Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 39 : TASMANTOÙ GAMBETTA

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 39 : TASMANTOÙ GAMBETTA

Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 39 : TASMANTOÙ GAMBETTA
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 39 : TASMANTOÙ GAMBETTA

Kronikenn 39 TASMANTOÙ GAMBETTA
Un testeni fromus zo bet distaget er sadorn all, en Arc’hantred-ar-Genkiz (nepell diouzh Gwitreg), en
penn-pellañ ar vro war-du ar reter, ha se gant Riwanon Kervella. Bet eo bet mouezh he zad-iou-kozh
bet en glec’h meur a viz e kamp heugus Conlie, Kerfank. Kement-se a oa er gouañv 1870-1871.
Re vrudet eo istor Conlie evit bezañ adkontet amañ. Nann, re vrudet. War-bouez un munud bennaket
marteze ?


Ar Badinguet en devoa divizet kas e armeoù da lammat war ar Brusianed. Hag an didrec’h, hag ar
Brusianed o kemer beli. Ha sede Badinguet aet war goll ha mont etre krabanoù erered ar reter…
Ha deuet ar Gambetta da sevel an trede Republik a-raok na vije puraet ar marchosi… Ret e oa sevel
armeoù gant ar pezh a oa, emezañ, kement ha talañ ouzh ar Brusianed daonet-se.
Arme Breizh a oa unan anezhe, savet gant tud deuet diwar o c’hoant dezhe pe gant tud rediet da vont !
Helebini etre an daou rummad, hag un hevelep tonkad trist ha heugus.
Met, ma Doue, penaos e c’haller sevel un arme, ha n’eo ket war Menez-Bre, hep reiñ pe fournis
armoù, gwiskamant, to ha boued d’he soudarded ?
Trsitan Corbière a skrive en e Vugulgan Conlie (1870) :
Piv en devoa hon savet er miz du – Kala-Gouañv –
Ha ni parket evel chatal,
Evit lezel er fank, er miz duañ – Keverdu –
Hon c’hrec’hin deñved hag hon c’hroc’hen-ni ?
Piv en devoa hon laosket eno : faezh, hep spi,
Hep tamm goell a c’hoanag !
Oc’h en em sellet, evel pa glaskfemp ar Frañs…
Komik, doanius da welet !
Ya, chatal eo ar ger. Ar ger anavezet mat gant ar Gambetta a nac’has e savfe ar Vretoned a chatal da
dud. Chatal kuzhet dindan ur gwiskad a dispriz, a fae. Tud diempenn, gant ur prezeg heñvel ouzh
trouzioù loened gouez, mat da chaseal. Moarvat eo se en deus talvezet da reiñ e anv da n’on ket pet ru
pe blasenn en Breizh. Ya, badeziñ ! Ha koulskoude o dije bet c’hoant an istud-se kemer o fenn-bazh ha
skeiñ didruez war e vadeziant. Met « vae victis », ha respont ebet all.
Gambetta a oa bet ur seurt keginer araokour, memes tra. Lakaet kig ar Vretoned en glec’h meur a viz
en Kerfank. Peadra da distuzañ an douar :
Kerzh, te pa n’out ket bet peurlonket, â foz Conlie !
Eus hon gwad yaouank ha paouraet,
En ur welet da ed druz oc’h addiwan, ankouaat a reer
Hon eskern brein o simudiñ.
Hon c’hig peg ouzh pilhoù hon flotantennoù

  • Teil berniet o-unan…
  • Na debrit ket eus ar bara-se, mammoù ha merc’hed !
    Druilh ar marv zo en ed.
    Pebezh rekipe keginañ ! Ha ne diougan ket un rekipe ken heugus all ? Kig drailhet, gwad kaouledet…
    daou rummad all goude, e fozioù all…
    Gwir e oa bet skol Gambetta hag e santier o stummañ mat spered ar skolidi yaouank da soñjal ha da
    vezañ prest evit ar brezel-se… Gwir ne oa bet morse kement a gezeg labour anvet Alzas pe Loren er
    menajoù eus Kerne da Dreger, eus Leon da Wened… Dalc’homp soñj…
    Herve Bihan
Le Studio - Agence de création graphique et web