Er penn-kentañ e oa an dour, an dourioù, ar ruzelennoù, ar gwazhioù, ar stêrioù, ar rivieroù, ar gwazhredennoù… Gwazhied hon bro. Testoù istor an dud, testoù hon memor. Gwallgaset, koulskoude. Kondaonet ha rediet da charreat hon lastez. Hon c’hunujennoù da dereadegezh an Natur…
Glanneier an dourioù zo aze dirakomp ha ni sellet pell, ma c’hallomp, war-du ar pell, ar pellañ memes, er pelloù. Petra zo en tu all ? Petra zo kaoz ne fell ket dimp chom en tu-mañ eus ar glannoù ? Magañ hon avanturioù kentañ, digeriñ hon spered ha heuliañ ar goumoulenn he devoa kredet cheñch glann…
N’eo ket ar memes plant, ar memes gwez, ar memes bleunioù, ar memes loened… nag ar memes tud moarvat ! zo soliet en tu ar c’hlann en enep d’hon selloù pizh.
Er penn-kentañ e oa ivez ar roudouz, pe ar roudour, kinnig d’an dour ma kred lezel un tremen d’ar reoù a oar kas o c’hammedoù a c’hlann da c’hlann. Troad skañv ha spered dudius.
Er penn-kentañ e oa ivez ar roudouz al lec’h em gavout, eus an daou du eus an dour. Ar vrezelourien a ouie renkañ o dabutoù gant un eskemm reut a glezeoù dir, gant un eskemm kalet a skoedoù bruzunet…
An enor, ar memor ? An daou moarvat.
Herie zo brezelourien all en Roudouroù Gwengamp, brezelourien ar vell vodern !
Er penn-kentañ e oa c’hoazh ar pont : lampat a-us d’an dourioù, met ivez lakaat darempred etre div c’hlann. Ar pont-prenn, an hini graet gant kef ur wezenn, ar pont koshañ. Ar pont roman savet war ur wareg maen.
Ma zo bet emgannoù er roudouroù, reoù all zo bet war ar pontoù (ar poñchoù a lâromp). Emgann Pont-ar-Loc’h a vir memor Gregamiz ha hini an arme renet gant Jorj. Petore Jorj’ta ? Jorj Kadoudal anat deoc’h. Ha Pont-Krac’h, war an Aber-Ac’h, savet gant an Diaoul hervez kont. Plougerneviz a lâro dimp ! Trouz mor en Pont-Krac’h : glav hag avel ken a gac’h ! Sal respet !
Tud Treger vihan, diouzh o zu, a oar re vat pegen pouezus eo ar pontoù bras en o bro, kuit a vont gant hentoù kammigellus : Pont Sant-Kritof en Lezardrev etre Treger ha Goueloù, Pont-Kanada etre Tredarzeg ha Landreger, hep kontañ ar Pont-Du pe ar Poñchoù-Du, pe… Tremen dre Pontrev kement ha reiñ hon gwellañ soñjoù da ebeul ar vro !
Hon hendadoù a ouie pegen strizh e oa ar pont, mervel, mont, kuitaat ar bed. Tremen ar pont, tremen ar pont strizh a lârent : c’hoazh cheñch glann. Dreveziñ bed du ha don Hades evit mont da heul an Ankoù o c’hoarzhin glas.
Hon c’hendirvi a Gembre, i, a oar lâret croesi’r afon « treuziñ an dour », « mont en tu all d’an dour ». Ar memes avon (stêr pe rivier herie) a oa en kreiz preder hon hendaddoù ivez : avon an ifern da lârezh ar C’hatolikon en 1499…
Herve Bihan
Levrlennadur
Emile Ernault, Le Mirouer de la Mort, poème breton du XVIe siècle, Paris, 1914.
Roparz Hemon, Trois poèmes en moyen-breton, Dulenn, 1962.
Per Pondaven & Yann Riou, Trouz ar Mor, Editions Le Télégramme, 2003, p. 90.
R. E. Jones, Llyfr o Idiomau Cymraeg, Gwasg John Perry, 1975, p. 24.
Jehan Lagadec, Le Catholicon armoricain, Imprimerie Floc’h, 1977, p. 14b.




