Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 68 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (3)

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 68 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (3)

Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 68 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (3)
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 68 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (3)

AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (3) 1925. Ur bloavezh a voe en kreiz stokadenn veur ar vemor, hini ar bed kozh ouzh ar bed nevez a-boan diwanet, hini ar glac’har da heul pulluc’hadenn didruez tud n’o devoa goulennet seurt digant an tonkad… Islonk an ideologiezhoù a oa o vont da lonkañ meur a hini, lod perzhek emskiantek ha lod all en despet dezhe.

Tra vat, Gwalarn a chomo divrall, war-du ar pal merket : ul lennegezh uhel evit ar Vretoned, ar vrezhonegerien a vefe welloc’h lâret, moarvat. Met en tu-hont d’al lennegezh zo ur meizad tarzhet en empennoù seizet ha moredet gant un urzhaz direizh etre daou sevenadur ha div yezh : reoù o skediñ evel un tour-tan, ha reoù all o talañ en strad teñval ha fankek ezhommoù ar pemdez, e-maez ar skoliata zoken… Splann eo ar meizad eo ar brezhoneg ur yezh evel ar re all : yezh ar vuhez, yezh ar preder. Da lâret eo ar yezh a ro tro dimp da vevañ en enni.

Met n’eo ket bet eeun hent Gwalarn, ha se adalek ar bloavezhioù kentañ. Roparz Hemon e-unan en devoa ranket tremen dre ar puñsañ traoma spontus ar brezel kentañ, hag-eñ gwall yaouank.

En niverenn 3, diskaramzer 1925, zo ur barzhoneg fromus (er ster lennegel ha n’eo ket en ster brezhoneg Treger !) ha kaer daonet gant Yann-Eozen Jarl : Tarzh an noz. Just un tamm arroudenn, al lodenn diwezhañ, evit ar blijadur, hon flijadur :

« Ra sailho ennomp, du e vannoù,

Tarzh hon Noz,

Tarzh teñval, duoc’h-duañ gant an deizioù,

Ha trist ha c’hwerv e wentpoz…                       gwentpoz = paouez en avel

Hep son, hep glizh, hep frond, hep sked,

Hep goanag splann war froud hor mallozh,

Gant trid hor c’halon douget,

Ra lammo balc’h hor brec’h,

Dre lug an aerva kalet.                                     aerva = aergelc’h (ha neket tachenn-emgann, amañ)

Ma varv hor c’horf er bec’h,

N’eus forzh ; ur c’houlz, re all

A verzo luc’h an trec’h,

War dal hor Feiz hep brall,

Ha tarzh an noz hep nec’h,

O kanañ ’vel gwechall. »

Petra lâret ouzhpenn ?

Ha war ar bajenn da heul, daou varzhoneg gant Roparz Hemon, dindan ar memes tog : KanennoùKañv. An hini kentañ zo dediet « d’ur mignon lazhet er brezel, douaret e Breizh » :

« Mignon, perak e leñvez en noz yen ?

Te’oar, da glask zo aner. Bro ebet

Ne ro dit herberc’h, Breizhad. Ni zo bet

Barnet da vezañ sklav, er Marv zoken ! »

Ar poz kentañ zo a-walc’h dezhañ evit kompren eo eus e draoma personel e komz hon Roparz. Moarvat eo ar skrid kentañ ma savo e oberenn diwar ur bed aet… da viken, gant skoazell feal ar marv.

An eil zo diwar ar memes patrom, diwar ar memes mennozhioù pe drivliadennoù, met aze savet ha kinniget d’ar re lazhet, er brezel. Ur monumant bihan d’ar re varv er brezel, ha n’eo ket kement-se en anv piv, met kentoc’h en anv petra…

« Hep kañv, hep gir,                             gir = ger (evit ar glotenn)

Le Studio - Agence de création graphique et web