Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 55 : SARMON HA SARMON ZO !

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 55 : SARMON HA SARMON ZO !

La météo La météo
févr. 13, 2025 - jeu.
Trévou-Tréguignec, France
légère pluie
7°C légère pluie
Wind 7 m/s, ESE
Humidity 93%
Pressure 763.57 mmHg
Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 55 : SARMON HA SARMON ZO !
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 55 : SARMON HA SARMON ZO !

SARMON HA SARMON ZO ! Un nebeud bloavezhioù zo e oa kouezhet ma daoulagad war pennadoù brezhoneg en ur gelaouenn ma oa dic’hortoz kavout an disterañ ger brezhoneg enni ! Ur gelaouenn c’halleg, avat : La Défense Laïque, a veze embannet gant Comité de Défense du Finistère, er bloavezhioù 1920-1930 pe se.

Gant un titl evel-se, ne c’halle ket ar pennadoù brezhoneg-se bezañ tener-tener e-keñver ar veleien, forzh piv e vefent. Ha n’int ket tener ! Kalet memes !

Moarvat e oa c’hoazh tener ouzh tener ar speredoù abalamour da lezennoù an Emil o devoa lakaet freuz ha reuz er vro, ha ken kizidik all ar bed etre ar re c’hlas hag ar re ruz ! Hag ar Jezuited, ma Doue, ar Jezuited, ar re-seoù a dape hardizh ivez… seul tro….

Ma, bezet a vezo, ar re a skrive er gelaouenn-se a gase o mennozhioù dre ar brezhoneg. Ar pezh a oa divoutin e oa kas seurt mennozhioù dre ar brezhoneg. Fez, ur brezhoneg saourus ha kaer ! Amañ « sarmon » unan anezhe, Iwan ar Beg eus Poullaouen (1888-1953) hag a sine ar Gwir-Gog :

« Ma breudeur ha va c’hoarezed lik,

Disul all, en oferenn, ma ferson tagnous a c’hourc’hemennas d’e zeñved n’em vodiñ en-dro d’an aotrou ’n Eskob da c’houlenn a-vouezh uhel torriñ al lezennoù graet gant ar Republik enep ar leanezed, ar Jezuited hag ar skolioù katolik. « O, mammoù difeiz, emezañ, a gas ho pugale d’ar skol dizoue, tan an ifern en ho eskern a zo prest da grogiñ. Heñvel ouzh pechadou stoup, pullufet gant an tan-gwall, an tadoù hag ar mammoù lik a vo rostet er bed all. »

– Mar plij, Aotrou person, petra ’z eo ur skol dizoue ?

« Em c’hatekiz am eus disket emañ Doue e pep lec’h ha ne c’hoarvez netra ‘met dre ma fell dezhañ pe dre ma lez ober. Ma zo skolioù lik ha digabest er Frañs ez eo dre berzh Doue e-unan “mestr war bep tra hag eñ a ra ar pezh a gar”.

Doue ‘ta ro nerzh d’ar Republik da skignañ e pep lec’h skolioù lik ha digabestr.

Ha setu amañ va meno war gement-se :

En gwirionez, Doue, hirio, a gasa ar veleien. Ne ra ket ar c’hras dezho zoken da vezañ merzherien. Ne gavan ‘met unan er vro : Person Bombon, pehini, a glevan, eo bet fretet e gouign gant ur geban pe gant ur sec’henn.

Er presbitalioù tro-war-dro n’eus ‘met paotred diskoupl ha ruz o c’hlipenn. Gwin-Bourdel ha ragout-maout o deus bemdez d’o merenn. Lakit arc’hant en o c’hef pe c’hwi a yelo d’an ifern.

Ar veleien a zo hirio marc’hadourien pedennoù, relegoù, ha bidennou stag o c’halon ouzh madoù ar bed-man.

Disentiñ a reont ouzh Jezuz-Krist ha skouer fall a reont d’ar bobl e pep giz : Ne zimezont ket ha merc’hed a gemeront ; ne labouront ket ha kegin vat a reont ; en anv Doue e prezegont hag al Loue-Aour a enoront.

“Doue a wel pep tra” ha Doue a wel buhez fall ar Jezuited tagnous. Doue, evit kement-se, a zo yenaet ouzh ar veleien fall.

Gwechall, en amzer ar sent, an hini a zebre beleien a varve gant re gorfad. Hirio ar broioù a dro kein d’ar Jezuited a zo evurus ha galloudus meurbet. Hep douetañs, ar Jezuited eo beleien an “Antekrist” ha komzoù sant Erwan a zo deuet da wir : “Dre ‘ma tostaio fin ar bed, ar fallañ douar gwellañ ed. An Antekrist a yelo da chom war gador sant Pêr da Rom”.

Ya, pab an Antekrist a zo war gador sant Pêr e Rom, hag hep dale me raio deoc’h merkoù anat eus ar gwall skouer-se. »

Gwir-Gog a ouie eus an Apokalips hag eus an diouganerezh hengounel ! Desket war e gatekiz ha desket war kredennoù ar bobl. Sant Pêr doujet bras gantañ…

Ya, sant Pêr a rae berzh !

Evel en skridoù Jozef Prijant, lesanvet ar Gwenaner emezañ, eus Treduder p’en devoa savet e gazetenn dezhañ e-unan evit kabaliñ en 1935 : Mouez an Abostol sant Pêr – ar Pab komunist, Porjer ar Baradoz – Kazetenn savet evit difenn labourerien Eskopti Treger, Bro ar Bonedou Ru. Ya, kabaliñ :

« War ar renk ’vit bezañ depute

Eskopti Treger, hon c’hontre,

Evel kandida komnunist,

Diskibl Sant Pêr ha Jezuz-Krist. »

Biskoazh ! Hennezh a ouie embann krenn ha krak :

« Enor ha gloar da Jezuz-Krist,

Ar c’hentañ Skolaer komunist,

Hag enor ha gloar da Sant Pêr,

Nevoa suprimet ar vizer ! »

Netra muioc’h, netra nebeutoc’h ! Gloar da Jezuz, gloar ivez da Stalin ha gloar ivez da Lenin !

« Er blâvez 1935, Staline hag ar bolcheviked, diskibien Jezus-Krist ha Lénine a zo komunisted rik. Ha setu perag ne n’eus den ezomek ebed er Russi. »

« Bevet Talbenn unvan al Labourerien !

Ar Soviedoù e pep lec’h !

Bevet an Arme Ruz ! »

Peadra da frealziñ ar Vladimir ha da displijout naet da Volodymyr !

Embann a rae ivez : « Ar Breton a c’houlenn bezañ kelennet war an dro diwar-benn gwir Relijion Jezuz-Krist, ar Politik, hag Istor ar Vro. » Un doare Feiz ha Breizh dazeilat (alternatif mard eo gwell ganeoc’h) ! Peadra da souezhiñ ur Yann-Vari Perrot bennaket ha d’e lakaat da venel simudet mik !

Herve Bihan

Levrlennadur

Herve Bihan, Pennadoù brezhoneg nebeut anavezet : pennadoù embannet war La Défense Laïque etre 1925 ha 1929, hor Yezh, Niv. 289, 2017, pp. 33-52.

Jozef Prijant, Mouez an Abostol sant Pêr, advoullet hor Yezh, Niv. 206, Mezheven 1996, pp. 50-51.

Lec’hienn ar BNF, La Défense Laïque : https://presselocaleancienne.bnf.fr/ark:/12148/cb32754765c

(Trugarez da Nerin ar C’horr diskoacher Mouez an Abostol)

Le Studio - Agence de création graphique et web