c’hellan spurmantiñ ur spernenn zoken.

Gant marv ma mibien karet

Eo mantret ma c’halon.

(…)

Gouelañ a ran, peoc’h ebet d’am daoulagad.

Diouzh ar beure, diouzh an noz e ouelan

Ma bugale m’eo aet kuit ar vuhez dioute :

Seghir, gwezenn ar guñvelezh

Gwevn e vent ;

Saâdi, an evnig bihan

War skourroù ur bechezenn

A gane eus ar beure betek an noz,

Ha Mohand, al leon

Hag en devoa kaset e vreudeur gantañ.

(…)

Ma ‘m eus ur mignon, ra ouelo !

Evel ur boked frondus, dindan an heol kras, hini menezier pe plaenennoù tost d’an an dezerzh tomm-gor e teu c’hwezh bamus, marzhus ar gwez olivez. An olivez, merkoù o bro hag o istor deuet eus ar ragistor. Pan ouie tud ar C’hres dont e darempred gante da deskiñ petra eo an olivez, just a-walc’h ha petra ober gante.

E brezhoneg zo daou c’her evit lâret ar pezh a reer gant an olivez : ar ger eoul (sañset deuet eus ar galleg, met me gav din n’eus netra ken diasur !) hag ar ger meurdezus olev. An olev zo sakr, anat eo !

Deuet ar ger eus al latin, hennezh deuet eus ar gregaj… Met piv a oar eo deuet ar gregaj eus ur ger berbereg aliw, bev mat gant an Douareged ! eme ma mignon kozh Salem Chaker.

Sal-ho-kras, ur bobl evel honnezh zo da vezañ doujet !

ⵀⴻⵔⵖⴻ  ⴱⵉⵀⴰⵏ

Levrlennadur & lec’hiennoù

Salem Chaker, Diachronie berbère – Linguistique historique et lybique, Presses Universitaires de Provence, 2024.

Fadhma Aïth Mansour Amrouche, Histoire de ma vie, Maspero, 1968.

Lucienn Saada, La geste hilalienne – version de Bou Thadi (Tunisie), Gallimard, 1985.

Taos Amrouche, Le grain magique – Contes, poèmes et proverbes berbères de Kabylie, La Découverte, 1966 & 1996.

Jean Amrouche, Chants berbères de Kabylie, L’Harmattan, 1988.

Mouloud Feraoun, Les poèmes de Si Mohand, Les Éditions de Minuit, 1960.

Lucie Paul-Marguerite, Chants berbères du Maroc, Éditions Berger-Levrault, 1935.

Jeanne René Pottier, Légendes Touareg, Nouvelles éditions latines, 1946.

Berbères, de rives en rêves, MuCEM & Abati Daoulaz [katalog an diskouezadeg], 2008-2009.

Gabriel Camps, Les Berbères – Mémoire et identité, Babel, 2007.

Mouloud Mammeri, Poèmes kabyles anciens, La Découverte, 2001.

Fadhma Aït Mansour Amrouche : https://www.youtube.com/watch?v=QfJ7_2uLtoE

Rafa, un Aljerian brezhoneger :

https://www.ina.fr/ina-eclaire-actu/video/rxc03007369/rafa-eun-aljerian-brezoneger-rafa-algerien-bretonnant

Kanerien ha kanerezed :

Idir : https://www.google.com/search?sca_esv=ef2b8d4842bb75f7&sca_upv=1&sxsrf=ADLYWIII-yob3x2Z84nie-RjjQgH-PzglQ:1726409071906&q=idir+a+vana+inouva&stick=H4sIAAAAAAAAAONgFuLSz9U3MCyLT8-wUOLRT9c3LDTNqsowKkjWEvQtLc5MdiwqySwuCckPzs9LX8QqlJmSWaSQqFCWmJeokJmXX1qWCABR_qR3RAAAAA&sa=X&ved=2ahUKEwjJ7N77jsWIAxWmVaQEHefoC28Qri56BAhBEAM&biw=1600&bih=773&dpr=1

Djurdjura : https://www.youtube.com/watch?v=DnBXHwj1_2I

Tinawiren : https://www.youtube.com/watch?v=vACZA9dGvV4

Kronikenn 35 GREGOR HA LOEIZ EN KREIZ KANTVED AR SKLÊRIJENN : UR VIGNONIEZH EN-DRO D’AR BREZHONEG

En XVIIIvet kantved zo c’hoarvezet traoù divoutin evit lod dioute, souezhus evit lod all, ur c’hantved a welo fin ar renad kozh beuzet en diwanerezh an demokratelezh badezet gant ar gwad tevañ tennet diouzh goûgoù kablus evel digablus. Kantved ar Sklêrijenn a vez graet eus ar c’hantved-se : ur bed skiantel leun a virvilh en servij ar mennozhioù nevez, koulz war dachenn an istor, pe ar brederouriezh, ar skiantoù, holl gwitibunan. Breizh na voe ket er-maez, er c’hontrol. Nag ar brezhoneg kennebeud-all… Ken e weler er c’hantved-se kantved ar geriadurioù bras a roio lañs da studi modern ar brezhoneg, kement ha kouchañ war ar paper moullet an darempred etre ar gerioù, ar vuhez pemdeziek hag an ezhommoù gant selloù paret war-du ar vodernelezh.

War dachenn an istor e voe kantved an domed : Dom Morice (1693-1750), Dom Lobineau (1667-1727). An daou-se o devoa troc’het naet o darempred studi gant hini ar gronikourien bet en o raok. Berniañ dielloù gwirion ha dielfennañ anezhe, moullañ pep tra da sevel red-skrid levrioù istor Breizh da gemer kalzik plas en ho levraoueg muiañ-karet ! Paeet gant noblañsoù, anat deoc’h, noblañsoù o klask enorioù o familh en un tremened… kriz, peurliesañ.

Ha sede, war dachenn ar brezhoneg, e voe daou den etre reoù all, unan, skiantour rik, hag egile, pragmatek evel zo dleet, bet o kas labourioù na vuzuliimp morse pegen pouezus int evit dazont ar vrezhonegerien zo ac’hanomp.

An hini koshañ, Loeiz ar Pelleter (1663-1733), hag a voe un dom ivez, hag an hini yaouankañ, Gregor Rostrenn (c.1667-1750), na voe ket dom met breur… kabusin. Loeiz a oa eus ar Mañs, bet ul lod mat eus e vuhez en abati Landevenneg. Ha Gregor, Tangi diouzh e anv-badez, bet ganet en Perred, nepell diouzh abati Verrepoz savet en kroashent rannyezhoù ar brezhoneg, a voe war heñchoù Breizh o prezegenniñ hag o lojañ en meur a gouent war ar memes heñchoù, just a-walc’h.

Loeiz a ouie kenskrivañ hag eskemm gant un toullad eus e reoù, evel ar Mabillon (1632-1707), un dom all, brudet mat evit bezañ un istorour o pleal gant doareoù dik ha rik ar skiant… dres evel Morice ha Lobineau en e c’houde. Ha pan lârin int tout maoristed, war-bouez ar Gregor, e komprenfet petore rouedad divrall oa bet savet evit mad ar skiant… hag an dud. Sede al Loeiz a oa un « intello », evel ma lâr tud zo.

Hag ar Gregor eta ? Hennezh en devoa ivez e rouedad. Ma c’hortoze al Loeiz e teufe ar gelaouerien betek ennañ, unan evel an Ao. Roussel meneget lies gwezh gantañ, pe c’hoazh peizanted, pesketaerien, artizaned, etc – « hon Bretoned » evel ma ouie lâret – , ar Gregor-Tangi, hennezh, a ouie mont en-touesk an dud, a ouie dre natur, peogwir e oa eus ar c’hroashent yezhoniel-se, petra oa yezh an dud, ha petra oa pinvidigezh yezhel an dud. Daonet ! Ur wezh evit mat, n’eo ket ar yezh zo pinvidik, met an dud a ra ganti…

Metologiezh Loeiz en devoa lakaet anezhañ da adkopiañ testennoù kozh, lod kozh mat. Panevertañ e oant kollet da vat. Ha Gregor, ar baleer heñchoù hag ar prezeger dizehan, a dastumas hardizh n’eo ket gerioù hepken met troiennoù bev. A-wezhioù ivez troiennoù bet dispaket en amzerioù koshoc’h ivez.

Goût a reomp ervat e oa savet ur vignoniezh vras etre an daou, bet an digarez d’en em welet en Landevenneg en 1701.

Siwazh ar vignoniezh-se a voe lakaet start dre ma oa aet Loeiz war-du ar Jansenisted, pan en devoa Gregor dalc’het da dogmenn ofisiel an Iliz. Ha n’eo ket dinoaz kement-mañ : pennadoù zo, en geriadur Gregor, a voe tabutet kalet gant Loeiz. Ha se dindan selloù ideologiezhioù relijiel disheñvel…

Met bezet a vezo, ne c’haller ket enebiñ an daou c’heriadur : degas a reont dafar, selloù n’int ket disheñvel, nann, met oc’h en em glokaat an eil gant egile. Labour an intellektuel koublet gant labour den ar bobl a ro un teñzor prizius : taolenn hon yezh evel ma oa hag evel m’emañ en dez a herie.

Loeiz a ouie keñveriañ ar yezhoù keltiek etreze, ar pezh a oa un dra nevez, ar pezh a oa bet boulc’het gant ar C’hembread Edward Lhwyd. Gant se en devoa gwelet penaos zo traoù boutin etre yezhoù zo…

Hag ar Gregor, eñ, an den pragmatek, en devoa divizet prestañ digant ar c’hembraeg ar pezh a vanke, hervezañ, en brezhoneg. Tout ar studierien a oar petra eo un anv-gwan pe un anv-kadarn, ha kement-mañ gras d’ar prestadennoù graet gant Gregor !

Ret eo ivez gwelet n’eus ket bet ur geriadur, war-lerc’h, hini Gregor, na vefe ket bet savet en ur gopiañ un tamm mat eus an danvez a gaver e-barzh ! Gregor eo gwir tad hon geriadurioù modern. En geriadur Gregor e kaver ur boued fonnus ha magus evit ar speredoù brezhoneg : geriennoù, troiennoù, gerioù nevez diouzh emdroadur ar gevredigezh (ha pan vefe hini an XVIIIvet kantved !), krennlavaroù kozh pe nevez, kredennoù (kozh dre natur !), istor ar bed, etc. Gregor zo unan ac’hanomp.

Gwezhall e ouie ar vugale kemer ar geriadur kentañ a oa dindan o dorn ha lenn ur bajennad bennak dioutañ. Me zo bet eus ar vugale-se, anzav a ran ! Me gav din e c’hallomp ober evelte ha lenn ur bajennad bennaket eus geriadurioù Gregor pe Loeiz : ar pezh zo mont e bed marzhus ar gerioù hag ar bedoù dalc’het gante !

Herve Bihan

Levrlennadur ha lec’hiennoù

Henri Corbes, Deux philologues breton du XVIIIe siècle. Grégoire de Rostrenen et Dom Louis Le Pelletier, in Bulletin de la Société archéologique du Finistère, tome 87, 1961, pp. 119-142.

Éamon Ó Ciosáin, La langue irlandaise et les Irlandais dans le Dictionnaire de la langue bretonne de Dom Le Pelletier, in Gwennole Le Menn (éd.), Bretagne et pays celtiques, langues, histoire, civilisation. Mélanges offerts à la mémoire de Léon Fleuriot, Skol-PUR, 1992, pp. 51-62.

Odon Hurel (éd.), Le Moine et l’Historien. Dom Mabillon. Œuvres choisies, précédées d’une biographie par Dom Henri Leclercq, Bouquins, 2007.

Georges Dottin, Les mots irlandais dans le Dictionnaire de Le Pelletier, Annales de Bretagne, tome 27, 1911-1912, pp. 45-57.

Geriadur Gregor Rostrenn (1732) : https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k62358566.r

Geriadur Dom Loeiz ar Pelleter (1752) : https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k10403699/f7.imagehttps://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k10403699/f7.image

Geriadur dornskrivet Dom Loeiz ar Pelleter (1716) : https://www.tablettes-rennaises.fr/app/photopro.sk/rennes/doclist?fpsearch=lnague+bretonne&fuse_thesaurus=true#sessionhistory-Qa6Ft6JS

&

https://www.tablettes-rennaises.fr/app/photopro.sk/rennes/doclist?fpsearch=lnague+bretonne&fuse_thesaurus=true#sessionhistory-xIvFnwvE

Devri : https://devri.bzh/

Le Studio - Agence de création graphique et web