Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 46 : TUD MAT HO PATER LEUERET O TREMEN PLOEBERZ AN BERZET !

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 46 : TUD MAT HO PATER LEUERET O TREMEN PLOEBERZ AN BERZET !

La météo La météo
déc. 2, 2024 - lun.
Trévou-Tréguignec, France
nuageux
11°C nuageux
Vent 7 m/s, ONO
Humidité 66%
Pression 765.07 mmHg
Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 46 : TUD MAT HO PATER LEUERET O TREMEN PLOEBERZ AN BERZET !
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 46 : TUD MAT HO PATER LEUERET O TREMEN PLOEBERZ AN BERZET !

Kronikenn 46 TUD MAT HO PATER LEUERET O TREMEN PLOEBERZ AN BERZET !
Entre 1555 ha 1575 zo bet kizellet un enskrivadur brezhoneg en diavaez da vered Ploubêr ha se gant lizherenn gotek stummet kaer. Un enskrivadur war vein a c’haller lenn herie an dez hep lakaat lunedoù war beg e fri, nemet e vije berr-berr e weled !

Sede ar pezh zo merket don er vein :

« tut mat ho pater leueret o tremen ploeberz an berzet »

© Daniel Giraudon

© Kuzul ar brezhoneg (treset gant Tonig an Timeur, Barr Heol, Niv 58, 1968, p. 38)

Esmae zo da gaout pan lenner ar gerioù-se, n’eo ket kement-se evit o dalvoudegezh met evit ar soñj int bet lakaet aze gant tud a veve en Ploubêr tost da 500 bloaz zo… O skrid ne oa ket ur banell brudañ boued bio en Super U, pe en Karouf (digarezit Carrefour !), pe c’hoazh en regennad stalioù dalc’het gant ar Vousketerien ! Nann ’vat !

Bezañ e ranker anzav ne gaver ket an enskrivadur-se, skrid ha troidigezh, kinniget alies gwall brop, pe war internet pe en ur bern levrioù lakaet da skiantel… sañset. Muturniañ ha muturniañ. Met n’eo ket brav diskuliañ !

Bezañ zo dioute gwerzennoù a ranker lenn evel div werzennad gant bep a eizh silabennad :

« tut mat ho pater leueret

o tremen ploeberz an berzet »

Met n’eo ket tout, soniadoù zo bet lakaet da glotañ kenetreze. Evel-just, en dibenn an div werzenn, -et evel dleet. Zo welloc’h, soniadoù all zo lakaet da glotañ en diabarzh ivez : -er er werzenn gentañ hag   -erz en eil.

A-raok mont pelloc’h, mat goût e veze distaget an -erz-se mui-pe-vui /ethr/, gant an /th/ evel an hini distaget skañv gant ar Saozon, hon amezeien tu all ar mor (evel er ger weather « an amzer a ra » …un amzer heugus ha lous evit an deizioù, Salver !).

Sede, en ur c’hoari gant an druz, ar stoued hag an islinenned – kement-se ! – e c’haller klevet sonerezh an divwerzennad-se, hag e tal ar boan :

Tud vat ho pater leveret                                               leveret = lavarit

O tremen Ploubethr an vethred

Ha ma ranker skrivañ ar bravig-se gant skritur herie, sede :

« Tud vat ho pater leveret                                            

O tremen Ploubêr ar vered »

Met n’eo ket kloz an afer ! Piv a oar piv en devoa lakaet kizellañ kement, gant petore soñj ha paeet evitañ ? Un noblañs ? Ur beleg pinvidik ? Ur c’huzul fabrik ?

Ha piv en devoa savet ar skrid ? Un den a vicher ? Unan hag a ouie brezhoneg ?

Goulennoù hag a vano direspont moarvat ?           

Eus tu ar perag zo marteze un hent da heuliañ. Hini ur meneg en Eurioù savet gant Jili a Gerampuilh, aotroù a Vigodoù, en tu Karaez, embannet en 1576 :

© Levraoueg Abati Landevenneg. Skeudenn gant Herve Bihan.

Sede ar pezh zo da lenn, ur wezh lakaet er skritur a-herie : « Ar Pab Yann XII e anv en deus aotreet ar pardon da neb a lavaro an orezon-mañ gant ur Pater Noster hag un Ave Maria o tremen dre ur vered, ken lies bloaz a bardon ; evel zo a gorf interet er vered-se, hag en iliz en he c’hichen. Orezon. »

Ar Pab-se a oa marv pell a oa, en 964 ! Nemet ar pezh en devoa embannet evel bezañ induljañsoù a badas hag a badas. Induljañsoù hag induljañsoù zo bet avat. Lod a oa bet digarez da drafikerezh arc’hant… Soñjit. Ar pezh en devoa lakaet reuz daonet etre ar fez kozh, katolik, hag ar fez nevez, reformet pe brotestant.

En Ploubêr, ne soñj ket din e oa un afer a arc’hant, nemet e oa aze un doare da verkañ da vat ha da viken er vein beli ar relijion gatolik. Ar pezh a ziskouelfe e oa un interest bennak gant lâret e bater en ur dremen dre bered Ploubêr ! Mann evit mann… Un doare « Feiz ha Breizh » a-raok an eur ?

Induljañsoù pe get, fez katolik pe get, lâret e bater ha pa vefe kleiz… Ne vern, ar gwerzennoù berr-se zo evel un heklev eus geriennoù ha gwerzennoù Buhez Mab-Den, ur barzhoneg hir diwar-benn ar finvezhioù diwezhañ. Amañ ar poz kentañ lakaet er skritur a-herie :

Goude da stad ha pompadoù

            Gwiscamant ha paramantoù

            E teuio an Ankoù en laouen

            pan droio ennañ daz lazhañ mik

            Ma teuio da neuz da vout euzhik

            Ha tristidik da virviken

Herve Bihan

Trugarekaat da Riwanon Kervella, da Daniel Giraudon ha da Isabelle Berthou

Levrlennadur & lec’hiennoù

Herve Bihan, « An materi a studiaff pe prederaff a cafaf garu… Pe evezhiadennoù diwar-benn un

nebeud enskrivadurioù krennvrezhoneg hag o endro sokiolennegel », hor Yezh, n° 304, 2020,

p. 11-26.

Georges Provost, Les usages du cimetière dans les « enclos paroissiaux » bretons (XVIe-XVIIIe

siècle), in Treffort, Cécile (dir.), Le cimetière au village dans l’Europe médiévale et moderne, Actes des XXXVes Journées internationales d’histoire de l’abbaye de Flaran, 11 et 12 octobre 2013, Presses Universitaires du Midi, 2015, pp. 125-142.

Whitley Stokes, Middle-Breton Hours Edited with a Translation and Glossarial Index, Calcutta, 1876.

Elizabeth C. Tingle, Purgatory and Piety in Brittany 1480-1720, Routledge, London and New York, 2016.

Roparz Hemon, Trois poèmes en moyen-breton, Dublin, 1962.

Le Studio - Agence de création graphique et web