Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 56 : LOEIZ-NAPOLEON, ELIZE HAG EMIL

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 56 : LOEIZ-NAPOLEON, ELIZE HAG EMIL

Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 56 : LOEIZ-NAPOLEON, ELIZE HAG EMIL
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 56 : LOEIZ-NAPOLEON, ELIZE HAG EMIL

Planieliz zo tud sebedennus. Plede pro domo ! Hag an hini sebedennusañ dioute, sur a-walc’h, oa Loeiz-Napoleon ar Rouz !

Pebezh buhez voe e hini. Hennezh hag a oa ganet en 1890 a redas ar vuhez diwar mil micher : kazetenner, troer, studier, stourmer, politiker, kontaouer, hag all. Mont a reas betek penn e soñjoù ha betek penn merkoù don e spered. Un den digor war ar bed, e ved dezhañ met ivez ar bed holl hag e amzer-da-zont.

Harz a voe d’e vuhez en ospital en Londrez en miz eost 1944, lac’het ma voe gant ur V1 alaman. Eñ hag en devoa nac’het mont d’an emgann, nac’het mont d’al lazhadeg veur en 1914 dindan al lifre gall, hag aet dindan al lifre saoz… Ma, ar bombezennoù ne reont ket a zisparti etre an dud : kouezhañ ha lac’hañ neb bennak paket dindane, tud vras, tud vunut, tud yaouank, tud kozh, gall, saoz, breton…

Hag evit gopr kaout e anv kizellet barv war monumant ar re varv, en e barrouz…

Met ar sebedennusañ gant hon Loeiz-Napoleon, ha n’eo ket e anv, ha koulskoude ! Un anv etre hengoun ar roue hag an impalaer… Nann, bezañ eo e intrudu politikel liessort war meur a dachenn. Savet gantañ ar strollad disrannour kentañ gant e gazetenn Breiz Dishual, asambles gant tud evel Emil Masson.

An Emil, just a-walc’h, a savo ur gazetenn all, Brug, ma kemero perzh en enni hon Planielad. N’eo ket souezh, tud eus ar memes koad gant soñjoù tost o vont war-du mennozhioù al liberterien. Biskoazh, difennourien ar bobl gant mennozhioù eus an tu kleiz pellañ, enep ar brezel, a-du gant Breizh evel bro dizalc’h, hag i oc’h ober gant ar brezhoneg evit brudañ tout se !

Siwazh, siwazh, heñchoù kaer evel-se war-du un amzer-da-zont skedus n’hallont ket padout, eme an istor. Ret e oa renkañ koñchoù fin ar c’hantved all… ha se war goust an dud, ha ne oa ket dioute eus an dud o devoa ar galloud da divizout, anat. Ha kentel Konli eta ? Moged…

An Emil ne raio ket anaoudegezh gant an eil brezel… Evel Riou, Sohier hag a vo falc’het yaouankoc’h c’hoazh.

Hon Loeiz-Napoleon a deskas iwerzhoneg, hag a studias ar yezhoù keltiek. Sevel levrioù a reas ivez, lod diwar e soñjoù politikel, hag unan, brudet, diwar-benn buhez Padraic Pearse, embannet e 1932 (a vo troet en saozneg en Iwerzhon). Bezañ e vo ivez kenlabourer ha mignon da James Ramsay McDonald, a-raok da hennezh mont da vinistr kentañ Breizh-Veur.

Ur vuhez sebedennus, pan lâren deoc’h…

« Al labourerezh lin eo unan eus gwellañ micherioù Bro-Dreger goude al labour-douar. Al labourer lin a dremen e damm buhez ’n ur vilin, e-barzh ur boultrenn, e-mesk ar c’haraj (pe kalaj, kanastr ma fell deoc’h) ha koulskoude na en em glemm tamm ebet. Petra a zo kaoz ? Gounit a ra arc’hant, hag ar boultrenn a lonk nand eo ket tamm poanius ebet d’e yec’hed. Ar boultrenn-mañ na chom ket stag ouzh an estomak nag er c’horzailhenn. En ur ger nand eo na yac’hus na klañvus. Gwelet e vez bamdez labourerien lin, yac’h ha kalet o vevañ betak tri-ugent, pevar-ugent vloaz, ha netra na harz ane (anezhe) da evañ gwin-ardant evel dour. An dud paour ! E-lec’h lakat o gwenneien da brenañ gwin-ardant na da evañ re a jistr, i a dleje lakat ane da brenañ bara, ha dilhad, pe da ober en-dro d’o zi. Peurvuiañ eo ar mevel an hini a ev ar muiañ. Alies ivez e vez gwelet ar mestr o reiñ ar skouer fall : evañ kalz ha lezel e stal da vont da font. Peurvuiañ al labourer-lin a zo paeet mat. An hini, eta, a zo fur hag interestet a c’hall dastum arc’hant dont da vestr d’e dro ivez. Muioc’h avañtajus eo ar vicher-se evit hini all ebet. Gwashoc’h eo a zo seblant ganti da vont da goll souden. Koulskoude, na pa ve ken micher all ebet en Treger, keit ha ma vo lin da labourat a vo bara da zebriñ. »

Brug, genver 1913, p. 7 (lakaet er skritur a herie ganin).

Skrid Élisée Reclus A mon frère, le paysan a voe ur skrid pouezus evit emsaverien ha liberterien Brug, ken e voe troet e brezhoneg en 1912. Daou stumm a voe, unan troet gant Loeiz-Napoleon ar Rouz hag unan all troet e gwenedeg. Sed amañ penn-kentañ troidigezh vrezhonek hon Loeiz-Napoleon, lakaet er skritur a-vremañ ganin.

« D’am breur, al labourer

Ha gwir eo, teus goulennet diganin, ha gwir eo emañ da vignoned, labourerien ar c’hêrioù, o soñjal lemel a-dre ma daouarn an douar, an douar kuñv-se a garan hag a ro din pennoù-ed, divalav, gwir eo, hag eñ o reiñ koulskoude ? Bevet en deus ma zad ha tad ma zad ; ha ma bugale a gavo er pennoù-ed-se un tamm bara marteze. Ha gwir eo teus c’hoant da lemel diganin ma douar, ma stlepel er-maez eus ma zi plouz ?

– Nann, ma breur, n’eo ket gwir kement-se. Peogwir e karez da zouar hag e labourez anezhañ, ec’h eo dit e tle bezañ an eost. Te eo an hini a ra ar bara ha den n’en deus gwir d’e zebriñ a-raok dit, a-raok d’ar wreg he deus staget he buhez ouzh da hini, a-raok d’ar bugel a zo ganet diouzhoc’h. Mir, hep aon, da irvoù (irvi), mir da bal ha da alar da dreiñ an douar kaledet, mir an had da binvidikaat an douar. Netra n’eo muiooc’h sakr eget da labour, ha mil mallozh d’an hini a c’hoantafe lemel diganit an douar a zo deut da vager dre da boaniou !

Mes pezh a lavaran dit n’en lavaran ket da dud all a soñj dezhe int labourerien ha nend int ket. Piv eo ar re-se a fell dezhe bezañ labourerien, larderien an douar ? Unan anezhe a zo ganet aotrou bras. Pa eo bet laket en e gavell, paket en gloan hag en seiz flour d’an dorn ha d’al lagad, ar beleg, un den a lezenn, an noter ha kalz a bennoù bras all a zo deut da saludiñ an nevez-c’hanet evel un danvez mestr nevez war an douar. Lubanerien, paotred ha merc’hed a zo deut a bep tu da zegas dezhañ profoù, voulouzoù brodet gant arc’hant ha c’hoarielloù aour ; e-pad ma roer dezhañ a-leizh a zonezonoù, skrivagnerien a lako en levroù bras penaos ar bugelig en deus amañ feunteunioù hag a-hont stêrioù, pelloc’h koadoù, parkoù ha pradoù, hag e lec’h all c’hoazh parkoù all, koadoù all, pradennoù all. Bezañ a zo er menezioù, en plaenennoù ; memes dindan an douar ez eo mestr da zomanioù all ez eus enne tud o labourat dre gant, dre vilieroù. Pa vo erru bras, marteze, un devezh ez ay da welet ar madoù a zo dezhañ abaoe eo deut eus kof e vamm, marteze ne gemero ket ar boan da vont da welet an holl draezoù-se ; met ober a ray dastum ha gwerzhañ ar pezh a deuio dioute. A-bep tu, dre heñchoù bras ha heñchoù-houarn, dre bagoù war stêrioù ha war vor, e vo degaset dezhañ seier bras a arc’hant, leveoù diwar e vaezioù. Ac’hanta ! pa vo an nerzh a-du ganeomp, lezel a refomp anezhe e koufroù an hêr ? Ha respetiñ a refomp an danvez-se ? Na refomp ket, mignoned, kemer a refomp an holl draezoù-se. Ni a rogo ar paperoù-se, ni a dorro dorioù ar c’hastell, ni gemero an domanioù. ‘Labour, mar teus c’hoant da zebriñ’ a lavarfomp d’ar fals-labourer-se ! ‘Netra deus ar pinvidigezhioù-mañ, n’eo dit ken’ »

Hag un tammig pelloc’h c’hoazh e tiskleir an Elize gant e vouezh vrezhoneg prestet dezhañ gant hon Loeiz-Napoleon :

« Pezh a labourez, ma breur, a zo dit ha sikour a refomp ac’hanout d’en mirout gwellañ ma c’hallfomp : mes pezh na labourez ket a zo da un all, d’ur mignon. Gra plas dezhañ. Eñ ivez a oaro lakat had en douar. »

Pebezh paradoks. Loeiz-Napoleon en devoa gouvezet skrivañ kaer istor, buhez ha kurioù tud all. Met den, betek an dez a herie, n’en deus embannet levr diwar e benn. Ha koulskoude, gant ur vuhez evel-se zo peadra. Peadra da sevel un dezenn, ma n’eo ket tezennoù. Peadra da sevel ur film diwar-benn haroz Planiel, divrud en bro e gavell zoken. Gwir eo, mont eus ar sklêrijenn d’an teñval zo ur blanedenn gwall anavezet…

Herve Bihan

Levrlennadur

Émile Masson, Les Bretons & le socialisme, Présentation & notes par Jean-Yves Guiomar, Centre d’Histoire du Syndicalisme, Maspero, 1972.

Fañch Broudic, Al liberterien hag ar brezoneg – Brug : 1913-1914, Brud Nevez, 1983. [adembannet dindan un titl disheñvel : Eun dra bennag a zo da jeñch er bed – Emile Masson ha « Brug » 1913-1914, Brud Nevez, 2003].

J. Didier & Marielle Giraud, Emile Masson professeur de liberté, Éditions Canope, 1991.

J. Didier & Marielle Giraud (embannerien), Émile Masson prophète et rebelle, PUR, 2005.

Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien, Al Liamm, 1992.

Testenn c’hallek Élisée Reclus : https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k1527697g#

Testenn vrezhonek gant Loeiz-Napoleon ar Rouz : https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k15093644

Le Studio - Agence de création graphique et web