Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 71 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (6)

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 71 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (6)

Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 71 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (6)
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 71 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (6)

AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (6) A-wezhioù. Ya, a-wezhioù e oar tonkadoù zo gwidilañ ha kroaziañ dibaouez kement ha reiñ pennadoù meritet mat da donkadoù all… Kaout an distro eus an istor. Diweañ ur blanedenn marteze ?

Soñjit ’ta… Ha bezañ hon defe bet skrivagnerien veur evel Youenn Drezen pe Jakez Riou hep berzidigezh ar brezhoneg gant an Trede Republik ? O tiwan e oa ar c’hantved kozh, da neuze, pan oa bet divizet, en 1902, gant ar renerien veur petore yezh ma ranke ar Vretoned ober ganti… Ne oa aze nemet un heuliad heugus diwar an trevadenniñ dic’houzañvus boulc’het a-zevri er chantved just a-raok. Pobloù Kanaky (goulennit gant Louise Michel), re Afrika, re an Antilhez (tud Haiti, touellet, touzet, dismegañset, dilezet a oar re vat), re Madagaskar hag ur bern reoù all a oar pegen madelezhus e c’hall bezañ lezenn an trevadenner, forzh pegen republikan e c’hallfe… Harpet war lod pobloù bet trevadennet ha pulluc’het ha lakaet da vinviji an diweañ sevenadurel ha yezhel, evel ar Gabiled en Kaledonia-Nevez (ret e oa kavout an anv-se !)…

Ha ni, hon hendadoù neuze, rebechet oute bezañ chomet dindan levezon un deñvalijenn ken dic’houzañvus all renet gant ur relijion o c’hase war-du mogerenn dallentez an istor… Ret e oa renkañ afer an dud a grede komz ha soñjal en ur yezh na oa ket an hini termenet. Ma ! Rak, se a oa en gwirionez : ober eus an dud soudarded ur vroad nevez ijinet, war-bouez nebeut. Soudarded da gas d’an drailh evit difenn mennozhioù ur renad a-enep dezhe, pan darzho euzhaj ar brezel, o Brezel Bras…

Da c’hortoz, hon Youenn hag e gile, Jakez, a uzo foñs o bragoù war bankoù skolioù en tu Euskadi, lec’h ma oant bet kaset dre ma oa bet klozet o skolioù diwar urzh ar Republik. Lod all ac’h aio da Saoz, da Jerzenez zoken.

Youenn ha Jakez a deuio en-dro gant ur pezh sell nevez war o bro harpet war o c’harantez divrall evit o yezh, ar brezhoneg. Kuntuilhet e vefont gant Gwalarn, ha ne vo mui netra, seurt, evel a-raok.

Jakez Riou a vo skrivagner ar fent, ar goap zoken, met marteze muioc’h, skrivagner ar gizidiigezh. Ur gizidigezh servijet gant ur c’heriaoueg resis, dik, ha mik a-wezhioù.

Paotr an danevelloù, ken tost da galon ar vrezhonegerien : pakañ un nebeud pajennoù, nebeutoc’h a-wezhioù, un dezrevelliñ da voemiñ, da sachañ hon spered, lennerien bet selaouerien kontadennoù hon hendadoù.

N’ouzon ket, marteze e fazian, met Ronan Huon – heptañ e-pelec’h e vefe hon lennegezh en dez a herie – an den feal d’al lennegezh nevez diwanet en 1925, en devoa heuliet ar memes roud… Danevelliñ, kontañ, sellet, selaou, skrivañ… ha produiñ tammoù arvestoù sachet diwar buhezioù ordinal, trist pe melkonius evit lod anezhe marteze ? Met, nondedistak, tammoù arvestoù ken gwirion hag ar vuhez, o fatrom anat, se eo. Ul lennegezh o klotañ, nann, o pegañ ouzh tud he amzer.

Se eo ivez soñjal ha bevañ abalamaour m’eo e yezh, nann, nann, ne gasfe da seurt, met soñjal ha bevañ e vuhez en e yezh. Aze emañ. What else ?

Just a-walc’h, ar Riou a ouie ober implij eus stummoù disheñvel evit rentañ an arvestoù buhez sellet pizh oute gantañ : danevelloù, barzhonegoù, pezhioù-c’hoari. C’hoari gant ar from, ar gizidigezh, ar glac’har, met ivez gant goap, ar fent… kement hag a ra keflusk ar vuhez…

Just ur skouer : Serr-Noz. Barzhoneg entre reoù all, un dibab all am bije gallet ober, ne vern. Met lenn hennezh a-vouezh uhel a dizh hon c’halonoù, hon speredoù… Hollvedelezh hennezh a dle bezañ ma kavomp en ennañ ul lodenn ac’hanomp : melkoni, hiraezh, goanag koazhet gant ar gortoz… un istor c’hwitet marteze ?

Delit’ta :

« Azezet e oa war lez an aven,                                                  aven = stêr

O c’hortoz an hini a gare.

Uhel e oa an heol pa zegouezhas er glenn.

…En-dro dezhañ e noze.

En halegoù e bleuñv, ar vilzig a oa tavet ;                                 milzig = milc’hwid

War gorre ar c’hegid gwenn, an nadoz-aer a vorede,

Hag eñ a c’hortoze

Ar plac’h na zeue ket.

E bevenn ar c’hornôg e taskrene ruzoni,

Skeud ar c’hegid gwenn a varve e-barzh an dour,

Lanv blot ar vorenn a bigne lizidour.

Hag eñ a welas e oa o noziñ.

Sevel a reas goustad,

Kemeret a reas en-dro gwenodenn an dorgenn,

Hag an heol o vervel a skuilhas en aven

Ur veradenn wad. »

Ronan Huon, eñ, en devoa savet en touez e varzhonegoù, unan kenanv gant hini Jakez Riou. Ken brav all. Tra souezhus, pe n’eo ket, ar memes tem gant ar memes dekorom… met gant un disoc’h disheñvel : an heol, ar memes liv flimin, un draouienn, un dour, sioulded… ar garantez…

Sede gwerzennoù diwezhañ barzhoneg Ronan :

« hag an ivinenn vras war vevenn c’hlas-du an oabl

a soñj, didu, preder moan du-se,

e-kichen ti an hini he deus roet din he c’halon. »

Pêr-Jakez Helias a lâre penaos Serr-Noz Jakez Riou en dije gallet bezañ danvez un danevell. Re wir, re wir. Marteze en deus ar barzhoneg miret ur gizidigezh, ur velkoni anterinoc’h. Ar pezh hon tizh dizamant hag hon lak da vezañ perzhiek en trivliadennoù ur barzh aet kuit pell zo… Galloud ar varzhoniezh, galloud al lennegezh.

Herve Bihan

Levrlennadur

Jakez Riou, Serr-Noz, Gwalarn, Niverenn 29, Ebrel 1931, p. 13.

Pêr-Jakez Helias, Seiz melezour Jakez Riou, in Jakez Riou, Geotenn ar Werhez – Barzonegou, Emgleo Breiz, Brest, 1980, pp. 111-121.

Ronan Huon, Evidon va-unan – barzhonegoù (1944-1961), Al Liamm, 1976, pp. 100-101.

Raymond Carver, Where I’m Calling From – The Selected Stories, The Harvill Press, 1995.

Fañch Broudic, L’interdiction du breton en 1902 – La IIIe Républqiue contre les langues régionales, Coop Breizh, 1997.

Marie Salaün, L’école indigène – Nouvelle-Calédonie 1885-1945, Presses Universitaires de Rennes, 2005.

Le Studio - Agence de création graphique et web