Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 59 : KONERI MARTEZE KONERIN, GONERI DU-MAÑ HA CONNERY SKOSIZ

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 59 : KONERI MARTEZE KONERIN, GONERI DU-MAÑ HA CONNERY SKOSIZ

Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 59 : KONERI MARTEZE KONERIN, GONERI DU-MAÑ HA CONNERY SKOSIZ
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 59 : KONERI MARTEZE KONERIN, GONERI DU-MAÑ HA CONNERY SKOSIZ

KONERI MARTEZE KONERIN, GONERI DU-MAÑ HA CONNERY SKOSIZ

Kliched ar c’hlichedoù : Breizh douar ar sent kozh… Ha lod koshoc’h evit koshoc’h, ar braz anezhe bet o veajiñ hag o tont seder eus an tu all d’ar mor. Lod anezhe o tont eus Iwerzhon, zoken. Soñjit’ta penaos ar vojenn a lak anezhe, pe al lod bras, da vezañ treuzet ar mor gant bagoù mein ! Gwelloc’h krediñ evit ober ! Klaskit roeñviñ pe lakaat an avel da c’hwezhañ a-walc’h er gouelioù da gas seurt lestroù da vont war-raok ha deuit da gontañ din ! Met n’in ket da distruj ur vojenn ken kaer ha ken dudius memestra !

Hon sent, brudet pe divrud, bras pe bihan, zo gante perzhioù na gavfet ket gant an disterañ hini ac’hanomp. Lod a oar petra eo an dour, evel Divi, pe c’hoazh petra eo lakaat tud zo da devel, evel Divi c’hoazh hag adarre. N’eo ket diaes, kalz eus hon feunteunioù zo meret gante, gant hon sent. Feunteunioù da reiñ dour pareañ, dour ar yec’hed. D’am soñj e vefent spontet ha heuget o welet petra eo deuet an dour-se en dez a-herie… Dre chañs zo sent all da ober war-dro an dour, met n’int ket niverus a-walc’h ha n’on ket sur e vezont sikouret nemeur.

Sede, en-mesk un nebeud sent zo unan bennaket en devoa sachet ma evezh pell zo… Unan anvet Konerin, hag a c’hallfe bezañ Koneri evit gwir (eufemism ar mojennerezh). Brudetoc’h dindan ar stumm Goneri avat : Sant-Goneri entre Kroeshañveg ha Gweltaz, nepell diouzh Pondi, ha se war an douaroù mestroniet gant ar re Roc’han… Met evidomp-ni Tregeriz, n’eus ket par da iliz sant Goneri en Plougouskant, gant he zour a-dreuz. Ha neuze Koneri pe Goneri ? Ba, ba, ar ger sant lakaet dirak (marteze o kemer plas ul lann bennak ?) en deus lakaet « k » da vont da « g » ! Dres evel en anvioù tud pan lârer Erwan Gonan pan eo Konan an anv.

Ur vojenn a lâr eo Koneri unan o tont eus Iwerzhon, kontelezh Munster hervez. Marteze e teu eus Skos ? Kar d’ar reoù anvet Connery du-hont ? Evel ur serten Sean ? N’ouvezer ket. Met bezañ e c’haller soñjal e talvez an anv kement hag ur « mestr ar chas ». Un displegañ all zo ? Ne vern. Ar silabenn gentañ Kon- zo etre ki ha den uhel forzh penaos ! Soñjit en Konan adarre…

Ar vojenn, pe ur vojenn all, n’em eus ket soñj, a laka anezhañ da vezañ mab ur santez, santez Liboubana pe Eliboubana, bet o vevañ war enez Loaven.

Hon Anatol (ar Braz, evel just) en devoa klasket tapout goût hiroc’h diwar-benn ar sent ha tapet bommoù amañ, bommoù ahont. Betek ma voe kontet dezhañ gant Jaketa gozh ur marvailh diwar-benn ur sant « bihan », Konerin, anv malizenn entre Koneri ha Nerin ? Lanneur ne oa ket pell.

Amañ da heul an tamm kontadennig lakaet en brezhoneg ganin. Evel-se e oa bet kontet d’an Anatol, n’ouvezan ket, met ne oa ket pell, sur.

Pan lârin deoc’h en deus an danevellig perzhioù a adkaver en danevelloù all kalz koshoc’h, en Kembre lakaomp, n’on ket sur e vefet avañsetoc’h. Met just un draig bennak : Konerin a vo ganet div wezh gant div vamm, dres evel an Taliesin Kembre. Munudoù all zo entreze c’hoazh, met a-walc’h evel-se.

Tapit ho plijadur ha kemerit penn hent avanturioù sant bihan Treger.

Herve Bihan

Ur sant bihan yaouank a-walc’h e oa c’hoazh Konerin, a-boan ur c’hrennard. Un deiz ma oa o vont d’ar skol e kavas tud divalav war e hent. E herzel a rejont ha lavaret dezhañ :

« – Pell zo emaomp ouzh da c’hedal. En taol-mañ ne c’helli ket tec’hel.

– Petra a fell deoc’h ? a c’houlennas ar sant bihan ha mat.

– Da lazhañ a fell dimp. Petore marv a vo roet dit ?

– Ma lazhañ ! Perak ? N’em eus graet netra deoc’h.

– Ret eo dit mervel. Pe bezañ goustilhet pe bezañ devet en bev.

– Mard eo ret mervel, eme ar sant, ec’h eo gwell din bezañ devet.

– Dibun da bedennoù, rak deuet eo an eur. »

Staget gant kerdin kreñv e voe gant an dorfedourien, goude e voe lakaet en ur bern lann sec’h a oa aze, war lez ur waremm, ha lakaet tan e-barzh.

Gortoz a rejont ma voe devet pep tra ha mont kuit. En enderv e tremenas daou den paour, daou glasker-bara, gwisket gant pilhoù, nemet e oant tud a renk uhel en neñvoù. En ur degouezhout el lec’h ma voe bet devet Konerin en bev, e weljont, war lein ar berniad ludu, un aval brav, na oa ket poazh.

« – Dal, eme unan anezhe, bugulien vihan o deus bet lakaet tan amañ da boazhat avaloù. Ha sed aze unan n’eus ket bet stoket outañ gant an tan. Rannomp anezhañ etrezomp ‘ta.

– Doue ra viro ! a estlammas egile ; ma n’eo ket bet stoket gant an tan, arabat dimp stekiñ outañ kennebeut all. Sammomp anezhañ, met dezhañ da chom en e bezh. »

Ur wezh lavaret kement-mañ e kemeras an aval hag e lakaat gant aket en e c’hodell.

Nepell alese e tegouezhjont e-kichen un ti-soul savet war vord an hent bras. Ur wrac’h kozh a oa o nezañ war an treuzoù.

« – Demat deoc’h, gwrac’h kozh, eme ar c’hlasker-bara. Daoust hag-eñ n’hoc’h eus ket ur verc’h ?

– Geus ‘vat, a respontas an nezerez.

– Ha n’eo ket dimezet ?

– Emañ a-boan gant he zriwec’h bloaz.

– Ha gwerc’h eo d’ho soñj ?

– Petore goulenn a-berzh un den mat. Met bezañ ‘c’hellan touiñ, ma dorn savet, ec’h eo ma merc’h ken gwerc’h ha Mamm Doue.

– Mar komzan ouzhoc’h evel-se, n’eo ket dre ma ‘m eus c’hoant ober gaou deoc’h. Er c’hontrol, bezañ ec’h eo evit sikour ac’hanoc’h. Ur c’hleñved grevus zo war-nes kouezhañ war ho merc’h. Nag, na c’hwi a c’hell gouzout, nemedon. Ac’hanta ! Pa glevfet anezhi o klemm, roit dezhi an aval-se a fizian ennoc’h hag a zo ar remed galloudusañ ha surañ eus an holl remedoù. Da skouer, na roit anezhañ dezhi nemet pa vo deuet ar c’houlz. Gortozit ho merc’h da glemm ouzh he c’hof. Betek neuze mirit anezhañ aketus. N’ho po ket keuz bezañ sentet ouzhin. »

Ha sede ec’h eas an daou glasker-bara diwar wel.

Ar wrac’h kozh, goude bezañ troet ha distroet an aval etre he bizied, a lakas anezhañ en he fres, hep soñjal ennañ muioc’h.

Ha sede, nebeut war-lerc’h, e teuas he merc’h, a oa devezhourez, en-dro d’ar gêr, disliv.

« – N’ouzon ket petra zo ganin, a vouskomzas, met poan ruz am eus. »

Ar vamm a savas soñj dezhi eus komzoù ar c’hlasker-bara.

« – Debr ar fouezhenn-mañ hag e vi pareet, emezi, en ur diskoachañ an aval diouzh ar pres. Ar remed gwellañ eo. »

Ar plac’h yaouank da zebriñ an aval ha santout, evit gwir, un disamm bras. Met, er mizioù war-lerc’h, he divgroazlez a vrasae, a vrasae diouzh ar c’hentañ sell. Gant he mamm e voe kaset da di un diskonterez, brud ganti gouzout eus a-bep seurt kleñvedoù.

« – Brazez eo ho merc’h, eme an diskonterez.

– Sed aze un dra all c’hoazh ! a estlammas ar vamm. »

Kas a reas he merc’h en-dro d’ar gêr, oc’h ober rebechoù bras dezhi, a-hed an hent, hag o c’houlenn diganti petra anv an hini en devoa pec’het ganti. Met ar paour-kaezh plac’h, o ouelañ, ne rae nemet lavaret hag adlavaret en ur difronkañ :

« – Asuriñ a ran deoc’h on ken gwerc’h ha Mamm Doue. »

Kement-mañ a reas trouz bras er vro. Muioc’h a drouz c’hoazh dre ma oa brudet ar verc’h evit bezañ devot ; bemdez, gwir eo, a-raok he gwallzarvoud, e ouie mont da selaou an oferenn ha, bep sul, e komunie. Truflenn a voe graet anezhi. Ne gredas ket mui dont d’an iliz. Ar person, hag a gare anezhi, a deuas betek enni en he zi, ha lavaret dezhi :

« – Deuit en-dro d’an iliz, evel a-raok. Arabat bezañ chalet gant kaozioù an dud. An dud o deus daoulagad, met ne welont ket hag o zeod a dro hep gouzout petra a lavaront. »

Ouzh ar vamm e lavaras c’hoazh :

« – Arabat kunujenniñ pe kannañ ho merc’h. N’eo ket ur bec’herez. Diwezhatoc’h e komprenfet talvoudegezh kement tra. Pasiantit ha pedit an Aotrou. »

Er sul war-lerc’h, diouzh e gador-brezeg, e troukkomzas kalet ouzh ar reoù a gonte kaozioù diwar-benn ar plac’h yaouank brazez.

« – Aze ‘maoc’h evel ur vandennad komerezed a vo estonet mat ha tapet brav pa vo deuet ar c’houlz hag e vo displeget pep tra. »

An nav miz ac’h eas hebiou. Ganet e voe ar bugel hep na voe an disterañ poan gant e vamm. Ar person e-unan a deuas da gerc’hat ar bugel digant an amiegez hag e gas kerkent d’an iliz. Erruet e-kichen ar maen-badez e c’houlennas :

« – Piv a fell dezhañ bezañ paeron ha maeronez d’ar bugel-mañ ? »

A-boan echuet komz gantañ ma lavaras ar bugel a-vouezh uhel kement ha bezañ klevet gant an holl :

« – N’em eus ket ezhomm a gaout ur paeron pe ur vaeronez. Sant Konerin e oan a-raok, sant Konerin ec’h on bremañ. »

Ur gouloù dreist-ordinal a lugerne en-dro d’e dal. Kontañ a reas penaos e oa bet lazhet ha trugarekaat Doue evit bezañ e lakaet da adgenel evit e servijañ. Abaoe kement-mañ, pa vez goulennet sikour ar sant-se, e vez graet ar bugel ganet gant div vamm anezhañ.

Levrlennadur

Anatol ar Braz, Conerin, Annales de Bretagne, t. 11, 1895, pp. 173-177 [skrid istor Konerin]

Leon Fleuriot, Prophéties, Navigations et thèmes divers, Histoire Littéraire et Culturelle de la Bretagne, tome 1, 1987, p. 155.

Bernard Tanguy, Grand dictionnaire historique des saints et saintes de Bretagne, Skol Vreizh, 2024, pp. 137a-138b.

Joseph Loth, Les noms des saints bretons, Paris, 1910.

Gwennole ar Menn, Grand choix de prénoms bretons, Éditions Breizh, 1985.

Albert Le Grand de Morlaix, Les Vies des Saints de la Bretagne Armorique (emb. gant Thomas, Abgrall & Peyron), Kemper, 1901, pp. 117-122.

Le Studio - Agence de création graphique et web