AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (4) E koun Divi
Ur bliziennoù bennak, en kreiz un devezh gouañv dindan pouez koumoul teñval Treger Vras, e oamp bet, me hag ur mignon kozh, oc’h ambroug ur c’hamarad, ur mignon, ur breur… bet ivez ur c’hoarzh, ur spered lemm, ur gouizieg, ur fentigeller ruz, war-du bro ar re dall hag ar re vouzar, unan hag en devoa tremenet ar pont. Ha se bloaz, a-boanik, goude un degouezh heñvel, gant un tremeniad-pont all eñ ivez. Heñvel ? Nann, ur c’holl goude ur c’holl n’eo ket dre just un degouezh a vernier evel-se war unan all. Soñjal hon eus bevet c’hoazh an hevelep degouezh a lak an nen bepred diaes hag hon lak trist evel ur gouel an anaon. Argarzh eo ar marv, en kreiz hon mojennoù emañ an Ankoù…
Difronkañ hon drivliadennoù, sklaeraat hon mennozhioù du ha trist, leñvañ d’ar c’hoarzhadegoù lipet gant ar marv. Kemer harp war an emdourtadoù (pe oksimoroù) diskuliet er varzhoniezh evit frealziñ hon speredoù du met ivez evit lakaat gouloù ar gened da barañ en hon c’hreizon bresk.
Dibabet em boa lenn ar barzhoneg ken kaer ha ken teñval ha skedus war un dro gant Roparz Hemon : ar rozenn du. Ha du e c’hall bezañ ur rozenn ? Marteze, ha petra vern. Ur rozenn, c’hoar d’ar Róisín Dubh diwanet war douar Iwerzhon. En ur Gwalarn hunvreet a vo lavaret ? N’on ket sur. Paotr Brest a ouveze mat eo Brest ur Gwalarn dre natur… Ur gêr, ur porzh, un nor, un digor war ar morioù divent aloubet gant an aien druz, ur repu evit an dud vunut skarzhet diouzh o endro kuzh ha hakr a-drek ar c’hleuzioù. Ar c’hleuzioù kemeret o flas dezhe gant ar murioù gleb, lampr, uhel ha serzh. Ul lec’h o vagañ ar goanag-dic’hoanag, met ul lec’h ma virer ar memes entan, ar memes youl…
En ur saonenn e kresk va rozenn du,
Dindan un oabl teñval ha leizh dalbec’h, dalbec’h = dalbezh = bepred
Gant tiez hakr stlabezet traoñ ha krec’h,
Ha murioù gleb ha ramzel a bep tu.
Eno n’eus c’hoarzh na c’hoari na didu,
Tra nemet gloaz, hag anken, hag azrec’h, azrec’h = azreg = keuz
Preder ar spered ha striv an divrec’h,
Ha dremmoù tud glas evel al ludu.
Padal, bepred e ren en o metoù
Ur goanag kuzh ; e don o daoulagad,
Un tan iskis a bar, yen ha disked.
Ur fervder sioul, ur splannder dic’houloù
A sav, trec’h d’ar galon ha d’he zonkad,
Diouzh ar rozenn, peurbad en he c’hened.
Nemet ar pezh zo hakr a chom hakr. Ur ouel divoull a guzh dimp ar gwirvoud ma vevomp ennañ. Ar goanag a sav ennomp… nemet eo ret dimp lakaat doujañ d’hon gerioù, en hon yezh. Hon gerioù zo melezour hon speredoù, ar pezh a ro liv d’hon soñjoù. Pep yezh he deus he livioù dezhi. Dibar. Oksimoraouiñ a reer en kement yezh zo tout ! Oksimoraouiñ evit chom bev, evit lakaat hon drivliadennoù da gompeziñ gwalloù hon buhez, hon glac’har. Evel ma kane Gilles Servat er bloavezhioù 70 : galloud ar gerioù… en tu all d’ar gorre…
Herve Bihan
Levrlennadur & pladennoù
Roparz Hemon, Ar Rozenn Du, Gwalarn, Niv. 127, Mezheven 1939, p. [5].
Youenn Olier, Un tonkad hag un oberenn, Imbourc’h, 1990, p. 52.
Pierrette Kermoal, Roparz Hemon un ene tan, Preder, 2002, p. 196.
Gilles Servat, « Le pouvoir des mots », LP 33 Phonogram / Kalondour, 1976.




