Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 49 : MOUEZH UR VAOUEZ, MOUEZH UR VARZHEZ

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 49 : MOUEZH UR VAOUEZ, MOUEZH UR VARZHEZ

La météo La météo
janv. 19, 2025 - dim.
Trévou-Tréguignec, France
couvert
6°C couvert
Wind 5 m/s, SSE
Humidity 93%
Pressure 762.82 mmHg
Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 49 : MOUEZH UR VAOUEZ, MOUEZH UR VARZHEZ
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 49 : MOUEZH UR VAOUEZ, MOUEZH UR VARZHEZ

MOUEZH UR VAOUEZ, MOUEZH UR VARZHEZ
Mouezhioù brezhoneg o sevel. Mouezhioù brezhoneg merc’hed o sevel. En o zouez zo unan na
c’haller dizioueriñ. Hini Nolwenn Korbell. Ur vouezh hag he deus kemeret intrudu da gomz evidomp-
holl… merc’hed ha… paotred.


Unan bet mil vuhez. Buhezioù dic’hortoz, buhezioù stourm, buhezioù habask ha drouk he fobl. Kanañ
a ra evidomp, komz a ra en hon anv, dibab a ra ar gerioù na deuont ket ’maez hon genoù hag o lak da
vezañ bravigoù hon frezeg, an hini hon eus c’hoant da distagañ d’ar re a gred hon ren, a gred lâret
dimp petra hon eus da ober.
Lod a lavar eo dre m’eo deus Douarnenez. Ma, deus Douarnenez, deus ur porzh all, dianav ha du pe
se, deus porzh ur menaj pe deus ur c’harter pulluc’het gant an enebiezh sokial… ne vern. He mouezh
zo aze o souten hon arc’hoù groñs, hon c’hoantoù da vont war-raok, da derc’hel gant hon hent, gant
hon emgannoù liesstumm… na vo morse fin ebet dezhe.
« Lonkiñ breoù trenk ha c’hwerv
Paeañ ’n oferenn ’vit ar re varv
Lakaat bennigañ un tamm beuz
Foetañ bro dre ’n hentoù treuz »
« Aet int d’ar brezel
Poket d’ur skeudenn just a-raok mervel
Pet er bed, pet zo bet o stouiñ o fenn
Kollet ganto o ene, o gwad trapenn ’oant re seven » trapenn = abalamour ma
« Degouezhet int dirak an ti
Torret an nor, lazhet ar c’hi
Strewet ar boued war al leur-zi
Ledet mezh war bep hini
Gwriet begoù ar re gozh begoù = genaouioù
Troc’het treid ar re a save
Toullet merc’hed ’barzh ar plouz
Ya, kalz re »
« Kredit ac’hanon tud ar bed / Klevit ac’hanon me ho ped ». Bezañ e rankomp krediñ Nolwenn pan
glevomp anezhi o huchal war-lerc’h muntr ar muntroù :
« Gwelet ’m eus korf noazh an noz
Brevet, kousket e foñs ur foz
Ha mil den-bleiz o rogiñ ur vrozh
Gwelet ’m eus korf ar vaouez kozh »
« Klevet ’m eus c’hwezh fall ar gaou
Klemmgan ma breudeur e-barzh ur c’hav
Garm un den o klask ’n em lak’ war sav
Un anal o tec’hout wa’n hentoù naou-dinaou »
Gwerzennoù evit Anna Politkovskaïa drouklac’het en 2006… Ur gazetennerez, unan hag a glaske
kompren ar bed a-benn kelaouiñ tud ar bed. Drouklac’het trapenn pe abalamour ma oa ha kazetennerez
ha maouez en ur bed a c’hoarzh goap ouzh ar frankiz, ouzh an demokratelezh, ouzh mab-den hag e
wirioù, traken peogwir e oa tout se. « Anna, Anna, ar wirionez zo ganit / Tout ar chas a biso
diouzhit »… « Anna, Anna, ar wirionez’oa ganit / Tout ar chas o deus piset diouzhit »…
« Anken am ren
Me n’on mui den
N’on ’met ur maen
Morse ne garin ken »
Sede, n’eo ket un hent plaen zo kinniget gant Nolwenn met un daolenn wirion e vefe. Un hent
troidellus, kamm, kalet ha start. Blaz an dic’hoanag ? Nann, met ret eo kaout ar blaz c’hwerv-se a-
benn adkavout blaz an « n’eo ket echu » Blaz ar goanag.
« Da betra eo mat ur ganaouenn
’Vir ket deus tra pe dra
Da betra eo mat ur ganaouenn
’Vir ket deus tra, pe neuze’ra »
Pe neuze ’ra…
Herve Bihan
Levrlennadur
Nolwenn Korbell, Kan awenoù, embannadur divyezhek, Coop Breizh, 2024
Pladennoù Nolwenn Korbell
Ar preñv glas – Lampyris noctiliuca, 2024
Avel Azul, 2018
Skeud ho roudoù, 2015
Noazh, 2010
Red (gant Soig Siberil), 2007
Bemdez c’houloù, 2006
N’eo ket echu, 2003
https://fr.wikipedia.org/wiki/Anna_Politkovska%C3%AFa

Le Studio - Agence de création graphique et web