Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 66 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (1)

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 66 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (1)

Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 66 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (1)
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 66 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (1)

AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (1)

Evit an dezioù zo anv eus Gwalarn, savet ur c’hant vloaz bennaket zo. Meur a hini zo bet o voulc’hañ gant an avantur-se, hag an hini pennekañ, efedusañ, sebedennusañ a voe unan a reer Roparz Hemon anezhañ, unan bet ganet gant e gantved, en Brest. Gwalarn a oa neuze evel ur bugel ganet dezhañ, drezañ moarvat, ma ne oa ket un degouezh dezhañ da gaout troc’h gant e vuhez kent. Un doare da lakaat hon lennegezh war he c’hantved. Paouez gant barzhoniaj lec’h zo anv eus balafenned liesliv ha lufr, eus bleunioù kaer ar parkoù lin, eus ar mor glas-glas a-hed an amzer, eus botoù-koad derv ha n’int ket dre-dan, eus togoù ront gant rubanoù hir-hir, re hir, o tivilhañ ouzh ar pevar avel… en touez ar peulvanoù hag an taolioù-mein… ar brug hag al lann… lusket gant korandoned etre al lun hag ar sul… Kozh skeudennoù ur vro en hec’h unan, kloz mat evel ur vleunienn a-raok an nevezamzer sovetaer rak aon kaerder ar bed tro-dro.

Geriennoù Roparz Hemon a oa fraeshoc’h c’hoazh : « Anaout a reomp holl ar marvailhoù-se a vez en dibenn anezho ar re vat gopret, hag ar re fall kastizet ; ar marvailhoù-se a vez livet enno an holl Vretoned evel aelez, an holl C’hallaoued evel loened ferv ; an holl dud diwar ar maez evel tud onest, evel laeron holl dud ar c’hêrioù. Adalek ma skriver e brezhoneg, ne skriver, koulz lavaret, nemet marvailhoù a seurt-se. N’eo ket marvailhoù hepken : barzhonegoù ivez, pezhioù-c’hoari. Abostolerezh dre-holl. Ul lennegezh ebestel eo hon hini. »

Hag un tammig pelloc’h, er memes skrid :

« Brasañ oberennoù al lennegezh zo diwanet er galon. Enno e komz kalon an den, hag e padont e koun an dud. Un dra o laka a-us d’ar re all : an tan zo enno. Hep tan, o braventez, o holl berzhioù-mat a ve mut, divarrek da skiltrañ pell en hon eñvor. An testennoù n’int ket stank ; n’eus danevell ebet na ve c’hoar d’un all. An doareoù-displegañ n’int ket stank kennebeut ; an nevesañ anezho zo kozh, ha bet implijet mil gwezh. Ar pezh zo nevez-flamm, ar pezh n’eus nemetañ, eo penaos an den-mañ-den, o vevañ en amzer-mañ-amzer, zo bet fromet e galon o tisplegañ e zanevell. Sed a zo marzhus. Ar marvailh ez noazh n’eo netra.

Setu perak e kas ar gwir skrivagner pell dioutañ, pep gwezh ma c’hall, kement labour a gav an disterañ a-enep d’e galon. Perak, netra nemet gant ar soñj e c’hellfe e skridoù bezañ droukkemeret, e c’hellfe tud gwelet enno traoù n’int ket en e spered, dare eo da zigalonekaat. Perak, skuizh o vezañ tamallet pe kammveulet dindan anv ur c’helaouenner, ur politiker, un doueoniour, ur mestr-skol, pa ne venn na kelenn na tabutal, ez eo douget d’ober fae war an holl, ha da skrivañ evitañ e-unan.

Ar gwir skrivagner, n’eus forzh petra a skriv, a gomz en e anv, en e anv-eñ hepken. Mar c’hoarvez – hag alies-bras e c’hoarvez – d’e soñjoù bezañ ivez soñjoù re all, soñjoù un niver bras a dud, ur vroad, ur rummad a-bezh, gwell-a-se dezhañ. Ma c’hoarvez dezhañ kaout soñjoù na glotont gant soñjoù den, ra gendalc’ho, hevelep tra, da skrivañ hervez e galon.

Ar gwir skrivagner n’hall dibab na testenn, na stumm e skridoù. Emañ e hent dirazañ, n’eo ket ur gompezenn ec’hon, hogen ur wenodenn strizh, n’hall mont diwarni, nag a-zehou, nag a-gleiz : gwenodenn ar wirionded. E-lec’h all, ne gav nemet falsentez.

P’en devo ar skrivagner furchet mat en e galon, douget e vo marteze da genteliañ. Peurliesañ ne vo ket. Strishaat tachenn al lennegezh, pennaskañ ha diheñchañ ar skrivagner, evel m’eo bet betek-henn ar c’hiz en hon touez, n’eo nemet kas kuit diouzh al lennegezh pep meurded, pep kened ha pep buhez.

Gwa neb a c’houlenn : daoust ha dlead al lennegezh eo kenteliañ ? Gwell e ve dezhañ bezañ manet hep digeriñ levr en e vuhez. N’eo ket dellezek da lenn, nebeutoc’h c’hoazh da skrivañ. Ra zesko da vihanañ ez eus tud a rank kanañ ha selaou, lenn ha skrivañ, evel ma rankont alanat. Dezho ha ganto e vez graet al lennegezh. Mouezh o c’halon eo. Netra ken. »

« Ar vuhez hag al lennegezh », bravet ur programm, eo anv ar pennad-se. Embannet war niverenn gentañ ar gelaouenn. Soñjit’ta, ne oa bet krouet mann c’hoazh gant al luskad skrivagnerien yaouank. E-pelec’h e oa Nominoe-oe !, Geotenn ar Werc’hez, Itron Varia Garmez, hag all ? Ne oant ket c’hoazh en soñj ar skrivagnerien-se zoken… Ret e oa d’ar frouezh dont da veür, pan oa pezhell c’hoazh frouezh al lennegezh all…

Tud yaouank, tud o charreat goanag, spi, fez en dazont, fent ivez, goude reuz ha dismantr heugus, spontus ar pezh a reer ar Brezel Bras anezhañ. Bras ? Ma, n’ouvezan ket hag-eñ e oa bras, met ar brezel-se eo ar brezel m’eo bet touellet ar pobloù gant o renerien, kaset holl d’al lac’hti evit difenn enor ar renadoù digiriek en keñver an denelezh. Hag un diforc’h a oa etre ar broletaerien en daou du eus ar Rhin ?

Lod zo en em daolet korf hag ene en ideologiezhioù an dial a ouvezomp re vat da belec’h o devoa kaset anezhe, ha lod all o devoa troc’het gant ar renad kozh-se ken lous, a-benn ar fin, ha klasket mont war-raok. Ur mousc’hoarzh d’ar vuhez merket gant ul lennegezh fresk ha digor. Hag echu eo ar stourm-se evit herie ? Ne gav ket din.

Goût a ran mat, ober gant anv Roparz Hemon zo lakaat diskred warnon. Gwashoc’h c’hoazh pan gontan meuleudi dezhañ. Met, memes tra, piv en deus lennet oberenn Roparz Hemon penn-da-benn ? Me’m eus graet !

Moarvat n’eo ket bet lennet gant hon C’hlezio muiañ-karet, pe gant an dud karantezus a-walc’h evit e gelaouiñ pan skrive e 2020 : « Nemet eo arabat ankouaat an droug spontus bet graet gant teoriennoù koumoulek Olier Mordrel ha Roparz Hemon e-pad ar brezel diwezhañ, o stourm evit un emglev gant Alamagn Hitler da reiñ he dizalc’hidigezh da Vreizh. Peizanted Breizh o devoa paeet kaer Aloubidigezh ar vro, ha moarvat n’o deus ket pardonet an emglev-se graet en despet dezhe. » Me, evel niz ha gourniz tud bet er Rezistañs ha mab-bihan peizanted e ouzon priziañ seurt kaozioù. Met bezet a vezo rentomp d’ar Mordrel ar pezh zo dezhañ : naziegezh, kenlabour en tu-hont d’ar youl vat, an distruj eus an demokratelezh. Ha loskomp an Hemon en peoc’h !

« Erfin, ar penn-kantved-mañ en deus bet roet dimp hon c’hentañ skrivagnerien veur : Yann-Bêr Kalloc’h, Tangi Malmanche, Jakez Riou, Roperzh ar Mason, kement ha menegiñ an nebeud re bet falc’het c’hoazh gant an Ankoù. Padal, ne c’heller gwelet skrivagnerien veur da zont nemet pa vez ar yezh skrivet meür a-walc’h evit kinnig an tu d’un awen dibar da zispakañ. Abalamour da se n’eo ket bet aner al labourioù graet er c’hantvedoù a-raok. Kelaouennoù evel Feiz-ha-Breiz pe Gwalarn, war liveoù disheñvel, o devoa dastumet en dro dezhe tud varrek ha savet ar plegennoù gwellañ ret da gaout oberennoù meur. » Eme an Helias en 1966, kuit dezhañ menegiñ anv milliget Roparz Hemon !

Ur wezh c’hoazh hep Gwalarn e vijemp paouroc’h, ha n’eo ket a-fet lennegezh nemetken. Gwalarn en devoa diskouezet e c’hallomp ren hon buhezioù en hon yezh, ha se eo hêrezh gwirion al labour diziouerus-se.

Herve Bihan

Levrlennadur

Pierrette Kermoal, Roparz Hemon un ene tan, Preder, 2002.

Youenn Olier, Un tonkad hag un oberenn, Imbourc’h, 1990.

Youenn Olier, O klask un hent, Imbourc’h, 1994.

Pierre-Jakez Helias, Lettres de Bretagne, Galilée, 1978.

J. M. G. Le Clézio, Chanson bretonne suivi de L’enfant et la guerre, Gallimard, 2020.

Herve Bihan, Eus Roperzh Emmet da Roparz Hemon, in Francis Favereau, Ar c’hoariva brezhoneg a-gozh hag a-nevez, Klask, Levrenn 8, PUR, 2003.

Erwan Hupel, Gwalarn : histoire d’un mouvement littéraire en Bretagne, Skol-veur Roazhon 2, 2010.

(Dielloù Herve Bihan)

Le Studio - Agence de création graphique et web