Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 42 : Dirak ur Bez

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 42 : Dirak ur Bez

Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 42 : Dirak ur Bez
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 42 : Dirak ur Bez

Kronikenn 42 DIRAK UR BEZ
Kregiñ a ra ar mizioù du gant an dibunadegoù dirak bezioù tud ar familh, dirak bezioù tud tost dimp, dirak bezioù mignoned pe mignonezed.

En taol-mañ ne roin nemet ur barzhoneg skrivet pell zo, en-tro 1900 pe se, gant ur beleg, Yann-Vari Gwazdoue, bet ganet en Rospezh en 1871 ha marvet en Plistin en 1938.

From, trivliadennoù un den dirak ur bez, hag an den-se a c’hall bezañ n’eus forzh piv ac’hanomp gant e c’hlac’har, e hiraezh, e garantez pe e garantezioù, e bedennoù kristen pe e-maez kement relijion zo, memes.

Herve Bihan

Dirak ur bez (en Sant-Servez)

Me’blij din, ’kreiz sioulder an noz,

Selaou mouezh ar wazhig-dour

A dremen dre ar vered kozh,

’N ur drouzal ken sioul, ken flour !

Sioul ha flour, gwazhig, ’vez da vouezh,

’N ur dremen dre ar vered,

Ha goût a rez e tremenez

’Kichen korfoù douaret ?

Deus, ma c’horf, betek ar vered.

Deus da welet ar bezioù !

Marteze, da zour binniget

A servijo da zaeroù.

Dirak ar bez-se, traezh warnañ,

En-harz ur groaz-venerezh,

Greomp, mar karez, un dihan ;

Marteze ’klevfomp ur vouezh.

A-bep tu dimp mann na glevan

Nemet mouezh ar wazhig-dour,

Gant trouz an avel o c’hwezhañ

Gwech-ha-gwech en beg an tour.

Koulskoude, eus ma daoulagad

E kouezh takennoù daeroù ;

N’on ket evit harz da c’harmat,

Daoust da sioulder ar bezioù.

Ur vouezh na glev ket ma skouarn

’Deu da gaout heklev’n em c’hreiz,

D’ober din juntañ ma daouarn,

Ha lâret : De profundis.

Sinet Yann-Vari Gwazdoue

Levrlennadur

Y. M. G. [= Yann-Vari Gwazdoue], Kanaouenno en yez Treger, Sant-Brieg, Ti-Moulerez Sant-Gwilherm, Bali Charner, 1909. [pp. 46-47]

Lukian Raoul, Geriadur ar Skrivagnerien ha Yezhourien Vrezhonek aet da anaon a-raok miz Meurzh 1992, Al Liamm, 1992. [pp. 114b-115a]

Le Studio - Agence de création graphique et web