Kronikenn 70 AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (5) Porzh. Kaeoù. Dokoù. Hunvre. Beajiñ. Gwirvoud. Memor. Hiraezh.
Sed aze un aridennad gerioù da skeudennaouiñ toull ar prenestr kentañ war ar morioù, war-du un dremmwel dispishoc’h-dispishañ a-feur ma seller outañ war-du ar pelloù… Un aridennad gerioù da reiñ bod da drivliadennoù all… Ar porzhioù zo un nor war an diavaez, anavezet pe dianav, met ivez an nor da degemer an diavaez, hennezh all gortozet pe dic’hortoz.
Lec’hioù karet ha born da reiñ tan d’hon ijin, d’hon memor orodet, d’hon hiraezh c’hoantaet ! Met piv zo o tudañ anezhe… ar bagoù, al listri, ar batimantoù… hag ar skafoù ivez…
Teir gwezh c’hoantaet, teir gwezh bantet gant gwernioù uhel ha serzh… Gouelioù c’hwezhet evel kofoù ramzed nad int na paotred na merc’hed, kofoù al lontregezh vrasañ dirak joaioù an neñvoù douarel !
Veve ha Paotr Tev, breudeur, pe mibien (piv oar ?) da Youenn a oa bet lonket gant ar weledigezh-se, gweledigezh o daoulagadoù bugale, krennarded marteze…
« Ha setu o’n em ziskouez d’o zro, stag ouzh ar penn all eus ar fun, beg araog ul lestr teirgwern, hag e gorf bras.
Douget gant al lanv hag, ouzh e ramokiñ, ur jav – ar chapeledad-se – a ugent den kreñv, a lakae traezh hent ar c’halaj da zraskal gant o zreid o tont war-raok gant ur c’herzhed mentet ingal, e tibouke al lestr, e-tal Porzh-Moro, a-wel d’ar porzh, hiviziken.
Ur vatimant marc’hadourezh e oa, hir, ledan, gwenn ha moñselloù. Don a-walc’h e oa en dour gant pouez ha c’harg : ur fred koad eus ar broioù-krec’h, evit chanterioù heskennerezh ar Mobras pe ar Mogn, moarvat. Sammet e oa, pont hag all, gant plenk hir, ur frond – c’hwezh balzamek ar rousin – d’o heul, ha gwrezus, da grediñ edo holl wez pin ar Menez-Bihan o pourmen gant al lanv, e sked an heol laouen. Ur c’haer ha gwelet o tenesaat, war he gorregezh c’halloudus ha sioul, ouzh saflik an dour roget, hep ket a boan, gant e staon, chourig ar c’herdin diniver, ha gwigour an delezioù dindan lien.
Derc’hel a rae reizh keiz ar stêr, evit mirout mont da skeiñ war al lec’hidegoù, dindan vor, d’an ampoent, mes anat mat, en dour boull, o domani du-louet nec’hus, en daou du d’ar ganol.
Aes a-walc’h e c’hellas Veig lenn anv ar vag : Inga Harner, a oa merket war an araog gant melloù lizherennoù kouevr, a lintre e-giz an aour
N’o doa daoulagad ar baotredigoù nemet evit ar gwernioù o vrañsellat goustad, heñvel ouzh bannieloù divent o skediñ en oabl dic’hoabr, gant o gouelioù war stign, hag ivez, muioc’h c’hoazh, evit un dra souezhus-dreist ouzh beg-araog ar vatimant dindan an adwern : ur skeudenn souezhus, a-dra-sur, korf ur vaouez, skultet ha livet splann, noazh betek he begel, bronnoù fonnus dezhi, hag ul lost pesk e lec’h an divesker. Sellet a rae eeun dirazi e-giz evit lavaret da vestr ar vag mont atav eeun gant e hent. Mont a rae va daou abostol e genoù o sellet outi. »
Moñselloù ar vemor o troc’hañ sioul tonnoù ar goanag, hini ar vuhez diazezet er pelloù, distumm pe anstumm, lec’h zo ur seblant un harlu karantezus ha leun a spi en un amzerdazont damhunvreet pe ijinet.
Mont ha dont evel al listri a oar kas an dud, n’o deus dibabet seurt, pan eo ket bezañ aze pe eno zoken. Mont hep dont en-dro da skeudennaouiñ un harlu n’o deus ket c’hoantaet, nemet derc’hel da vevañ, da vezañ. Meic, ar Meic, an hini a oar eo ar Vretoned treid du en skoaz Kembreiz ! Ma, hon Meic a oar re vat ec’h eer kuit da veure, abred, pan vez glas gouloù an dez… Hon Meic a oar kemend-all penaos e rank an harluad mont en tu all d’ar mor, mont da Amerika, mont da gaout ur vro da diverkañ e dremened… nann avat, da glask diverkañ an hiraezh, e hiraezh. An hiraezh. A-viskoazh em eus kavet eo ur ger brav, re vrav, evit un drivliadenn galet…
Ar porzhioù a chom, evit lod, evel dorojoù digoriñ pe evel dorojoù glozañ. Dorojoù da reiñ degemer da anken, enkrez ar vuhez renet pe dindan ren.
Roparz Hemon, eñ, a ouie re vat petra oa an harlu : aet e oa diouzh e borzh. Kuitaat ar porzh, ha divizout chom hep adwelet anezhañ. Diborzhañ.
Ar stourm eo derc’hel bev en hon spered ar pezh hon eus bevet, ar pezh a blije dimp ha pan vefe traoù displijus… Leurenniñ e vuhez er porzhioù o stignañ gouelioù ar c’hoari…
A-hed ar straed a garen, biken mui
An tiez-hont damguzhet gant an delioù,
N’o gwelan, nag ar voger hir o terc’hel
Birvilh al lireu en Ebrel yaouank.
Ne glevan mui o sevel eus ar porzh
Yudoù al listri bras en avel c’hleb,
A ranne mik va c’halon gant o hiraezh,
En nozioù-hont, pa veze skañv an anken.
Ho tasmant, tiez, porzh, ha straed, ha bleuñv,
A zougan kloz em eñvor dre ma’z an.
Hogen ho samm zo ponner, hag a bouez
Ponneroc’h war va choug, a c’hoañv da c’hoañv.
Tasmantoù. Dibleget o eskell. O fouez o waskañ war ar vemor.
N’haller ket miret a soñjal zo bet, zo choazh sur, porzhioù hakr o leuskel karradoù tud wan o vont da lec’hioù dic’hoanatet, o tont eus lec’hioù aet da guzh en o c’halonoù gloazet don gant kontilli didruez gounid ar c’hapital, an hini bet taolennet gant Karl.
Ha koulskoude e vir ar porzhioù goanag an harluad…
Herve Bihan
Levrlennadur & Pladennoù
Roparz Hemon, Porzh, Al Liamm Niv. 82, Gwengolo-Here 1960, p. 279.
Youenn Drezen, Skol-louarn Veig Trebern, Lodenn gentañ, Al Liamm, 1972, pp. 41-42.
Meic Stevens, Dociau llwyd Caerdydd, war Gitar yn y Twll dan Stâr, Sain, 1983 :https://www.youtube.com/watch?v=X_rV24_93G4https://www.youtube.com/watch?v=X_rV24_93G4




