![Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 51 : EMGANN AR C’HIG-SALL, AN AMANN HAG AR FOURMAJ !](https://trevou-treguignec.bzh/wp-content/uploads/2021/06/drapeau-breton.jpg)
EMGANN AR C’HIG-SALL, AN AMANN HAG AR FOURMAJ !
« Marzhus, koulskoude, e oa ar peniti ma oa ennañ. Da lâret eo, seizh gwezh ugent kant bazh lugernus paramantet gant kig-sall kozh hag en beg pep bazh ar memes tra en lec’h flemmoù. Da lâret eo, bezañ e oa bloneg fritet, un teuzer, diwar un hoc’h graet skruitur vat gantañ, kement-se da vezañ pare da lañsañ an emgann a-enep Meuriadoù an Amann hag ar Fourmaj, a oa staliet war c’hlann al Lenn Laezh-Livrizh, o vrezeliañ a-enep ar Mezeg-Sorser. Bezañ e oa ur gael soav, ma oa he fotailh graet gant silzig. »
Ne soñj ket din eo gwall anavezet ar geriennoù-se ! Geriennoù o tont eus ur c’hantved pell-pell, eus an trizekvet ! Geriennoù o tont eus ur vro en tu all d’ur mor a oar lipat, lontrek, hon aodoù…
Tennet eo diouzh Ailinge Meic Conglinne, da lâret eo Gweledigezh Mab Conglinne. Kement hini ac’hanomp a oar pegen pouezus e oa ar gweledigezhioù en spered hon hendadoù, hag en hon speredoù-ni herie ! Un hengoun bev en hengoun biblek koulz hag en hengoun keltiek. Ni a oar re vat penaos ur weledigezh a dermene penaos e oa ret sevel ur c’hastell amañ, fin, un iliz da gentañ hag ur c’hastell goude ! Pe d’ar Maksen goût penaos e oa ret dezhañ mont da dapout tron Roma, en ur dremen dre Vreizh (e gamarad Konan Meriadeg a gavo gwelloc’h chom ganimp avat). Goulennomp digant Ridley Scott. Ur roue all, amañ en Breizh, a ouie ober gant gweledigezhioù ivez, ar Judikael, eus Pempont.
Lod a lavar eo ar weledigezh evel un hunvre. Moarvat, rak breoù an hun a lak ar weledigezh da dont ! Goulennomp gant ar paotr Freud.
Dalc’homp gant an danevell sebezus-se eta.
« Meurdezus e oa ar c’hastell diraezet ganimp
Gant mogerennoù koaven druz
En tu all d’al lenn
Ar pont a-dal a oa eus amann fresk bev
Ar chaoser vein a oa gwenn evel gwinizh,
Kig-sall ouzh ar blezhenn
Meurdezus, sichennet kaer,
Ur pezh ti staliet da vat.
Ha me aet tre :
Kig sec’h a oa eus ar porzh
Bara mat eus an treuzoù,
Keuz fresk eus ar c’hostez.
Keuz kozh eus ar pileroù
Ha kig-sall fresk eus an treustoù
Renket a-bep eil.
Koaven gwak eus an treustoù kaer
Kebroù gwenn – laezh-kaoulet.
A dalc’he an ti
Hag a-drek e oa ur puñs gwin
Ha ruzelennoù bier
Barazhioù blazet
Ur mor malt o wagenniñ
War lez ur vammenn bloneg
O redek a-dreuz al leur. »
Kig-sall, bloneg ha fourmaj, what else ! Ne vank nemet ar joskenn vinniget !
Un dra bennak a lak ac’hanon da grediñ zo un dra bennaket all o vont hag o tont eus an eil penn d’egile eus ar mor en deus kredet en em staliañ etre Breizh hag Iwerzhon. Un aezhenn gevrinus bennak ? Ur boued marzhus heñvel ? Un daoulagad bliv ? Un daoulagad lamm er park ? Un dic’hargadenniñ diharz ?
Rak, a-benn ar fin, seurt skridoù zo diouzh spered fentigellerien ha goapaerien Treger ivez, ha pa vefent a-vicher ? Kelted omp, ya, lakaomp, sklaer. Met techet on da welet Iwerzhoniz o terc’hel ur penn ha ni, Tregeriz, o terc’hel ar penn all. Pennoù ar goap, ar fent hag an disevel, peadra da divarc’hañ tud zo !
Herve Bihan
Levrlennadur
Kuno Meyer, Aislinge Meic Conglinne – The Vision of MacConglinne, London, 1892.