Fleurenn, Pechar, Koantig, Ruañ (abalamour d’he liv), ar Vuoc’h Du, Bretonne, Rozet (Rosette er skrid), d’ar c’houlz-se, a oa priñsezed doujet ha karet ar c’hraou saout er Gêrveur, entre bourk Trogeri hag aot ar Yeodi, nepell diouzh Santez-Anna. Ne vêr ket pell diouzh maner brudet Gêrañdraou, maner koshañ ar vro, hervez kont. E vêr en Treger Vihan, entre Yeodi ha Trev, tost da Bouldouran… ha nepell diouzh ar Roc’h ! Kerroc’h da lârezh Roc’hiz !
Gant Rozali e veze dalc’het ar c’hoñchoù, ne oa ket hi an ozhac’h, e wreg. Gras dezhi e ouzomp penaos e kerzhe menaj bras ar Gêrveur. Dez ha dez he devoa merket an arc’hant aet hag an arc’hant deut. Merket pizh alies mat. Ken e c’haller kaout un tamm soñj eus mont endro ar menaj, ar familh hag an dud a laboure gante.
Sevel loened ha gounit douar. Ne vezed ket gant ar pezh zo herie : liesstumm al labour-douar, al labour war ar maez. Diouzh an dispignoù e weler mat penaos e oa un darempred ingal gant ar c’hêrioù tostañ : ar Roc’h (ma, lâromp Kêr-ar-Roc’h !) met ivez Landreger, ha pelloc’h Pempoull, Gwengamp pe Lannuon…
D’ar c’houlz-se e oa trenioù bihan da vont ha da dont, koulz evit an dud hag evit ar varc’hadourezh, pe e vefe legumaj, mekanikoù da c’hounit douar, danvez, hag all, hag all.
Bezañ e oa ivez stalioù da fardañ mekanikoù, evel hini Fournis en grav ar bourk, tud kat da renkañ tra pe dra, botoù-lêr, beloioù, toulloù en toennoù, mogerennoù da adsevel, kleuzioù da adsevel, hag all, hag all.
Sede, estroc’h evit ar saout a oa er Gêrveur.
Gwizi a oa ivez, met ne vije ket roet a anvioù dezhe, nemet o merkañ gant al liv pe ar stumm o devoa. Evel-se e oa kaoz eus ar wiz vihan du ha gwenn, eus ar wiz wenn, eus ar wiz kozh wenn hag eus ar wiz besk.
E-keit-se ar Fleurenn hag he c’hamaradezed a vije soagn aketus oute. Ar re-seoù a ouveze halañ kement ha sikour brav peurdokañ bern menajerien ar Gêrveur. Peder buoc’h o reiñ pevar loue en 1911, gwerzhet etre 39 lur 20 ha 60 lur 50.
Daou gog warn-ugent gwerzhet o devoa degaset 56 lur hanter.
Ar gwizi o devoa roet meur a dorad : 29 porc’hell gwerzhet o devoa degaset 652 lur ! Priziet ar reoù bihan-se !
Kochoned lart, porc’helloù lart mar kavit gwell, a oa bet gwerzhet ivez, hag evit ur sammad tremen kaer : pevar forc’hell evit 888 lur ha 60 kantim…
D’ar c’houlz-se e oa eus al lurioù kozh, al lurioù kozh-kozh memes. Lâret pet euro ac’h a en ul lur kozh pe ar c’hontrol ne lâro mann da den.
Gwelloc’h gwelet pet eus al lurioù-se ac’h ae da brenañ traoù ar pemdez, pe dost ha se en restr dispignoù-gounidoù ar menaj.
Bezañ e c’haller lenn penaos ur montr gant e chadenn a oa bet paeet 50 lur, ha c’hoazh goude ur chadenn he-unan paeet 3 lur 50. Un disglavier a oa kontet 6 lur.
Labourat an douar. E vêr en unan eus broioù al lin en Breizh, padet beket ar bloavezhioù 50.
Seizh mil seizh kantad lin o devoa degaset 1135 lur 40.
Met ivez seizh mil heiz degaset 664 lur, pemp mil kerc’h 450 lur.
An had lin a vije gwerzhet ivez, reoù all prenet (hini Zeland).
Ha pemzek mil gwinizh o devoa degaset 1862 lur hanter.
Gant se e weler mat penaos an douar a oa rannet etre meur a doare da broduiñ.
Ne roin ket pep tra, pe kement tra zo er c’harned : komz diwar-benn ar c’hezeg, an ealed a vefe hir. Komz diwar-benn ar vevelien pe ar mitizhien a vefe ur gaoz all. Komz diwar-benn feurm ar vapeur da goulz an eost, komz diwar-benn an asurañsoù, lod evit ar c’hezeg nemetken (diskouez a ra mat ar pouez o devoa en buhez an dud), komz diwar-benn an tailhoù, komz diwar-benn ar gwano pe ar goumon sec’h degaset da wellaat an douar, hag all, hag all….
Ha petore boued ? Kig bevin ha moru a vije prenet, ar boued all a deue eus ar menaj.
Nemet em eus c’hoant da verkañ penaos proletaerien ar broletaerien a oa pouezus en ekonomiezh-se : an devezhourien.
Ne vijent ket mui paeet a devezh da devezh, nann, a sizhun da sizhun. Diaes eo goût pet anezhe a oa er Gêrveur. Bezañ e lârfen e oa ur pemp bennaket, marteze c’hwec’h. Paeet war-dro daou, pe tri lur ar sizhun, marteze nebeutoc’h.
Klevet em boa penaos ar Rozali a vije brokus gante… fin, d’ar priz-se ne c’hallent ket mont gwall bell. Ret soñjal e veze paeet ur micherour un dra evel 25 lur ar sizhun, well wazh.
Hag evit echuiñ un tamm poz diwar-benn an dispignoù graet evit kas an div verc’h da Vro-Saoz. Ma ! Doareoù ar vourc’hizien. Hag e oa en ur stumm : da heul lezennoù Combes e oa bet klozet stalioù kelenn ar seurezed (Seurezed ar Groaz en Landreger) ha diwar-benn ar boaz kemeret da gas ar vugale tramor… Anna ha Mari, int, a vije kaset da vMalvern, war an harzoù gant Kembre. Merc’hed Rozali a vije soagn dezhe ivez !
Herve Bihan
Levrlennadur & lec’hiennoù
Dielloù ar familh Tinevez-Connan en Trogeri (7 karned etre 1911 ha 1922), dastumadenn Herve Bihan.
Ar Gêrveur Vras en Trogeri :
André Siegfried, Tableau politique de la France de l’Ouest sous la IIIe République, 1913 (adembannet Librairie Armand Colin, 1964) ; stumm pdf :
Anne Guillou, Pour en finir avec le Matriarcat breton – Essai sur la condition féminine, Skol Vreizh, 2007.