AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (2)
« Ul labour n’eus ennañ, moarvat, nemet un nebeud pezhioù dibabet a-douez kalz. Setu labour Bleimor, a skrive hep goulenn ha plijout a raje d’unan bennak, evitañ e-unan, dre ma oa re leun e galon, dre ma oa ret dezhañ skrivañ, evit sevel gant gerioù un ti da divliadennoù e ene. Evit ar wezh kentañ en hol lennegezh, ez eus bet kavet ur barzh da lakaat e holl ene en e varzhonegoù. »
Sede a skrive Roparz Hemon, bloaz a-raok ganedigezh Gwalarn, diwar-benn barzhoniezh Yann-Bêr Kalloc’h. Hemañ a oa aet gant mindrailh ar brezel lakaet da vras… gant ar bolitikourien. Aet da vro ar re dall, ha chomet e varzhoniezh war e lerc’h. Ur prof kaer ha talvoudus dimp.
Bezet a vezo, Roparz Hemon a soñjo en kement-se pan divizo embann ar c’hentañ barzhoneg lakaet dezhañ siell Gwalarn : Ur wreg er skeud e traoñ an ti… Ur barzhoneg gant Yann-Eozen Jarl, yaouankikoc’h evit ar Roparz. O daou a oa bet darempred etreze en tu Pariz pan oant o daou eno. Ar Brestad, agregad saozneg, hag ar Santad-Nouga aet gant Politeknik : an eil o kenteliañ egile war ar brezhoneg. Ul liamm denel, yezhel ha lennegel. Gant menegiñ Sant-Nouga ho po divinet sur e oa ul liamm denel all a-berzh ar Yann-Eozen : Yann-Vari Perrot a oa kure eno ha n’eo ket souezh e voe levezonet hon paotr Politeknik gantañ.
Ur stil dezhañ e-unan en devoa Yann-Eozen Jarl. Gweledigezh ar relijion, hiraezh, melkoni ar vuhez a-wezhioù :
Ur wreg er skeud e traoñ an ti,
Mor a anken ouzh he hentiñ ;
Un dar lemm-bev war he jod glas,
Rak rec’harvder a c’houzañvas
En amzer-mañ.
Davet an Neñv, Krist ar voger
’Viti a sav e zivrec’h hir…
Ur c’hleze bras, noazh ha ponner,
Newazh a strink flammder e zir
En amzer-mañ.
Pe ner eta a emgannas ner = priñs
Evit difenn ur vin ken kaer ?
Ha marv eo neb he c’haras
Pa na zeu mui war-dro he c’haer
En amzer-mañ ?
N’he deus gwelet ar plac’h hep par
Hinon skinus ar c’hala-mae ;
War he zal gwenn a-vec’h e par
Bannoù argant heol ar beure
En amzer-mañ.
Plezhet o deus ar mintinioù
Gant sklaerder hir he blev melen ;
C’hoarzhet en deus pers an ebroù
Dre zonder boull he daouc’hourren
En amzer-gent.
Skuilhet o deus ar sterennoù
Skleur bev he boug, ’vel ur c’hlizhenn ;
Nijet o deus an aveloù
Gant heson skañv war he c’herc’henn
En amzer-gent.
He daoulagad dispont digor
N’int bet gant den biskoazh saotret ;
He blev dispak da went ar mor
N’o deus douget ere ebet.
En amzer-gent.
Ha ne spinas pok an estren
He beg ken gwerc’h ha stivell-zour ;
Ferv e voe evit gorren
Glander dinamm hec’h ene flour
En amzer-gent.
Gwa te, Merc’h kaezh ! ar mestr diwir
A ren warnout a venn mougañ
An teñzor splann a zo ez mir :
Ene Kornôg, ene gwellañ
An amzer-mañ.
Met ne dalc’has ket ar Yann-Eozen gant ar skrivañ (ar skrivañ embannet ha moullet da vihanañ), war-bouez un draig bennaket. Kalz war-lerc’h, hanter-kant vloaz war-lerc’h ec’h adlemmas e bluenn akuit da sevel barzhonegoù all, evel amañ : Tarzh e-tal ar bez.
Yen ar maen en-dro dit ;
Ponner an douar war da varlenn ;
Leizhder ar pri a veuz da izili ;
D-teñval eo ar gouloù a-us d’az taoulagad ;
Kalet dougenner da benn balc’h ;
Etre da vizied e kren da chapeled ;
 va bugel, a-led, dirazon
e kavell ar c’heler…
Hag holl garantez va c’halon a chom berr
da zegas dit un netra eus sklaerder an heol,
ur mann eus tommder an deiz,
un elfenn vihan a vuhez.
En aner gervel a ran da anv…
An avel reut a ambroug davedout
ar sioulded c’hlac’harus
a yud em c’hreiz
gant fru an daeroù c’hwerv,
â va bugel
kousket didu er vered digenvez…
De profondis clamavi at te domine…
Va Doue,
ro dezhañ frealz, peoc’h ha sklêrijenn.
Ha klevout a ris ur vouezh eus an neñv :
Beati mortui qui in Domino moriuntur
tav da hirvoud, ped ;
Tra strafuilh ha keuz ar bez
gwel
en e c’hoursav dic’hourfenn
ene gwenvidik da vugel
a gan hag a drid el levenez
ouzh treid an Drugarez
…Speravit anima mea in Domino ;
A custodia matutina usque ad noctem.
Requiem aeternam dona ei Domine
Et lux perpetua luceat ei…
Ret eo lenn ar poltred savet gant Ronan Huon evit kompren piv ’oa ar barzh-se. Ur poltred leun a gizidigezh, ur poltred gwirion ha doujus.
Gweledigezh, gwir eo, hiraezh, gwir eo, met ivez kizidigezh ha glac’har. Er barzhoneg diwezhañ-mañ emañ o ouelañ d’e vab falc’het gant an Ankoù. Diardoù, noazh e drivliadennoù. Evel ur c’hensturier da Yann-Bêr Kalloc’h. Piv a lâro dimp petore broadelezh zo gant ar glac’har diharz ? Piv a lâro dimp ar gerioù a lako hon glac’har-ni da devel ha pa vefe un eilenn bennak en hon buhez ?
Glac’har, ranngalon, c’hoant da darzhañ…
Ha trugarekaat da gement Yann-Eozen bet o krediñ kinnig dimp, lennerien sebedennet, un ti a divliadennoù evit hon eneoù, evel ma skrive Roparz Hemon.
Herve Bihan
Levrlennadur
Ronan Huon, Yann-Eozen Jarl (1902-1985), Al Liamm, Niv. 233, 1985, pp. 331-334.
Yann-Eozen Jarl, Ur wreg er skeud e traoñ an ti…, Gwalarn, Niv. 1, 1925, p. 3.
Yann-Eozen Jarl, Tarzh e-tal ar bez, Al Liamm, Niv. 230-231, 1985, pp. 171-172.
Gwendal Denez, Barzhoniezh maread Gwalarn : modern pe get ?, Klask, Niv. 3, 1996, pp. 107-114.
Roparz Hemon, Barzhoniezh, Ur Brezizhad oc’h adkavout Breizh, Al Liamm, 1972, pp. 80-89. [embannet en 1924 da gentañ]




