Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 57 : DESKIÑ E CHIFROÙ EVIT JEDIÑ, NIVERIÑ HA KONTAÑ AR BED

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 57 : DESKIÑ E CHIFROÙ EVIT JEDIÑ, NIVERIÑ HA KONTAÑ AR BED

La météo La météo
mars 18, 2025 - mar.
Trévou-Tréguignec, France
ciel dégagé
12°C ciel dégagé
Wind 5 m/s, E
Humidity 62%
Pressure 761.31 mmHg
Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 57 : DESKIÑ E CHIFROÙ EVIT JEDIÑ, NIVERIÑ HA KONTAÑ AR BED
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 57 : DESKIÑ E CHIFROÙ EVIT JEDIÑ, NIVERIÑ HA KONTAÑ AR BED

DESKIÑ E CHIFROÙ EVIT JEDIÑ, NIVERIÑ HA KONTAÑ AR BED.
Ar jediñ ! An niveriñ marteze ? Goût kontañ ha lenn mat an niveroù… Ober gant chifroù a-benn taolenniñ ar bed en-dro dimp : ar pevar amzer, ar seizh avel, an nav gwagenn, hag all, hag all. Ha se n’eo ket kontañ tri, pevar ha nav nemet kontañ pemp ha pevar, ma n’eo ket nav… e vefe… pe neuze klevet ar seizh mil…

Pemzek levenez zo avat ! Pa rankomp tremen hep chistr pemzek, eme Yann seitek ! Ha bezañ didoan ma welfomp an diaoul hag e bevar o c’haloupat hag o redek ar vro… en ur c’hoarzhin glas en heklev an avel.

Entre ar seizh biskoazh hag ar seizh luc’hed kamm emañ ar seizh ard ! Ar pezh a gont eo ober nav, anat deoc’h.

Seizh, ar chifr hud.

Ha ma kasit ho kammedoù evit ur bale kaer en tu Lanriware (Goueled-Leon) e kavfet gwelloc’h c’hoazh. Eno zo ur vered, hag er vered zo bezioù kozh, hag er bezioù kozh zo tud eus an amzer gozh. Un amzer gozh ma oa bet stourm etre ar relijion gozh hag ar relijion nevez, hervez ar vojenn bepred ! Ha lac’het sent a vil da vil vern… Soñjit ’ta, hervez kont, zo 7777 sant dindan ar mein-bez-se. Ar chifr seizh lieskementet ! Met 7777 a ro, hervez kont, seizh mil seizh kant seiz ugent ha seizh ganimp, ar pezh a ra 7847 !

Sede, evel ma lârfe ul lavar kozh ha hengounel nevez-savet : Tud vat ho salud d’ar sent o tremen Lanriware ar vered. Ploubêriz a oar re vat !

C’hoari gant ar chifroù, c’hoari gante da derc’hel soñj. Derc’hel soñj eus hon bed ma klask ar bed modern e lonkañ.

Kervarker, hennezh, a wele se bepred pa’n devoa embannet Gousperoù ar Raned, dindan un anv all, Ar Rannoù. Daou anv evit ar memes disoc’h, evit gwir.

« Daig, mab gwenn Drouiz, ore,

Daig, petra a fell dit-te ?

Petra ganin-me dit-te ? »

Re vrudet evit bezañ pouezet war ar geriennoù-se ! Na pet stumm zo bet, na lod kanet kaer herie an dez. Hag aze c’hoazh un afer niveriñ da hilligat memor an dud. Sed aze en-berr :

« Daouzek miz, daouzek arouez,

An diwezhañ-a’n-diwezh,

Saezher, ’hellink flimm e saezh.

Daouzek arouez en em drailh

Ar Vuoc’h ken, ar Vuoc’h du bailh,

O tonet oc’h Koad-Ispailh.

Unnek beleg houarnezet,

Dek lestr tud gin,

Nav dornig gwenn,

Eizh avel o c’hwibanat,

Seizh heol ha seizh loar,

C’hwec’h mabig graet e koar,

Pemp gouriz an douar

Pevar maen-higolen,

Tri rann er bed,

Daou ejen,

Hep rann ar Red hepken,

Ankoù, tad an anken,

Netra kent, netra ken »

Marteze e oa kement-mañ-diwezhañ en spered Yann Peton, eus Karaez, pan daolas orezonoù santez Berc’hed a Sued diwar-benn goulioù ar C’hrist, ha se diouzh e geusteurenn eñ ! Ha sellit amañ tammoù eus ar skrid souezhus-se eus 1713 (pe se), ur skrid diaes bras da gavout ’m eus aon (lakaet er skritur a herie ganin) :

« Hor Salver Jezuz-Krist, goude bezañ klevet ar santezed [Elisabed, Berc’hed a Sued ha Melktid a Hakeborn] en o orezon, a aparisas dezhe en ur gomz evel-se :

Penaos em eus skuilhet abalamour deoc’h, daou vil daou c’hant ha tri-ugent ha pemp banne a daeroù,

Seizh mil tri c’hant banne gwad e-barzh er Jardin,

E-barzh em c’horf em eus resevet c’hwec’h mil c’hwec’h kant c’hwec’h gouli ha tri-ugent,

War va fas em boe dek fasad ha kant,

War va gouzoug em boe c’hwec’h ugent taol,

War va stomok tri ha daou-ugent,

War va fenn pemp ha pevar-ugent,

War va c’hostezioù hag em doull-flank, seizh ha tregont,

War va div skoaz daou ha tri-ugent,

War va div vrec’h daou-ugent taol,

War va div vorzhed ha va divesker daou ha tregont,

War va genoù on bet skoet tregont gwezh,

E-giz ur ravolter on bet tretet a daolioù treid kant dek gwezh ha tri-ugent,

Heurtet ha diskaret d’an douar trizek gwezh,

Sachet war va blev tri c’hant gwezh,

Sachet war va barv ha ma dreinet o deus eizh gwezh ha hanter-kant,

Tri c’hant toull a voe graet em penn gant ar gurunenn a spern, …. »

Mil ha miloù a droioù zo, mil ha miloù a c’hoarioù zo. Pep hini a oar e vo taolet ar prenn mil seizh kant gwezh ha tri-ugent da welet, da lakaat divinout hon amzer-da-zont. En hon niverouriezh e vo bepred dalc’het hon seizh glav, hon seizh amzer, hon seizh ard, dimp da vezañ evurus evel seizh !

Herve Bihan

Levrlennadur

Teodor Hersart de La Villemarqué, Barzaz Breiz, 1867.

Gwennole ar Menn, Ul levr iskis, hini Yann Peton (1713 ?), Al Liamm, Nnn 208, 1981, pp. 347-351.

Ian Peton, An adoration perpetuel d’ar sacramant sacr ha santel eus an auter (…), Composet gant ur bælec hanvet Ian Peton, natif eus ar guear a Garaës, [1713 (?)]. [dastumad Herve Bihan]

Bernard Tanguy, Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère, Chasse-Marée-ArMen, 1990, p. 114.

Jean-Jacques Boidron, Gousperoù ar Raned ha gourspered Ar Rannoù, Skridoù Dastum, 1993.

Le Studio - Agence de création graphique et web