Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 53 : STUMM AR GÊR, STUMM AR SPERED ?

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 53 : STUMM AR GÊR, STUMM AR SPERED ?

Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 53 : STUMM AR GÊR, STUMM AR SPERED ?
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 53 : STUMM AR GÊR, STUMM AR SPERED ?

STUMM AR GÊR, STUMM AR SPERED ? « En penn-kentañ e oan bet lakaet en gaou gant an iliz-veur-se, pennoberenn a skañvder, esa diboell sevel gant greunvaen un uhelvennad dic’hallus. Abalamour d’an eurvezhioù hir am boa tremenet enni e oa deuet din an dic’houested pleustrel da vat.

An diac’hinad (paradoks, mard eo gwell ganeoc’h) adeiladourel-se en deus graet diouzhin un den sorc’hennus, diskibl da Dual, da Ildud ha da Gadog, en ur c’hantved n’eus mui tamm talvoudegezh gant kelennadurezh ar sent-hont. Pa c’h aen da Wengamp, kêr likoc’h, ma oa tud kar din eno eus ar renkad etre, e vezen anoazhet ha lakaet diaes. Eno n’em beze plijadur nemet gant ur paourkaezh matezh a lennen kontadennoù dezhi. Hiraezh am boa da retorniñ d’am c’hozh kêr demer, gwasket gant hec’h iliz-veur, nemet e santed un enebiezh kreñv ouzh kement tra plat hag ordinal. En em gavout a raen me ma-unan, pa’m boa adwelet an tour uhel, an nev vegek, ar c’hloastr hag e vezioù eus ar pemzekvet kantved astennet ennañ ; ne oan em aes nemet pan vezen gant ar re varv, e-kichen ar varc’heien-se, an itronezed nobl-se, en o c’housk sioul, bep a levranez ouzh o dreid hag ur pezh flambev en o dorn. »

Skrivet gant René de Chateaubriand, paotr Komborn ? Ba, ba ! Komzoù Ernest Renan, evel-just. Ha n’eo ket kement-se diwar-benn kêr Landreger, met kentoc’h diwar-benn ar pezh a ra he c’halon, an dra gentañ a weler, a ranker gwelet : an iliz-veur, o tronañ en kreiz. Tour Hasting, an tour uhel pintet ha dantelezet, ar c’hloastr hag ar bezioù kozh, hag all. Nestig a selle outi evel ar moull m’eo bet stummet e spered, ha pa vije moull kontrol. Ni a oar re vat pegen pouezus eo an endro bugaleaj, an endro krennardiezh : ar pezh a weler, ar pezh a gred hon gwaskañ, pe ar pezh a gred lakaat hon speredoù da nijal gant hunvreoù. Manet Nestig gant gwel trellus an iliz-veur, ur gwel bamus hag en devoa aloubet tout e soñjoù ! Un dibab all, en devoa koulskoude, un dibab hag en dije moarvat stummet e spered heñvel, nemet ne oa ket un dibab sakr, mat da disakrañ ! En Landreger e oa kaeoù ma oa listri oute o tiskargañ marc’hadourezh, met ivez tud, tud gant o danevelloù, o gweledigezhioù deut eus ar broioù pell… Ar porzhioù zo dorioù dont tre ha dorioù kuitaat, a-wezhioù da vat.

Fez Nestig a vije aet kuit dre an dorioù-se ? Peñseet entre Pariz ha Louaneg, en Rozmapamon, kentoc’h.

Ha Jarl Priel eta ? Hon Jarlig hag a oa o tont eus ar bourk bihan e-kichen ? Kant tro ar bed en devoa graet bepred ! Ha mat eo bet dezhañ lakaat Landreger evel perzh en e romant « An Teirgwern Pembroke ». Bepred ar memes plijadur ouzh e lenn ! Diouzh a ouzon ne oa ket bet ken fromet gant an iliz-veur ! Komz diwar-benn an dud, ya. Tud vunut, tud paour, tud aet o spered gant an evned, hag all. Digarez da diskouez pegen pinvik e oa an hini a ouie kemer an traoù evel ma teuent, ha se daoust d’ar stard ma oa an traoù war ar pemdez. Leurenniñ ar fent… Harpañ ar bevañ.

Gwezhioù zo e oar ar skrivagnerien kemer harp war ar c’hêrioù hag o lakaat da ginkladur en o dezrevelloù, en o romantoù. Ul lodenn eus o ene, eus o spered, eus o istor, eus o memor ? Da lennerien « Nenn Jani » da lâret, evel da reoù « L’ancre de miséricorde », daou skrid disheñvel-mat lec’hiet kaer en Brest… Ha n’eo ket un digarez da lakaat an hiraezh da achapiñ kuit ? Hiraezh ur gêr bet, hiraezh lec’hioù bet en ur gêr ? Hiraezhiñ ha goveliañ ur memor leurennet ?

« Ar glav a zivere a-hed dremm melen Lloyd’s Bank, ar varc’hadourien-votoù o doa dastumet boteier a oa a-istribilh er-maez ha penn Chopin war ar skritell peget ouzh gwerenn stal Morgan & Higgs a oa melkoniusoc’h eget biskoazh, kemenn a rae e oa ur sonadeg er Brangwyn en noz-se. Pegañ a reas Yann e fri ouzh ar werenn, neuze e soñjas er skeudenn a roe eus an diabarzh gant e fri bras pladet war ar werenn c’hleb hag e savas e gein. Bamiñ a rae gant souezh ouzh notennoù forc’hek ha begek ‘The Rhapsody in Blue’, o sevel, o sevel, o pignat (ar c’horn-boud, garmiñ a rae du-hont etrezek an dokoù du) hag adarre e krogas e fri da sevel ha da ziskenn o vommañ ment kensonadeg Gershwin. Goude bezañ taolet ur sell war bladennoù ha levrioù ar stal-sonerezh ec’h adkrogas da bavata a-hed an tiez-kenwerzh. Ar glav dizehan a zistrempe ar gêr vras hag e votoù dilufr abaoe ar beure. » a skrive Ronan Huon, o kemer ar gêr, ar gêr vras, amañ Abertawe (Swansea) en Su Kembre, ur porzh all, evel unan bennak, ordinal gant he dremm, gant he livioù, he c’hwezh, he sonerezh.

Moullet eo ar gêr gant an dud. Ar boblañs eo he gwad. Ar glav, eñ, a lak personelezh al lec’hioù da lonkañ un istor n’eo ket dezhi, istor an dud o vevañ, o c’hoarzhin, o ouelañ, o tabutal, hag o vervel. Ha pa ne vije ket glav !

« Eus ar pemdez n’en deus ket c’hoant / Gant an dic’hoant ne ra ket forzh… » eme tremeniad Pêr-Jakez Helias. Tremen, hep flastrañ e fri ouzh gwerennoù ar stalioù. Tremen, se eo an ober, se a lak ar gêr da vezañ.

Skrivagnerien all zo, na deuont ket eus kêrioù bras pe brasoc’h, na deus o moull kennebeut. Ur sell disheñvel war ar gêr avat ! Ur sell dic’hortoz… pe gortozet ?

« Un traou zo en tu all d’ar pont, skubet gant gouloù melen ar c’huzh-heol, gant pradoù o tiskenn hag, a-bep tu, skloturioù ar pantennoù serzh a-walc’h toket gant brouskoadoù stank. Ken digenvez, ken didud, ken didrouz evel un draouienn en koadoù an Ardenn » eme Julien Gracq pan gomz eus Traou ar Chezin, en Naoned. Stumm ur gêr, emezañ, stumm Naoned. Paotr ar maezioù, pe an Natur, kentoc’h, en devoa lakaet e lunedoù leun a gizidigezh war beg e fri. Dre al lagad-se e oa barrek da reiñ ur soñj dibar eus stumm ur gêr : Naoned. Naoned ar Goant, eme al lavar-pobl.

Herve Bihan

Levrlennadur

Ernest Renan, Souvenirs d’enfance et de jeunesse, Troisième édition, Calmann Lévy, Paris, 1883, pp. 7-8

Jarl Priel, An Teirgwern Pembroke, Al Liamm, Brest, 1959.

Roparz Hemon, Nenn Jani, Al Liamm, Brest, 1974.

Ronan Huon, An irin glas, Al Liamm, Brest, 1971, pp. 25-30

Pierre Mac Orlan, L’ancre de miséricorde, Edit. Jacques-Petit, Angers, 1947.

Julien Gracq, La forme d’une ville, José Corti, 1989.

Per-Jakez Helias, An tremen-buhez, Emgleo Breiz, 1979, p. 78

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 52 : GWIN PERSON KOADASKORN

GWIN PERSON KOADASKORN

En dez all e oan o klask lakaat urzh en un toullad levrioù, kazetennoù ha paperoù peñseet en stumm ur berniad brall-divrall en penn all ma levraoueg, salokras. Ha lakaat urzh n’eo ket klenkañ, ha klenkañ n’eo ket renkañ. Sebezh o kavout ul levr bennak na oan ket o c’hortoz gwelet anezhañ. Ma, hennezh zo ganin ? Ankouaat a reer. Ha chom da dreiñ anezhañ, biz ouzh teod d’e c’hlebiañ hag ar memes biz ouzh korn ar pajennoù dianav d’o dreiñ aezet. Pajennadoù o kinnig sebedennoù pinvik.

Ma, manet ma selloù a-ruz war unan anezhe, ha ne oa ket pare an traoù da vezañ klenk defot bezañ renket, me lâr deoc’h. Ul levr hanter galleg, hanter brezhoneg e oa. Divyezhek hervez termeniñ ar geriadurioù, nemet ar pezh a oa en galleg na oa ket en brezhoneg, nag ar c’hontrol (ha n’eo ket ar c’hontrefed !). « Gwin Person Koadaskorn ». Gant un titl evel-se zo peadra da gaout e spered sachet mat war ar pezh zo e-barzh !

Sede, an istor a gont, ar wirionez wir evel a lâre tad-kaer ma zad, penaos en liorzh presbital Koadaskorn e oa, en kreiz an naontekvet kantved, ur winienn soulgarget a vec’hioù rezin. Hag ar rezin-se a deue da win. An istor a gont ivez e oa tri c’hef eus ar winienn-se, ha diouzh a gomprener e oant pezhioù reoù. An istor a gont ivez e oa echu gante a-benn fin ar bloavezhioù 1800…

An istor a gont ivez penaos e oa bet roet ar gwin-se da dañva d’an hini a oa eskob Sant-Brieg ha Landreger d’ar c’houlz-se : Guillaume-Elisée Martial, bet ganet en 1796 ha marvet eskob ar vro en 1861. Ne oa ket chomet eskob gwall bell, avat, anvet ma oa bet en 1858.

An istor a gont ivez e oa hemañ-diwezhañ mab bro ar gwin Bourdel, eus bro ar gwin Sant-Christoly, emezañ. Hag ar wirionez wir da gontañ penaos en devoa kavet ar gwin-se fall a-walc’h ! Kalz a vije bet da ober a-raok dezhañ tizhout live ar seimoù bras. Ha se daoust d’ar chapel, war ar barrouz, paeroniet gant sant Million !

Met an istor a lâr ivez penaos e oa bet servijet eus ar gwin-se, goude, da geñver frikoioù bras en Pariz… Meur a vloavezh war-lerc’h e chome un test, feal anat deoc’h, o chom en Keriti-Pempoull. Moarvat e oa aet ar gwin war wellaat !

Lodenn galleg al levr, sinet René Midy, zo tremen plijus pan ro « Gramadeg winerezhel ar guzumerien ». Komz a ra dimp eus gouennadoù gwin, eus kefadoù, eus gwin gall ha gwin estren. Evel just ne ali ket da dilezel ar gwin evel boeson !

Hag al lodenn vrezhoneg, eta, zo diwar dorn Charlez Gwennoù, paotr Lezardrev. Sed un tamm eus ar skrid troet pe se gantañ (lakaet er skritur a-herie) :

……………………..Pa gavent un dro vat,

Hon tadoù, gwezh hag all, a save gant ebat

Ur pred-fest en o zi… Badeziant, Leur-Nevez,

Eured ar Bennhêrez, Gwastell-Eost, Yar-Here,

Pardon Sant ar Barrez, Meurlarjez, Plomadeg,

Koadaj un ti nevez, Eost ar Foenn, Nezadeg,

Gwadegennoù, Gouel Yann, Gouel Mari miz C’hwevrer,

Gouel Mikael, Pardon bras sant Erwan Landreger,

Ha kalz a ouelioù all a oa digarez mat

D’ober ur pred Friko !………………………………

Ne soñj ket din en dije ankouaet degouezhioù. Kalzik anezhe aet da netra… aet ar gevredigezh da dreiñ ha cheñchet an doareoù da labourat war ar maez, pe en parrouzioù bihan…

Memes tra kement digarez da lidañ Yann Vourdel hag e vreudeur !

Ar paotr Bakuz (Bacchus ar Romaned, Dyonisos ar C’hresianed) ne oa ket dianav d’an dud, evel just, evel m’en kaver en touez ar c’hanouennoù dastumet gant Pengwern pe Ledan. Just evit ar blijadur, un nebeud gwerzennoù da ambroug ur Yec’hed Mat meritet, joaius ha fentus :

Deus holl doueoù ar baianed

Bakuz eo ma holl idol

Yann Vourdel eo bet lesanvet

C’hoazh en deus mil anv drol.

Er skol gantañ me zo skoliet

Da vaneañ pint ha gwerenn

En skol Bakuz me’m eus desket

Goro pizh ar varrikenn.

Ma fenn en penn ar varrikenn

Hanter digor ma genoù

Evit pan droio an duvelloù

Ma atrapin beradoù !

Ha tammoù gwerzennoù all diwar-benn ar veleien (« sellit ouzh ma c’hof ha grit pinijenn ! ») :

Ur beleg gant e deoloji

Gant ardoù ur medesin

En deus c’hoant d’am persuadiñ

E ra droug bras din ar gwin

Mes m’er lezo da lavaret

Me ac’h ai da’m dro atav

Ne ran forzh deus an doktored

Bevañ ’rin betek ar marv.

Ma, ar gwin n’eo ket ur preder nevez evit ar Vretoned, nag evit ar Gelted kozh, kennebeud-all ! Michel Lejeune hag a voe unan eus gwellañ skiantourien war ar c’heltieg kozh etre Gallia, Spagna hag Italia, a diluzias kaer ur meneg kozh-kozh war ul lestr da viret gwin : « Latumarui : Sapsutai : pe : uinom : Našom », da lâret eo « Evit Latumaru hag evit Sapsta gwin Naxos ». Gwin Naxos a oa brudet pa oa ken mat ! Ha ken mat all e oa gwin person Koadaskorn ? N’eus bet kavet meneg ebet war ur voutailh bennaket, e neblec’h ! Yec’hed !

Herve Bihan

Levrlennadur & lec’hiennoù

René Midy & Charles Guennou, Le vin du Recteur de Coatascorn en Basse-Bretagne, Saint-Brieuc, Imprimerie – Librairie – Lithographie René Prud’homme, 1904

Pengwern, dornskrid 111

Ledan, dornskrid – Karned 4

Michel Lejeune, Lepontica, Etudes celtiques, volume 12, 1970, pp. 357-500

Alan Botrel, Dyonisos, Talabao

Lec’hienn Kan : https://tob.kan.bzh/chant-01652.htmlhttps://tob.kan.bzh/chant-01652.html

Le Studio - Agence de création graphique et web