TRI PE NAV HA MARTEZE SEIZH EVIT DONT DA WAZ ! Tonnoù, gwagennoù, houlennoù, tarzhoù, goafoù, koummoù ha moarvat koleoù, bernioù, rolladennoù, taolioù pe washoc’h ! Pinvidik-mor…
N’eo ket ar gerioù hag a ra diouer pan gomzer eus mont ha dont ar mor war an aot, eus e c’horre betek ar rollañ diroll degaset gant un ingalded na c’hall den enebiñ outañ, nemet un haroz pe un doue e vefe. Ur mab d’ar wagenn, pe d’an donn, evel Dylan Kembreiz marteze. Hennezh a oa un haroz avat. Kement hini ac’hanomp a oar re vat penaos un doue kozh a c’hall bezañ kostezet, eus an eil dez d’egile, fin d’ar gredenn ha pulluc’het ar gravez a ro degemer dezhañ, ha lakaet da haroz, unan da vagañ ar mojennoù, pe ar c’hredennoù pobl. Hag etre an harozed hag an dud, evel omp, eo tanav-tanav ar vevenn ! An harozed n’int ket tud… hag an dud n’int ket harozed, o micher dezhe o deus ! Ar vouldouar a rank treiñ.
Micher pe gefridi, pep hini en e roud.
Unan all, ar roue Lir (ha n’eo ket hini Shakespeare), un doue o chom e deun donañ hon memor, donoc’h evit ar mor donañ a oa Poseidon pe Neptun Kembreiz. Kembreiz emañ gante e anv, ni, roud ebet anezhañ, met goût a reomp holl emañ en un tu bennak en e balez war-du an donvor dindan an houlennoù ankenius.
Hennezh a soursi eus nerzh ha galloud ar gwagennoù, an houlennoù, an tarzhoù, al lammoù o pokat pe o reuziañ a-bep eil an aochoù evel pa vefent ur voger hag a ranker mont dreist dezhi, n’eo ket evel ur rouantelezh berzet, met evel ur rouantelezh meritet ha doujet… dañjerus, nec’hus, gouest da lonkañ an neb na zouj ket ouzh ar reolennoù hag e lakaat da gaout ur chañs d’en em gavout fri ouzh fri gant lestr-spluj ar c’habiten Nemo, tasmant brudetañ an donvor.
Ar besketaerien a oar, ar vartoloded a oar, ret eo heuliañ al lezenn hollvedel « An neb na sent ket ouzh ar stur, / Ouzh ar garreg a raio sur ».
Gwezhall, n’eus ket keit-se avat, e ouie mat ar grennarded pegoulz e teued da wersed. N’eo ket penaos, met pegoulz. Ar mor dirake a ginnige lid al lidoù. Hon Fer-Jakez Helias broadel a gonte penaos ne vage ar grennarded da dont nemet ur c’hoant : « mont dirak ar seizhvet tarzh, an hini kaletañ. Ne c’heller ket dont da waz mod all » ! Unan dioute e oa !
Bezañ e rankan lâret penaos zo un dislavar etre skrid brezhoneg ar Per-Jakez hag e skrid galleg, troet goude hervez kont, met embannet unnek vloaz a-raok ar stumm brezhoneg ! Er skrid galleg eo navet zo merket, met er skrid brezhoneg eo seizhvet ! Ma, navet pe seizhvet ! Kit da gompren !
Un dra zo sur, kavet e vez tri a-gozh :
Pa ra an trede houl e lamm,
War an aot e taol e damm
Gant an trede houl
E teuer er-maez, pe ’c’h eer da goll
Met petra eo tri ? Tad nav evel just ! Teir gwezh tri a ra nav… Pa soñjan n’ouvezan ket kontañ… Ma…
Un tammig e pep lec’h en arvor Breizh e klever eo an trede pe an navet tarzh, pe houl, pe lamm pe all an hini a gont, an hini kreñvañ, an hini a ranker mont dreistañ a-benn dont da waz. Moarvat eo gwir evit ar merc’hed ivez ? An oad krennard zo unvan, goude avat…
En tu Treger e klever kentoc’h anv eus ogejoù (sellit er geriadurioù petra eo un oged hag e komprenfet ar skeudenn). En lec’h all, pell diouzh amañ, en tu Eusañv (pe Eusa mar kavit gwell) e lârer redele pe redere.
Mont war varc’h d’ar mor da heul ar gazeg glas ha terriñ tri ha nav ha marteze seizh a-benn trec’hiñ houl, tonn, tarzh pe all da heul Dylan o mab ha lakaat ar c’hrennard a oa ac’hanomp da dont da waz !
Herve Bihan
Levrlennadur
Per-Jakez Helias, Marh al lorh, Terre Humaine – Plon, 1986, pp. 295-296.
Pierre Jakez Hélias, Le cheval d’orgueil – Mémoires d’un breton du pays bigouden, Terre Humaine Plon, 1975, p. 303.
Claude Sterckx, La neuvième vague et autres essais sur le légendaire celtique de Bretagne, Terre de Promesse, 2019.
Claude Sterckx, Mythologie du monde celte, Marabout, 2009.
Fañch al Lay, Bilzig, Éditions de la Revue « Buhez Breiz », Kemper, 1925, p. 146.
Dom Malgorn, Le Breton d’Ouessant, Annales de Bretagne, Tome XXV, 1909-1910, p. 414.
Mélusine, Tome 2, 1884-1885, kolonennoù 200-204.
Peter C. Bartrum, A Welsh Classical Dictionary – People in History and Legned up to about A.D. 1000, The National Library of Wales, 1993 : https://www.library.wales/discover-learn/digital-exhibitions/printed-material/a-welsh-classical-dictionary
Per Pondaven & Yann Riou, Trouz ar mor – Proverbes bretons de la mer, Éditions Le Télégramme, 2009, p. 104.
Devri : https://devri.bzh/