KEMENN HA KEMENT ZO !
Kemenn… Pan varve unan bennak… Mont da gemenn ([mõn də djemεn] a veze lâret). D’ar c’houlz-se, ur c’houlz koshoc’h evit hon c’houlz, ne oa ket eus ar pellgomz hezoug, na deus internet ! Ha pan veze bet ret ober gant ar c’hazetennoù e oa ret kaout pasianted an devezhioù embann !
Sede an dud a ouie mont da gemenn ! En Treger Vihan evel en lec’h all…
Arouez ur gevredigezh a ouie petra oa bevañ asambles : labourat ha kiañ kalet asambles, c’hoarzhin laouen asambles, c’hoari goap asambles, ravoltiñ prim asambles, gouelañ trist asambles… ha se daoust d’ar renkadoù sokial reut dalc’het kriz ha start… Petra a fell deoc’h pep hini en e renk…
Ma oa ur rubrikenn lennet aketus, bemdez, gant ma mamm hag he mignonezed, klakenned akuit evelti, e oa hini an obidoù. Fournis ar gaoz kenetreze ingal ! Ar rubrikenn kentañ lennet, alies ar rubrikenn lennet nemerti ! Nag alies pellgomzadennoù ganti : « Ta ket anve’et heñzh ? », « Joñj teus deus hoñzh ? », « Joñj teus ta gwelet ne’añ er wezh-all », pe memes « I hano lâro ke mann’bet dit, ma… heñzh zo aet ! », ha lipousoc’h c’hoazh « Teus ke be gouve’et ? ». Pe c’hoazh ur vamm-gozh bennaket o kontañ din er bloavezhioù 70 penaos e oa bet kemennet dezhi marv he zad-kozh, hag hi bugelig munut : « Aet eo Tad-Kozh… ». Gerioù sec’h ha simpl. Reut ?
Mont ha kemenn, mont da gemenn.
A-raok ma teufe an Ankoù da falzigañ buhezioù bresk pe breskoc’h pe yac’h pe yac’hoc’h e ouie ar gumuniezh lakaat kred e sinoù zo, seblantoù zo (am boa klevet distagañ /zelbañcho/ etre ar bloavezhioù 60 ha 70), arouezioù zo, ha kement zo. Grigoñs un ahel-karr o vont gant an hent hebiou d’an ti, da noz, pan veze noz du ha stank, pan veze noz sklaer ha lugernus kinniget gant ul loar skedus. Ha n’eo ket unan hag a gleve seurt gwigour klemmus…. un tiad, ur c’harter, ne lâran ket.
Ar sinoù-se a lakae da gompren e oa unan bennak war e dalaroù. Sinoù all a oa, sinoù hag o devoa lakaet ar bugel, ha goude ar c’hrennard, a oa ac’hanon da vagañ un anken ankenius. Klevet em boa komz eus an Evn Garmer (/an evên garmeur/ a lâre an dud). Ma lennerez aketus obidoù an dez pe ar sûn a ouie kontañ din e kleved a-wezhioù un evn o c’harmat, a-wezhioù ar memes hini, pe unan all, o stokiñ ouzh prenestroù traou an ti, reoù ar gegin, lec’h oa bodet an tiegezh diouzh ar gouañv. An Evn Garmer, skoazeller feal ha divrall an Ankoù, a ouie magañ hon speredoù bugaleoù bresk. Klevet e c’harm a oa evel klevet un taol bouc’hal o lemel ur vuhez. Ne lâre ket piv, na pelec’h, met an dud a ouie. Nerzh ar gumuniezh. Kennerzhiñ.
Ha ma lennerez din da displegañ sklaer, ne fazie morse an evn-se…
Petore stumm a oa dezhañ ? Petore pluñv, petore neizh en petore gwezenn, petore liv diordinal d’e uoù ? Ma, den na oar, pe o krediñ lâret. Goût a ouie en em staliañ en ur c’horn du ha teñval fas d’ar prenestr, ha den na grede tostaat outañ. No man’s land dirak an ti.
Lennerez ma c’halon zo aet abaoe ha da neuze n’em boa ket klevet an Evn. Moarvat e oan re bell diouzh prenestr ar gegin pan en devoa garmet e vicher. Keuz ?
An Anatol, hennezh, en devoa dastumet un toullad lâredoù, kontadennoù o tiskouel penaos Tregeriz, re an aod sur, a oa soublet mat dindan poltred kalet an Ankoù. Tud doujus ? Sur a-walc’h !
Koulskoude e oa bet hilliget ma divskouarn gant marvailhoù marv hennezh pe honnezh. Traoù evel « Reud da divhar aze ! » gant un intañvez da dont d’he gwaz n’en devoa tamm c’hoant da vont ! Moarvat e oa o soñjal en anv bered Perroz-Gireg… Kerreud ! Pe unan o komz eus e vreur bet poan o tremen « Start eo bet da garzhañ »… Un afer sirius eo mervel !
Mont da gemenn e oa aet unan, diouzh un tu, ha mont da gomeriañ pan oa deuet ur bugel : mont ha dont, daou verb en ahel buhez Tregeriz ! Gramadeg ha sentaks ur yezh, met dreist-holl gramadeg ha sentaks un dud hag a oar petra o deus da gas d’ar rummadoù war o lerc’h. Ha kement-se n’eo ket pailhore !
Herve Bihan
Da c’hoût hiroc’h :