Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 40 : ERWAN HA JULUAN NE BLIJE KET DEZHE AR FESTOÙ-NOZ !

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 40 : ERWAN HA JULUAN NE BLIJE KET DEZHE AR FESTOÙ-NOZ !

La météo La météo
nov. 8, 2024 - ven.
Trévou-Tréguignec, France
couvert
12°C couvert
Vent 3 m/s, E
Humidité 94%
Pression 765.07 mmHg
Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 40 : ERWAN HA JULUAN NE BLIJE KET DEZHE AR FESTOÙ-NOZ !
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 40 : ERWAN HA JULUAN NE BLIJE KET DEZHE AR FESTOÙ-NOZ !

Kronikenn 40 ERWAN HA JULUAN NE BLIJE KET DEZHE AR FESTOÙ-NOZ !

Ar festoù-noz ! Ma zo ur merk pouezus en hon c’hevredigezh a herie eo ar festoù-noz. Na lârit ket ar fest-noz zo un elfenn eus hon sevenadur, met ar festoù-noz zo un elfenn eus hon sevenadur ! Re soñj am eus eus ur c’helenner skol-veur o c’houlenn pervezh gant unan eus e studierien da geñver un arnodenn dre gomz bennak : « Komz din eus ar fest-noz ». Egile o respont kenkent : « Met petore fest-noz avat ? ».

Bremañ e lenner, amañ hag ahont, e-barzh kelaouennoù pe gazetennoù enorus ma n’int ket enorusoc’h penaos eo ar festoù-noz un degouezh ijinet nevez zo. Sal-ho-kras !

Gwir eo eo diouzh ar c’hiz (unan gant boboed an nonnkepetra sur a-walc’h) lâret eo ijinet pep tra en Breizh. Ne vo ket pell a-raok ma vo kemennet dimp n’eus ket eus ar brezhoneg, ha CQFD (galleg chik !) n’eus ket eus ar vrezhonegerien (ar merc’hed zo e-barzh ivez, bezet seder) kennebeud-all. C’hoazh zo bet displeget dimp gant frioù-mic’hi didorch n’eo ket keltiek ar brezhoneg… na Breizh. Ma !

Ur faltazienn evit en em ijinañ. Ma ! Trugarez d’ar speredoù bras o deus ijinet seurt meizad ! Anaoudegezh peurbadel dezhe a-berzh ar speredoù pout zo eus hon reoù !

Sellit’ta, e 1612 e voe embannet ul levr anvet Confesional gant un anved Euzen Gueguen, un Erwan Wegen sur mat. Hennezh a oa beleg eus kostez kreiz ar vro war grec’h ul linenn widilus etre arc’hant hag argant ! Ret mat goût e oa ar C’honfesional-se ul levr evit ar veleien da c’hoût petra oa pec’hed ha petra oa pec’hed ar pec’hedoù ! Ha pec’hed ar veleien a oa kaoz anezhe gantañ avat. Sede ar pezh en devoa skrivet en e epistolenn (ur meni rakskrid mar karit !), lakaet er skritur a-herie ganin :

« Ar soudarded eus an Iliz militant, pere eo ar veleien, a dle gouzout, penaos dre an urzhoù sakr ez int galvet, nompas da vevañ en o flijadur, da gemeret o amzer vak, hogen bezañ int galvet d’ar skuishentez, poan, ha travell, da faezhañ, da douañ ar pasionoù pere e-barzh er vaniteoù monden hag euvrou sekulier, ha terrien, a ra dimp faziañ war ar gwir hent eus hon silvidigezh : Rak se eo ret neseseramant o c’huitat, c’hoazh ez vent graet dre rekreasion.

Ac’hane eo difennet ouzh an dud a Iliz monet da welet na bezañ prezant e spektakloù publik, evel ma eo komediennoù profan, bankedoù, maskaradennoù, c’hoarioù, dansoù, gourenerezh, chaseal, festoù-dez, ha festoù-noz, ha hevelep traezoù indin eus a brezañs ur beleg, evel ma eo ervat disklêriet gant ar C’hanonioù Sakr ha gant ar C’honsil a Dranta. »

Ne farser ket, hañ ! Ha ma c’hoarveze gant ar paourkaezh beleg kouezhañ, asantus, etre krabanoù ur garabasenn kar d’ar Geben, fez, ma Doue, ne chome ken nemet pilhoù disgwelc’het eus blaz ar vuhez « terrien » gantañ !

Ar meneg koshañ anavezet eus ar festoù-noz a oa evit o berzañ ! Biskoazh !

Un tammig goude skrid hon Erwan zo bet ur c’hantik kinniget gant ar Juluan. Tout an dud a oar piv eo ar Juluan-se ! An hini en devoa dizoloet an hentenn deskiñ brezhoneg efedusañ en chapel Ti-Mamm-Doue, en-kichen Kemper-Kaourintin ! Hennezh a ouie petra oa talvoudegezh ar ger burzhud avat !

Ma, en e gantik embannet en 1646 e kredas disklêriañ :

« Allaz gant ho tañsoù kreiz,

Ha gant ho festoù-noz,

Da viken war hoc’h ene

E tennit mil mallozh ;

Kas a rit e-maez ho ti

Jezuz salver ar bed,

Da degemeret, siwazh

An arerouant diboellet. »                                              an aerouant = an diaoul

Hag evel-just, komzoù all ken hegarat all…

Distro war ur mare koshoc’h c’hoazh. Ur fent gwelet Dañsoù Bekabe livet ken kaer en chapel pe en iliz Kervaria-Niskuit pe Kerrnaskledenn (Karnasenn evit tud ar vro-se) : tout an dud, noblañs, partabl, tud a-iliz, paotred, merc’hed pe all o heuliañ an dañs kaset gant Bekabe, breur gevell d’an Ankoù. Ha n’eo ket se skeudenn ar festoù-noz kentañ ? Ur gevredigezh en un dañs dindan ur mestr didruez ! Gwir eo en dañsoù-se e oa joaioù selestiel ha n’eo ket ar reoù degaset war ul leur nevez, pe ur plañchod sal-bal souchet etre un ti-kêr dirapar hag ur presbital gleb ! Ur chadenn… Plin ar bruluskennoù diforlinket !

Ma, marteze e kasan an traoù re bell ? Requiescant in pace…

Ne vern, douetañs am eus-me zo eus ar voboed all, re an nonnkepetra, tud a fell dezhe saveteiñ hon eneoù… en desped dimp ! Yes, ma niez ! Gwir hêred an Erwan hag ar Juluan. Pebezh kevre, ma Doue : boboed chugus ha bleup koublet gant jezuisted gwidilus ha sec’h !

Moarvat n’eus ket bet eus ar reseoù en UNESCO pan eo bet degemeret ar festoù-noz (ha n’eo ket ar fest-noz) evel glad andanvezel Mab-Den.

Un draig diwezhañ. Ne gav ket din e vije eus ar festoù-noz en Treger kalz a-raok ar bloavezhioù 1970, ha se diouzh ma memor krennard. Met labour arat lark Loeiz Roparz, Loulou ar Gavot diouzh ma lavar lod, a oa bet tenn a-walc’h evit lakaat Tregeriz da degemer anezhe, d’o dro.

Merk ar gevredigezh. Merk ur gevredigezh. Merk un darvoud sokial diazez. Muioc’h evit se. Ar festoù-noz zo un elfenn a rezistañs a-stroll ur bobl ouzh ar sevenadur disliv ha divlaz kaset dimp dindan stumm ur sevenadur ofisiel, unveliek hag a ra fae warnomp… didamant.

Dañsal hardizh, broudañ an ulac’h da sevel beket hon fennoù-glin merzheriet ha lakaat kavaliri Breizh da vont war-du plaenennoù prometet an noz didermen…

Herve Bihan

Levrlennadur

B – Magazin merc’hed ha paotred Breizh, N° 6, Diskaramzer 2024, Région Bretagne, p. 34sq.

Ar festoù-noz glad andanvezel Mab-Den gras d’an UNESCO (2012) :

https://bcd.bzh/becedia/fr/fest-noz-de-la-cour-de-ferme-a-l-unesco

Euzen Gueguen, Confessional (eil embannadur, hini 1646) :

https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k15165074.r=confessional?rk=21459;2

Herve Bihan, Notennoù war ar c’hantikoù lakaet war gont Juluan Maner (1646 & c.1703) – eil lodenn, hor Yezh Niv. 301-302, Meurzh-Mezheven 2020, pp.81-98.

Le Studio - Agence de création graphique et web