Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 41 : PEDADENN DIORBID : DEUIT DU-MAÑ D’HO KOAN !

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 41 : PEDADENN DIORBID : DEUIT DU-MAÑ D’HO KOAN !

La météo La météo
nov. 6, 2024 - mer.
Trévou-Tréguignec, France
couvert
13°C couvert
Vent 4 m/s, E
Humidité 90%
Pression 771.82 mmHg
Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 41 : PEDADENN DIORBID : DEUIT DU-MAÑ D’HO KOAN !
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 41 : PEDADENN DIORBID : DEUIT DU-MAÑ D’HO KOAN !

PEDADENN DIORBID : DEUIT DU-MAÑ D’HO KOAN !
Etre Tregeriz hag an Aotroù Erwan Helovri a Gervarzhin zo ur gompagnunelezh dibaouez ha divrall abaoe un eizh kantved bennaket. Badezet pe divadez an dud, n’eus forzh. An Aotroù Erwan zo en hon buhezioù, e stumm pe stumm. E anv memes zo unan eus ar reoù roet kalzik d’an dud ha se pelloc’h evit Treger : Erwan hag Ezwan, Ewan hag Iwan, Youn ha Youenn, Eozen hep kontañ If, hag an If aet peurliesañ da Nif ! Ha marteze un Ewen bennak. Ha gant an dibenn -ig e c’haller doublañ ar gont : toket brav ar bern. Ha pa vije meur a anv mesket, se eo birvilh skiant badeziñ ar bobl !

Kompagnunelezh, ya, un ambroug war ar pemdez… eus ar c’havell betek ar marv. Erwanig Pouilio hag e falc’h a oar. Breur gevell kevrinus Erwan, Erwan ar Wirionez a oar. Erwan en e vragoù glas a oar.

Ya, hag an dud a oar ivez. Goût a reont ober tro ar vinic’hi kement miz mae zo, etre Sant-Erwan ha Landreger.

En amzerioù koshañ, e oa bet unan all oc’h hentiñ Traou Treger, evel ma raed eus al lec’h m’emañ kêr Landreger hag an trowardroioù herie : Tual (pe c’hoazh Tudal, Tudwal…), « talvoudegezh e bobl, e veuriad, e dud », lesanvet Pabu pe Paban, sal-ho-kras. Diazezer eskopti Treger, unan eus ar Seizh Sant ivez. Muioc’h evit ur vinic’hi avat !

Pebezh CV, ma Doue !

Sede, ma oa Tual ur sant bras, e oa ret da Erwan bezañ ur sant brasoc’h c’hoazh ! Helebini ar CVoù !

Tual en deus bet e vuhez kontet kaer en ur skrid latin pe daou, gwezhall gozh. Ur werz bennak zo diwar e benn ivez. Hag Erwan, eñ, zo bet degemeret en hengoun pobl, en hengoun komzet, lakaet da vev gant kantikoù, gwerzioù… ha kontadennoù pe kredennoù dastumet gant Anatol.

Grad vat rentet dezhañ gant ar werz kozh. Ya (Ia a vefen techet da distagañ !), kement sant enoret pe enorus, ne vern, a vez kinniget dezhañ ur werz kozh… zo, en gwirionez, ken kozh hag ur c’hantved o vont a-dreuz ar bloavezhioù 1800 !

Ma, sede penn-kentañ gwerz kozh hon Erwan muiañ doujet (hep cheñch mann er skritur, evit ar blijadur, sur) :

Chilaouet holl, bras, ha bian

Bue an Otro Zant Ervoan,

Bue Zant Ervoan Heloury

Disket-ni holl, me ho supli.

Ervoan Heloury zo ganet

En Kervarzin, ti biniget,

Damdost d’ar gêr a Landreger

Eur c’hart-lew pe wardro eus kêr

E dad ganet er Vinihy

A oa e hano Heloury,

He vamm oa Azo ar Genkiz,

Ho daou fur ha nobl en pep giz.

Gouelaouiz, memes ha zoken, o devoa savet ur c’hantik doujus dezhañ. Arabat leuskel tout gant Tregeriz, a-dra-sur :

En Breizh, Aotroù sant Erwan, c’hwi n’hoc’h eus ket ho par

Ha kenkoulz ha Tregeriz, tud vat Goueloù en lâr.

Reit eta d’ho Kouelaouiz, reit ho mennad bepred,

Hag a deui gant ar pardon war ho pez benniget.

Met un tamm mat brudetoc’h eo ar c’hantik (lakaet er skritur a-herie), roet amañ diouzh labour adwelet Paotr Juluen, d’ar c’houlz ma oa kure en Landreger :

Nand eus ket en Breizh, nand eus ket unan,

Nand eus ket ur sant evel sant Erwan,

Nand eus ket ur sant evel sant Erwan.

N’eus ket en Argoad, na mui en Arvor,

Koulz ha sant Erwan’vit an dud a vor.

Nand eus ket er vro, dre-holl a lerer,

Hag a ve ken mat’vit al labourer.

N’eus ket kaeroc’h skouer d’an dud-a-lezenn,

Evit sant Erwan, skouer ar veleien.

Ha d’ar bevien gaezh, ha d’an dud-a-boan,

Nand eus ket gwelloc’h evit sant Erwan.

Un tamm mat a deneridigezh c’hoapaus a vag Tregeriz evit o Aotroù avat. Ken brudet eo « Nand eus ket en Breizh… », komprenet a-wezhioù « Nann, n’eus ket en Breizh… », ken o deus savet pozioù all fentus kanet war ar memes ton ! Sede ar pezh am boa desket gant Gi a oa-eñ mousig er bloavezhioù daou-ugent, en tu da Blaniel :

Otro zant Erwan

Deut du-mañ d’ho koan

Ne vo ke(t) friko

Met ’leizh kov a vo                                          « a » distaget evel « eu » !

Bet desket gant e vamm, a oa direspet a-walc’h evit urzhaz ar gevredigezh, forzh piv a vefe. Petra refet, hi hag he gwaz n’o deus bet morse tamm ti na douar war o anv. Ar ger goapiri a oa en kreiz he buhez, ’m eus aon ! Goapiri yac’h, koulskoude. Un doare d’en em difenn.

Ar c’hantik-se, dindan ar stumm roet gant Paotr Juluen (Juluen Sklison !) pe all, a veze kanet, adkanet, diskanet e kement degouezh relijiel pe damrelijiel a oa tout.

Sede, pan oa en em gavet repuidi o tont deus penn nord ar Frañs da heul bountadegoù dibardon ar Wehrmarcht en penn-kentañ an eil brezel-bed, e oa bet kofadoù c’hoarzh gant bugale ar vro o klevet bugale an dud-se o klask kanañ en brezhoneg ivez ! Kanañ, na lârfen ket avat, treuzkanañ ha lakaat pozioù all, galleg, a seblante dezhe bezañ ar pezh a glevent en iliz ! Gi, pan gonte din, ne oa ket a viret a c’hoarzhin ha pan gane din d’e dro ar pezh en devoa eñ klevet e oa gwashoc’h ! Memes ton, met diheñchet ar geriennoù :

« Ma casquette de zinc,

Ma casquette de zinc ! »

Moarvat e oa awenet ar pozioù-se gant ar spont bevet dindan ar bombezennoù pe dindan ar mindrailhañ kaset war-raok gant ar stukaed o kouezhañ warne druz evel gwesped ar marv.

Memes tra eo ur boelladenn vat evit ar fonologourien ! Un dra bennak zo da studiañ aze : penaos e vez rentet ar brezhoneg gant bugale ar galleg.

Ha diouzh an tu all zo ivez traoù : penaos e vez troet ar galleg evel ur grampouezhenn. Gi, hennezh c’hoazh, a gonte din penaos e vreur Louis (lârit Louilh !) en devoa kavet un doare ken fentus all da distreiñ ar bommoù galleg o tont niverusoc’h-niverusañ en ilizoù, ha se kalz a-raok Vatikan daou ! Ur skouerig : « Priez pour nous ! » a oa deuet gantañ « Bili, bouloù ! ». Sur on zo, en touez ma lennerien, tammouigoù tarielloù a-sort-se da gontañ !

Al Louilh hag ar Gi, kampinoded evel m’eo dleet, a ouie farsal aezet asambles ! Ne oant ket breudeur evit mann. Ha pan veze lâret da Louilh gant unan : « Ale, Louilh ! », hennezh a ouie respont en ur dic’hargadennañ : « Ya ! ». Peadra da sachañ ur mousc’hoarzh sebedennet digant ul Leonard bennaket !

Herve Bihan

Levrlennadur

Recueil de cantiques à saint Yves, Saint-Brieuc, Imprimerie Prud’homme [imprimatur : mae 1927]

Juluan Clisson, kure Landreger, Kantik Sant Erwan, Var eun ton anaveet mat, Arvorig, Kelaouenn Vrezonek Treger ha Kerne, 12vet Blavez, Niv. 1, Miz Ebrel 1924, pp. 86-87.

Gwerz koz zant Ervoan, in F. Guillouzic, Bue zant Ervoan, Zant-Briek, 1894, pp. 109-116.

Le Studio - Agence de création graphique et web