Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 38

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 38

Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 38
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 38

BREZHONEG AODOÙ TREGER

N’eus ket toulladoù tud o c’hoût zo bet skrivet ul lodenn, ha bihan e vefe, eus istor ar brezhoneg etre Louaneg ha Perwenan. Evel just n’omp ket pell diouzh Landreger ken brudet abalamour d’ar C’hatolikon. Ul lodennig…

Nevez zo zo bet embannet ul levr stummet evel ur geriadur eus ar yezh-se, just a-walc’h. Gras da labour aketus ha frouezhus ma mignon kozh Herve Seubil-Gernaudour zo deuet ul levr kaer gant notennoù yezh unan bet person gwezhall en Trelêvern (tud ar vro a lâr Têrlêvêrn, evel ma lâront Kêrc’h-Goular evit Krec’h-Goular !).

Aogust Etienne (ur Stevan bennak !) a oa ganet en Lannebeur en 1834 ha marvet pemp bloaz a-raok fin e gantved, tre er memes bloaz evel Fañch an Uhel ha Kêrvarker. 1895… mousiged a oa eus ma zud-kozh ! Ha krouer Gwalarn, Roparz Hemon, en devoa c’hoazh pemp bloaz da c’hortoz a-raok dont d’ar bed ! Ha ni zo muioc’h evit ur c’hantved etrezomp hag i… Ne oa ket deuet c’hoazh vileni na dismantr heugus, ma n’eo ket euzhus, an daou vrezel all. An hini kentañ lakaet da vras hervez kont…

Ma, hiraezhiñ, da betra ’servij. Ha ne oa ket gwelloc’h ar bed kozh evit ar bed a-vremañ : petra oa plas ar re vihan er gevredigezh, petra oa plas ar merc’hed er bed ? N’eus nemet plas ar brezhonegerezed hag ar vrezhonegerien hag a zo manet heñvel… N’eo ket mui an dispriz oute, an diverkañ da vat, ne lâran ket.

Sede, seul briziusoc’h testenioù e stumm labourioù dastum graet gant ur beleg bennak. An Etienne a oa diouzh beleien e eskopti : ret dezhañ ober gant « reolenn an idiom ». Ur redi ret, met renet gant ur blijadur bennak memes tra. Ne voe ket diaes dezhañ, eñ paotr Lannebeur, treuziñ daou bont nevez savet ha, goude kaeoù kêr Landreger, kerzhet un tamm mat a-hed an aod, en ur heuliañ kammedoù benniget an Erwan-Helovri-a-Gêrvarzhin-er-Vinic’hi-bet-person-Louaneg-en-amzerioù-kozh.

Met n’eas ket da Drelêvern war-eeun evel-se, tremen a reas a-raok dre Pont-Melvez, Pañvrid-ar-Beskont hag ivez dre Lannuon. Un doare purgator ! Ha pan weler e hent e weler en devoa hentet un tamm mat eus Goueloù, Treger Vihan hag ivez Treger an aod. Evit echuiñ en ur baradoz !

Ret eo soñjal en kefridi ar veleien kaset d’ur barrouz bennaket : avielañ sur ! kofes ha selaou an holl (pe dost !), kanañ ha sevel kantikoù, reiñ buhez d’ur pardon bennak, reiñ ar sakramantoù and so on.

Hag ivez hejañ ar sparf kement ha reiñ muioc’h a nerzh d’e vrec’h dehou pe d’e vrec’h kleiz. Dimp, pan oamp moused, e oa an doare reizh da c’hoût piv a oa dehouiad ha piv a oa kleiziad, ha se diouzh ar vrec’h ma veze hejet ar sparf gant ar beleg !

Ha tout se en brezhoneg : skouarn dener ar veleien a ouie pennaouiñ geriennoù, troiennoù, ha kontadennoù ivez. Hag an Etienne zo bet eus ar reseoù. Ur c’hras dimp. Pont-Melvez, Pañvrid-ar-Beskont, Lannuon… Trelevern.

Poltred dik an Etienne ? N’oufen ket lâret. Met un dra zo sur, foetañ hent en devoa graet ha soñjet sanailhañ ar pezh a gleve. Chom a raio ugent vloaz en Trelêvern, pan oa erru war an oad, oad ar furnezh a lâr lod. Hag eno e sanailho un teñzor.

N’eo ket bet un Ernod, ur Vallée, nag ur Gonideg… met, ma Doue, ar pezh en devoa tapet zo prizius. Trugarez a rankomp lâret da seurt tud, kentidi un Dastum ken pouezus dimp herie. Hepte e vefemp paouroc’h.

Ha pan lârin e oa e dad miliner eus Planiel e komprenfet n’eus ket a stêrioù-difenn na poñchoù berzet entre brezhoneg Goueloù ha hini Treger.

Ne roin nemet un tañva eus pennaouiñ yezh an Aogust. Gwir dapas evel ma lâr Spagnoliz. Ur ger, un droienn ha sede ur bed, ur weledigezh… kement zo goullet gant Yann lenner evit e blijadur.

Evel « sevel en e avalenn » hag a dalvez kement ha « monter sur ses ergots », anavezet c’hoazh, met aze eo ar wezh kentañ lenn an droienn avat.

Troiennoù n’int ket ken anavezet a se, « aveiñ boued », da lâret eo « fardañ boued ». Evel ma lâr ar geginerien « c’hoazh ur berv pe daou hag e vo poazh », un dra hag a glever pan vez poazhet boued mor, da skouer, pe al liorzhourien ha lâret « an amzer vat a lako an traoù (an treo) da vountañ (da voutañ a glever avat) ».

An holl a oar penaos eo « barilhat » hag a vez lâret er vo evit « bazailhat », ur verb am lake da c’hoarzhin pan oan bihan avat. N’ouzon ket perak met diouzhtu e soñjen en leon an MGM kinniget en deroù jenerik ar filmoù amerikan !

Gerioù bugale, pe gerioù loened roet gant an Aogust ivez : « bara ! bara ! » da c’hervel an deñved, « bibi ! » evit gervel ar c’hazhig, ar bisig, pe « bis ! ». « Ar bi bras » eo ivez anv ar c’hazh, me lârfe an targazh. Gerioù bugale evel « begoù », anv ur spontailh.

Ha gerioù na gaver en neblec’h all, pe diaes o c’havout en lec’h all : « arlogiñ » a dalvez kement ha « prestañ arc’hant », ur ger a gaver ivez e kembraeg…

« Beureek », « beureûs » : diouzh ar beure, abred diouzh ar beure, evel ma lârer beure mat « de bon matin », pe c’hoazh beureoc’h « plus tôt le matin », and so on !

En Pañvrid e reer gant bras-loar evit loargann… En Pont-Melvez e reer « merc’hedoù » eus merc’hed, pe maouezed dister, evel ma lâromp paotredoù !

Geriennoù all a sacho hoc’h evezh, sur : oberapl evit « prévenant », koabraj « nuées » (pell omp diouzh an iskis a nuajennoù !!!), oursañ pan glever ourzal ivez, « ble » zo gwan, « osekroù » zo un oristal, « naoutur » zo « connaissance », ur ger brav hag a rankfe kaout muioc’h a vuhez evit n’en deus.

Hag ar ger « nemeur » neuze ! ur ger hag a lak an estrenien er vro da sevel en o avalennoù ! Lâret e vez « bezañ zo nemeur a dud », da lâret eo « kalz »… nemet e klever gwall alies « meur » !

Gerioù all, troiennoù all : paluc’hat, pouez, reg, rezh, noazh-blouc’h…

Digorit ar geriadur ha kit en beaj gant ar c’habiten Aogust Étienne hag e vag vihan betek penn bed ar gerioù, diwiskit anezhe, lonkit anezhe, daskiriit anezhe ha grit anezhe ho teñzor… Hag evel ma laker ar gwin da gozhañ, grit heñvel gant ar gerioù hag an troiennoù… ha distouvit eus o boutailhadoù stummet evel geriadurioù diouzh goulennoù ho spered, ho teod ha kemerit blaz ar yezh evidoc’h-c’hwi hoc’h-unan. Plijadur !

Herve Bihan

Levrlennadur

Notennoù A. Étienne da c’heriadur brezhoneg-galleg ar Gonideg gant evezhiadennoù F. Vallée ha notennoù J.-M. Bourdellez, An Alarc’h Emabannadurioù, 2024. [a c’haller prenañ amañ : https://brezhoneg.org/fr/

François Vallée, Dictionnaire du Trégor-Goëlo et de Haute-Cornouaille, sous la direction scientifique de Herve Sebille Kernaudour, Kuzul ar Brezhoneg, 2014.

Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm, 1992.

DEVRI : https://devri.bzh/

Le Studio - Agence de création graphique et web