Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 50 : LOUZOÙ HUD ! HUD AL LOUZOÙ !

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 50 : LOUZOÙ HUD ! HUD AL LOUZOÙ !

Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 50 : LOUZOÙ HUD ! HUD AL LOUZOÙ !
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 50 : LOUZOÙ HUD ! HUD AL LOUZOÙ !

LOUZOÙ HUD ! HUD AL LOUZOÙ ! « Neb a dastum noz Gouel Yann louzoù, ha traoù all o lâret orezonoù, pe konjurasionoù, ne vern petore reoù, evit ober ur pec’hed bennak pe ober tra all a bec’h marvelamant. Ivez neb a glask en noz-se an aourc’heotenn, ha had raden a bec’h marvelamant, hac a zo trompet bras gant an Diaoul a ro dezhe an dra -se da grediñ, na dleer ket o absolvañ ma ne fell ket dezhe leskiñ en prezañs ar C’hofesour al levrioù ha skridoù a gelenn an dra-se. »

Sellit aze ur skrid all eus 1612 gant hon Eozen Wegen, an hini na blije ket dezhañ ar festoù-noz, ar gouren, hag ur bern traoù all. Meur a ober sevenadurel, elfennoù a-gozh ar sevenadur pobl ! Met gouerouziñ evel-se, zo bet ur chañs dimp. Ya, avat, rak mod all n’en devije ket skrivet war an traoù-se !

Betek pelec’h e oa mouzhet ouzh an traoù-se ? Re a vunudoù a ro en e skridoù, re a vunudoù hag a diskuilh unan hag a oa bet maget gant ar sevenadur-se !

Ur bern traoù all, hag a vo anv anezhe, en devoa kouchet war ar paper ha kaset didamant d’ar moullañ. Ur gwir treted ! Marteze ur breur d’an Agripa ken brudet war ar maez, n’eus ket keit-se c’hoazh ?

Ma, en nebeud a linennoù-se e lâr an Eozen ur bern traoù : pegen pouezus e oa Gouel Yann, ur gouel hag a verke donedigezh an hañv, e oa ivez louzoù roet kalz galloud dezhe koublet gant pedennoù a-bep seurt, e oa en o mesk an aourc’heotenn hag an had raden, e oa ivez levrioù ha skridoù diwar o fenn !

An aourc’heotenn (pe c’hoazh an aouryeotenn) zo meneget goude 1612 gant meur a hini evel Kêrvarker (en-tro 1834 ha goude), gant Troude ha Milin (1870), gant Frañsez Kervella (1990) & Louis-Marie Bodenès (1979), hag all, hag all. Fañch an Uhel (1849), hennezh, a ro ur werz ma reer anv eus al louzaouenn-se, met hep reiñ hec’h anv avat :

« Ret kaout kalon un touseg, lagad-kleiz ur malbran,

An had demeus ar raden, en noz tantad sant Yann.

Gant ur plad arc’hant am boa e tastumen leizh ma boz,

Oh ! ya, etre unnek eur hag an taol hanternoz.

Ul louzaouenn all zo c’hoazh, honnezh na anvin ket,

Hogen anez he c’havet, n’o deus vertuz erbet. »

Ar paourkaezh Janedig, sorserez lakaet, zo kaoz anezhi amañ er werz, a vije bet ezkumunuget diwar goulenn hon Eozen… Ha gwashoc’h, seurt n’en dije miret a lakaat anezhi da dont da ludu diwar tantad orgedus kredennoù ur gevredigezh a gred goût gwelloc’h evit ar bobl vunut. Sorserez ha n’eo ket sorser.

En tu Plougastell en em gaved gant an Ankelc’her… Aezetoc’h ?

Met, fin, petra eo an aourc’heotenn daonet-se ?

Ul louzoù na gaver nemet en Breizh, ul louzoù lugernus a-bell, eme lod. Ul louzoù a ro digarez d’an nen dont da diwelus pan gar, eme lod all. Ur fantasm a-gozh.

Hervez lavar meur a hini all e ro ivez sikour da gavout teñzorioù… Reiñ a ra yec’hed, nerzh. Gras dezhi ne ouvezer ket petra eo bezañ skuizh…

Nag a avi ouzh an dud a diskoach anezhi…

Alies mat e vez mesket gant ar saouzanenn, zo ul louzaouenn all koulskoude. Gant vertuzioù ha perzhioù all… An dud a lâre penaos neb a gerzhe, pe a lakae e droad (a-walc’h e oa), warni a golle e hent, hag a-wezhioù muioc’h evit e hent !

An div zo disheñvel mat avat. François de Beaulieu en devoa diskouezet penaos e ranker ober « drosera » pe « rossolis » eus an aourc’heotenn ha « lycopode selago » eus ar saouzanenn.

Ar c’heotenn real, ar c’hourc’heotenn, ar wirc’heotenn zo anezhi en Treger, he roll mesket gant hini ar saouzanenn : « Pa valeer war ar wirc’heotenn e vezer kelc’hiet » a ro Jul gros da c’hoût.

Ar memes tra, en tu an aod, ar c’hourvezhinenn pe war ar wirvezhinenn « hag a gelc’h an dud en noz pa valeont warni. »

Bras eo galloud hudiñ an aourc’heotenn, ken bras all e oa fez Janedig en galloud al louzaouenn hud :

« Na mar vijen-me bet c’hoazh ur bloavezh en buhez,

Am bije laket ar bed da vont war e gostez ! »

Herve Bihan

Levrlennadur

François de Beaulieu, L’herbe d’oubli et l’herbe d’or, ArMen, n° 99, kerzu 1998, pp. 38-43.

Jules Gros, Le trésor du breton parlé, deuxième et troisième partie : éléments de stylistique trégorroise, 1977 & 1974.

Frañsez Kervella, An ti e traoñ ar c’hoad, Mouladurioù Hor Yezh, 1990, p. 196.

François-Marie Luzel, Chants et chansons populaires de la Basse-Bretagne – Gwerziou, Paris, Maisonneuve & Larose, volume 1, 1868, p. 52.

Euzen Gueguen (pe Eozen Wegen), Confessional d’astumet eves an doctoret catholic, apostolic…, Nantes, en ti Pierre Doriou, 1612. [ar skouerenn nemeti zo en mirdi Dobrée, Naoned]

Troude ha Milin, Ar marvailler brezounek, Brest, en ti JB & A Lefournier, 1870, pp. 144-146.

Louis-Marie Bodenès, Contes de Plougastel, Brest, Éditions de la Cité, 1979, p. 54.

Herve Bihan, Notes de moyen-breton, Études celtiques, volume 44, 2018, pp. 179-187.

Le Studio - Agence de création graphique et web