Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 44 : ENE LAOUEN GWIN AN AVALOÙ

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 44 : ENE LAOUEN GWIN AN AVALOÙ

La météo La météo
déc. 2, 2024 - lun.
Trévou-Tréguignec, France
légère pluie
11°C légère pluie
Vent 7 m/s, ONO
Humidité 62%
Pression 765.07 mmHg
Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 44 : ENE LAOUEN GWIN AN AVALOÙ
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 44 : ENE LAOUEN GWIN AN AVALOÙ

ENE LAOUEN GWIN AN AVALOÙ
Hir-hir e vefe kontañ hag adkontañ an istor karantez zo etre ar sistr (ar chistr, ar jistr, ar jist’, hag ar sit memes) hag ar Vretoned. O stomog eo un afer all !
Ar gwin avaloù. Un died priziet, doujet, kluket…
Hag er penn-kentañ ?

Moarvat zo ur meni soñj eus an aval bet kinniget gant Adam – pegen c’hwil hennezh – da Eva – ken c’hwil all – !

En kornioù bliv all eus Breizh, en kostez ar su, dindan un heol krasoc’h – met n’em eus ket lâret e oa kras – e vez lâret kinnig kraou, evel ma veze lâret c’hoari kraou en e dorn gant Kembreiz ar Grennamzer. Goulennit gant Pêr-Jakez ha gant Dafydd.

Ma, an avaloù zo evel rouaned alaouret en mesk ar frouezh liesliv ! Rouaned gant erminigoù liesseurt war o feur : aroueziñ an erotegezh pe muioc’h, terriñ naon an dud onest memes tra, ha kinnig sikour produiñ un evaj o tont eus memor istor eñvoriet Sevenadur Mab-Den.

AR SISTR…

« Ar sistr zo graet ’vit bout evet / Hag ar merc’hed ’vit bout karet », #MeToo, sikour mar plij…

Ur son all ha n’eo ket ken anavezet all gant Evnig Penn-ar-C’hoad, dediet gantañ da Dir-na-Dor, war don « C’était Anne de Bretagne » :

« Kanomp hirie, ma mignoned, kanomp war an dro

Ar jistr kozh hag ar jistr nevez brudet en pep bro ;

Gwellañ evaj zo er bed-mañ,

Hag ouzhpenn se ar yac’husañ.

Ar jistr mat, gwad an avaloù, sklaer evel dour aour,

’Dorr e sec’hed d’ar pinvidig kenkoulz ha d’ar paour ;

D’an dud vras ha d’ar vugale,

A ro nerzh e-leizh o jave.

Ar jistr dous a garg a furnezh penn ar yaouankiz ;

D’hon merc’hedoù e ro ivez gened ha koantiz ;

Dousder a laka’n o selloù

Ha karantez’n o c’halonoù.

Ar jistr mat a zo burzhudus evit ar gozhni ;

Netra na argas eveltañ an droug-izili ;

D’en evañ mar gallfemp derc’hel,

Birviken ne renkfemp mervel !

Pa vo deut hon zro, un devezh, da vont d’ar bed all,

Diskennomp en karr an Ankoù hep ober gwad fall ;

Du-hont pep hini a gavo

Jistr da evañ’r pezh a garo !

Ra vezo ar jistr enoret en Breizh a-bep tu,

Hag ar gwin-ardant tanfoeltret gant ar mallozh ru !

D’hon bro garet trinkomp bremañ,

Rak ma goûg zo krog da sec’hañ… »

Hag an diskan : « Taol ha taol, / Alo ! Paotred, jistr d’an daol !

Ma, anat zo aze mennozhioù n’int ket mui eus hon reoù war roll ar sistr en hon buhezioù pemdeziek… Un testeni, tra ken.

An Evnig, diouzh e anv a oa un Ujen bet ganet war an douaroù lec’h m’emañ lise Penn-ar-C’hoad Peurid herie. Ne oa ket deus an Top 50 d’ar c’houlz-se ha koulskoude en deus bet savet sonioù o deus bet graet berzh, ha da vat. Evel son ar c’hafe ha ne roin nemet an diskan anezhañ, unan ken brudet… dreist-holl e fin ar frikoioù birvidik, pan vez ar c’houlz da gaout kafe koefet ha difripet didamant. Hag an dud a ouie hag a ouie, a oar c’hoazh, Salver, kanañ se a-bouez penn :

« Netra ne blij din-me

’Vel ur banne kafe ! »

Pozioù bet distroet didroidell gant yaouankizoù gwall divergont ar bloavezhioù 90. Hag i o kanañ gant kemend-all a fez, didamant, met fripet un tamm ! Petra a refet tudoù !

« Netra ne blij din-me

’Vel ur mell pezh tarpe ! »

Ma, pell diouzhin a ober brud evit danvezioù a lak ar speredoù da veajiñ aes en bedoù ijinet ha diforlinket o troellennañ gant un diegi muzuliet en ur sevenadur aet reut ha mut. Met ma dever a oa menegiñ kement-mañ !

Ha petra en devije an Ujen lâret ? Ma… savet ur son all !

Hag hon sistr, hon jistr eta ? Kalet, sec’h, dous, kapitus… a vije jistr pemzek, pevarzek pe glesker, jistr person pe jistr tri añjeluz… Ne glever barrikenn ebet o klemm, nemet ne vije ket tanav a-walc’h hon skouarn…

Ha sur on zo war hent ar baradoz – pep hini e hini – un Ostaleri ar jistr mat.                           

Herve Bihan

Levrlennadur ha lec’hiennoù

Evnig Penn-ar-C’hoad (Ujen ar Rouz), Son ar jistr, Arvorig, 12vet Blavez, Niverenn 5, Mae 1924, p. 111.

Evnig Penn-ar-C’hoad (Ujen ar Rouz), Son ar c’hafe, Arvorig, 13vet Blavez, Nivrenn 1, Genver 1925, p. 12.

Ar ganaouenn « C’était Anne de Bretagne » 

Le Studio - Agence de création graphique et web