REIÑ ANVIOÙ D’AN DUD, SAKREAL, KANAÑ POUILH HA KUNUJENNIÑ
Tri mil boulc’hurun ! Morlaeron Meurlarjez ! Pennoù-chatal ! Morbreizherien gwelien ! Tri mil boulc’hurun an tri mil diaoul ruz kornek ha lostek ! Bajaneg ! Beulke ! Anduilhenn ! Azen kornek ! Babouzeg ! Laer-e-voued ! Istrogell ! Buzore ! Kampinod ! Lochore ! Genaoueg ! Lonk-e-sizhun ! Troc’her-buzhug ! Penton ! Krener ! Tudaj ! Marmouzien ! Frioù-mic’hi ! Seier-laou ! Lamponed vil ! Viltañsoù ! Tri mil luc’hedenn gamm ! Beulkeed-touet ! Labaskenned ! Boulzouble ! Fri-lous ! Pav-kaol ! Satordallik ha trichin gleb ! Bastik !
Sed aze zo ul lodenn eus broc’hadennoù Kabiten Hadok Hergé ! Reoù all zo, hag a zo ! Hadok o komz brezhoneg gras da Divy Kervella, sakreal, kunujenniñ pe kanañ pouilh ’leizh e c’henoù.
Entre Planiel ha Trogeri em boa bet tro da glevet un toullad anvioù d’an dud, da ober gante d’am dro ! Ha lod all klevet ha serret mat, ken prizius eo an dafar ! Ya, ret eo kaout digarez d’ober gante !
Sede, n’eo ket ar gerioù hag a vank da lâret « imbécile », evel genaoueg (genôg eme an dud), loukez, pe c’hoazh penn-kole (penn-kwêle en genoù an dud). Met ur c’hole (ur c’hwêle), eno, zo kentoc’h unan en deus c’hoant da gemer war an dud.
An dud na reont nemet helbikat dibaouez ha divezh an dud onest a vez fourret a-bep seurt anvioù dezhe ivez : amprevan, fri-mic’hi, torr-penn ha kreñvoc’h mat torr-revr. An daou diwezhañ am boa klevet diwar-benn loened zo ivez… Torr-penn bet anv ki un tonton din memes, en Lezardrev.
Ar reoù lous zo ivez liketennoù da lakaat warne : loen-brein, loen-lous, bern-teil ha gwashoc’h bern-kaoc’h (kaoc’h gant un o serr mat) hag ivez strouilh, ar pezh a vefe e galleg « dégueulasse ».
Bezañ ’m eus klevet all evel penn-boustac’h pe penn-mouzh evit lâret ar memes tra. Traoù zo sklaeroc’h ivez evel penn-joskenn !
Un afer galloud ha loaviñ zo gant termenoù evel targazh (tarkas a glever), sac’h-c’hwezhet, genoù-bras pe unan divromm, diwar-benn unan re brim.
Sioù an dud peurliesañ, pe ar sioù a weler en dud ? N’eo ket tre ar memes tra. Sklaer lâret eus unan eo un dever-gouloù (tewer-golo gant an dud), pe ur c’hac’her-gwasket !
Kargañ re zo kemer ar riskl e vefe graet lamprezenn ac’hanoc’h !
Ur ger holl anavezet en Treger eo yourc’henn (distaget youlc’henn kentoc’h) diwar-benn ar merc’hed a vefe graet lamperezed anezhe e lec’h all marteze ? Ar ger-se a gaver entre an Trev hag al Leger sur, ma n’eo ket pelloc’h, evel en skridoù Añjela, hep kontañ tunodoù ar Roc’h. Er memes ster, en ur stumm, e kleved ivez en Planiel, « honnezh zo ur skiboudenn ».
Ha reoù all am eus em sac’h ! Met se ’vo evit ur wezhig all avat. Ma, lakaomp unan diwezhañ memes tra, unan tennet diouzh an eskemmoù entre ar vugale : « bromm-kog ! » Ha, ya, se a oa ar gunujenn vras ! Ne oa sort da lâret goude !
Jozef ar C’hamm, eñ hag a ouie skrivañ dindan an anv « An Eün », en devoa savet ur ganaouenn ar frioù lous, war don Kimiad ar soudard gant Prosper Proux. Hennezh a oa ganet en Duaod en 1874 ha marvet en Tregornan en 1983. Just un tamm eus e ganaouenn, evit hon flijadur :
« Eus an holl dismegañsoù ’c’haller lâret d’un den,
Boued-ar-groug ha Yann-al-leue, genaoueg, brouder-c’hwen,
Treid-treuzet ha korf-yodik, luch, tarluch ha tagnous ;
Nand eus hini a gavan ken mezhus ha ‘fri-lous’. »
Bremañ, penaos e c’hallfen mont hebiou an darvoud meur a oa bet en Prad d’ar 25 a viz Genver 2002. Pec’hed marvel e vefe din… gant ar riskl da dapout anvioù warnon ! Meritet !
Ret deoc’h selaou pe lenn, hervez m’eo boazetoc’h hoc’h eil skiant evit heben, heuliad an abadennoù bet en Prad d’an dez-se. Prad kreiz Treger, kreiz ar Bed annezet !
Netra welloc’h evit eskemmoù prim c’hwiled ar yezh ! Evit ma fart e heuliañ ma c’hamarad, Mestr Alan. Gantañ e teu (gantañ a deu, eme ar re gozh). E teu kaer, brav ha dik !
Gras d’ar c’hampionad etrebroadel-se, serret en ur CD hag en un toullad pajennoù moullet, ur bern troiennoù pe pouilhoù dianav d’ar braz eus ar geriadurioù.
Sede amañ un nebeud troiennoù kement ha reiñ un tañva lipous ha litous deoc’h. Lennit pe glevit :
« N’eo ket o lipat chadenn ar puñs’c’h eo deuet e fri da vezañ ruz »
« Ober kalz a deil gant nebeut a blouz »
« Lakat kalz a ludu da goach an tan »
« Kelloù kizhier », aze eo ar patatez hag a bak !
« Treid palankoù »
« Bezañ digourdi war ur plankenn ledan »
« Mat nemet da dreiñ mein da sec’hañ pa vez glav oc’h ober »
« Bezañ maget gant laezh e dad », sal-respet !
« Kaout digant e gog »
« Gwiz kozh », lâret d’ur paotr !
« Bezañ heñvel ouzh un Ankoù krignet », gant soñj eus « Les Amours Jaunes » gant Tristan Corbière, paotr Plouyann en 1873 : « Miserere pour les ripailles / Des Ankokrignets et Kakous !… / Ces moignons-là sont des tenailles, / Ces béquilles donnent des coups. »
« Muzelloù kig-sall », moua ! moua !
« Emañ lost an Diaoul en toull e revr », ha n’emañ ket en lec’h all !
« Bezañ ken digourdi ha kaoc’h-louarn »
« Bale evel un ogejoù »
« Bezañ treut evel ur glesker pa vez kousket war gelc’hioù barrikennoù »
« Skeiñ pizh gant Kastell-an-Tarv »
Hag all, hag all !
Lod anezhe zo eus ma c’haretañ, evel « Kemer e fri evit ur marchosi », « Hir evel ar mizioù du », « Bezañ staotet e vezh », « Spac’hañ laou da lardañ kirri » ha « Lakaat ar bromm war an ibil »… a-benn e livañ en ruz moarvat !
Er bloavezhioù 70-80 e oa eus ur gelaouenn studierien underground (isdouar(el) eme lod anezhe !), unan divergont eus an divergontañ. Ar gelaouenn Yod Kerc’h a deue er-maez, bep tro ma veze embannet, eme he zud (ur ger stur plijus evit kement hini a ra war-dro un embann kelaouenn pe gazetenn bennak !). Kalz eus ar genlabourerien a ouie eus brezhoneg an dud, o dud, ha n’eo ket souezh e teue gante kemend-all a sakreadennoù pobl en o skridoù, en o dresadennoù. Unan evel Kargedoull a ouie sevel bannoù treset berr ha fentus, reoù ar Ribouler masklet. En unan anezhe, en niverenn 19 eus 1978, war div bajennad e roe : amparfal, lakepod, leue-dour…
Skouerioù etre mil.
Nebaon, ur gevredigezh na oar ket mui petra eo kanañ pouilh, ober goap, reiñ anvioù d’an dud… hag ijinañ reoù nevez diouzh an amzer, diouzh an degouezh, diouzh an imor, zo ur gevredigezh tonket da echuiñ…
Herve Bihan
Levrlennadur
Hergé, Teñzor Rac’ham ar Ruz troet gant Divy Kervella, an Here, 1993.
Dastum Bro-Dreger, Ur wech e oa, ur wech e vo… Beilhadegoù Bro-Dreger, Dastum, 2002. [sellit ouzh ar fotoioù !]
Gireg Konan, Kenstrivadeg kunujennoù ha pouilhoù – Prad, d’ar 25 a viz Genver 2002 aozet gant Dastum Bro-Dreger, Hor Yezh, Niv. 233, Meurzh 2003, pp. 5-24.
« Kement a dud fur eget moc’h bade’et » – Insultes et disputes en breton, Encyclopédie sonore du Trégor-Goëlo, Dastum Bro-Dreger, CD, 2005.
An Eün, Kanaouenn ar friou lous, Arvorig, Niv. 10, miz Here 1924, 12vet Blavez, p. 226.
Martial Menard, Petit dico des plus belles injures bretonnes, Coop Breizh, 2000.
Yod Kerc’h, Niv. 19, Roazhon, 1978.