ALAN, BOHEMIA HAG AN AERVAG Brudet eo mare an Dispac’h evit an trubuilhoù degaset d’ar veleien na felle ket sentiñ ouzh ar renad nevez. Ret e oa bezañ intru evit chom, hag ar reoù all a ranke mont da guzh pe neuze kemer penn an hent, anez bezañ berraet. Unan anezhe, Alan Dumoulin eus Lanveog a divizas mont, n’eo ket da Jerzenez evel kalz eus e gamaraded, met da Braha, kêrbenn Bohemia. N’en devoa ket graet an traoù war hanter ! Petra zo kaoz avat en devoa divizet mont ken pell all ? N’ouzon ket ha n’on ket sur zo tud o c’hoût.
Eno e kavas bod, bepred. Ha ma ne ouie ket distagañ yezh ar vro du-hont e oa gantañ trawalc’h a latin evit eskemm gant reoù all eus e seurt. Evel er grennamzer, pa’n em gave menec’h a bep bro en abatioù degemerus ha pinvidik gant levrioù ha parchoù a-vil-vern, kopiet, adkopiet, ha glozet diwar kant yezh warn-ugent…
Ma, n’ouvezer ket welloc’h, met evit an hini a oar eus Praha zo peadra da soñjal en devoa hon Alan graet anaoudegezh gant produioù saourus dibar ar vro : ar paprika en e voued marteze ? Un doare kerc’h kure nevez evitañ, emezit-c’hwi ! hag ar « pivo » memes tra ! Bier Bohemia, hini diwar gwinizh. Nep en devez sec’hed a rank terriñ anezhañ. Pep hini en deus e doare da ober avat. An istor ne lavar ket hag evet en devoa Lanig, pe glebiet e vuzelloù memes… Paol Tirili, avat, en dije graet sur, eñ hag a gave ne veze ket torret e sec’hed dezhañ gant an dour benniget…
Ma, an Alan a savas ul levr e latin penn-da-benn diwar-benn ar brezhoneg : ur yezhadur. Hag e penn al levr en deus bet ar soñj vat kinnig skridoù ouzhpenn, unan bennaket savet gantañ, met ivez div chañson profan, diouzh ma skriv.
An eil zo dic’hortoz a-walc’h : unan diwar-benn ar balonoù a vezed krog da gas en aer diwar ijin ar vreudeur Montgolfier (1782). Sed aze ar skrid (gant un tamm kempenn) :
Ur vag nevez zo invantet
Dre an aer e navigo,
Betek al loar hag ar stered
A-dra-sur en hon savo.
C’hwi ’ray ar pezh a garfet
Ha me ’ray ar pezh a garin,
En ur vag ken dibarfet
Troad biken na lakin
Ne’z on ket skuizh da vevañ
Doue ra viro biken
E vên ken sot da risklañ
Torriñ ma melchinenn.
Tud foll ha tud direzon
Ne’z oc’h ket bremañ da c’houzout
Kement zo bet er balon
O deus torret o goûg.
Diouzh a lenner e oa an dud diskredik dirak seurt neventi… Gwir eo gant ar pezh a oa c’hoarvezet gant lod e oa peadra da gaout disfiz ! Moarvat e oa bev-mat dezrevell gwengel (mit mard eo gwell ganeoc’h) Ikarus ab Dedalus, teuzet koar plu e eskell pan oa aet re dost d’an heol… Ha koulskoude ar balon, an aervag evit komz chikoc’h, ne oa ket sañset mont en tu all d’ar c’houmoul, lec’h ma vêr hejet gant ar c’hurunoù, al luc’hed hag an avelioù-tro. Gwelloc’h sevel e benn ha sellet krec’h… Sellet ouzh ar Paotr-e-vec’h-lann pan vez sklaer ha lugernus an noz…
Herve Bihan
Levrlennadur
Alan Dumoulin, Grammatica latino-celtica, doctis ac scientarium appentibus viris composita ab Alano Dumoulin, presbytero encomii regni Bohemiæ authore. Pragæ Bohemorum, Anno reparatæ salutis 1800.
Bernez Rouz, Alain Dumoulin, un recteur breton dans la tourmente révolutionnaire, Cahiers d’Arkae n° 14, 2011.
Gwennole ar Menn, Notes sur les chants en langue bretonne (Xe-XVIIIe siècles), in Alain Croix et alii, Église, Éducation, Lumières… Histoires culturelles de France (1500-1830) – En l’honneur de Jean Quéniart, PUR, Rennes, 1999, pp. 403-408.
Herve Bihan, Chañsonioù profan ha skridoù all embannet gant Alan Dumoulin en e yezhadur (1800), hor Yezh, Nnn 272, 2012, pp. 5-21.
Youenn Drezen, Itron Varia Garmez, Al Liamm, Roazhon, 1977.
Gwelet ivez kan.bzh : https://tob.kan.bzh/chant-00510.html




