Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 72 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (7)

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 72 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (7)

Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 72 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (7)
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 72 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (7)

Kronikenn 72 AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (7)
Lennegezh an dieubidigezh. Galloud al lennegezh. Moarvat, met n’eo ket eus n’eus forzh petore lennegezh zo anv, unan savet war an traezh risklus laosket ganimp gant ur bed a gemenn bezañ divrall hag a blij kement malañ ha malañ, malañ munut ar pezh zo e-maez an dereadegezh. An dereadegezh ! Petore termeniñ reiñ d’ar ger-se avat ?

O dereadegezh n’eo ket hon dereadegezh. Un dereadegezh da reiñ naon du da dud yaouank da ezteurel o dieubidigezh. « An holl ‘angry young men’-se a ouie en em lezel da vont gant plijadurezh d’al levenez adkrouiñ ar bed, o bed, lavaret erfin kement hunvre, kement santadur, berniet abaoe meur a rummad kouerien pe moraerien. », eme Yann-Ber Piriou, test aketus d’hon lennegezh ha d’he istor. Eñ, ar barzh. Ha n’eo ket n’eus forzh petore barzh. Graet em eus gant ‘adkrouiñ’ pan vije bet ken dereat all ober gant ‘adsevel’. Pep hini a varno.

Ne vern, al lennegezh an dieubidigezh-se zo harpet war ar pezh a ra ar vuhez, buhez an dud yaouank-se, marnaoniet diouzh lavar gwirion Yann-Bêr. Kizidigezh, from, kemer perzh er bed, c’hoarzhin, ober goap, hiraezhiñ, sellet, klevet, sammañ eñvor ar rummadoù kent. Peizanted, gwir, pesketaerien, gwir ivez, devezhourien, marc’hadourien, martoloded, ken gwir all, medesined, avokaded, kelennerien, studierien, ha kement zo, betek noblañsoù adstummet pe distummet diwar pailhuroù ur veurded bet. Diavaezourien ivez ! Hep an diavaezourien petra a vefe eus hon bro ?

Ur gevredigezh anterin, ur gevredigezh en he fezh, netra all.

Hentoù an dieubiñ zo kammigellek, kammdroiennek, nemet e oar difoupañ. Anken, hiraezh, from… kement hini eus ar geriennoù-se zo aze evit taolenniñ ur wirionez. Ur wirionez wir.

« A-hed kaeoù ur gar, un nozvezh yud.

Mont ha dont, dont ha mont hep ehan,

Hep paouez, nemet trivliadoù sart ur galon drant,

O lammat, o kannañ e bruched un den

A verv

Hag a c’hortoz. » (Divi Kenan Kongar)

Kement gar zo zo ur porzh gant kaeoù, lestroù n’eus nemete o c’hoût ar pegoulz, ar pelec’h eus ar gortoz, ar penn eus ar veaj. Penn ar veaj, hag a c’hall bezañ aner, evel en danevell vrudet gant Roparz Hemon, Beajour ar goañv… Ma, ha sakr e c’hall bezañ beajoù zo ?

Ar re-seoù a samm from, trivliadennoù, anken pe all gant derc’hel o roued paket buhez an dud enne, paket o c’hizidigezh kemend-all, o istor ivez.

« Bremaik e nozo. Kemeromp ar vag.

Hag e weli, Mani, gant tizh ar mor,

Hag ouzh hiboud an houlenn voull ha glas,

O vont hebiou, ken mistr, gwez pin an aod. » (Youenn Drezen)

Noz, beaj… Heuliañ ur red bennak, pa ne vije ket hini ar vuhez.

« Mouezh dizremm,

mouezh kevrin va c’halon direol,

feuls ha kuñv, rok ha skañv tro-ha-tro,

a strak em daoulagad hag a sil em daouarn, –

mouezh dizremm,

mouezh espar a c’harm e-pad an noz,

hag a vouskan, hag a richan, hag a zigeiz,

stur ha ster va emskiant ken lorc’hus, – » (Gwilhom Bertoù Kerverzhioù)

« Selaouet em eus ouzh pep avel ouez, pep avel en

            deiz, pep avel en noz, hag honnezh a zoug mouezh

            c’harv ar morioù kriz ha follaet en Hanternoz,

            hag e oa ganto sonerezh mezvus, –

Sonerezh ur bed all, ’lec’h ma pevarlamme va fal-

            tazi, pa dec’he ar c’housk diouzh krignerezh dou-

            renn greñv ar boan,

Sonerezh kreñvaus ha fealzus,

Sonerezh a garen dreist da bep tra er bed, –

Pell zo, bremañ,

Rak ne garan, bremañ, ’met ur sonerezh mezvusoc’h,

            keñvausoc’h, frealzusoc’h, sonerezh ur bed

            n’anavezer ennañ hag ar marv nag ar gozhni,

Sonerezh da vouezh pa gomz ouzhin,

Sonerezh ar c’homzoù a sav war da ziweuz pa vezont

            tost d’am re. » (Fant Rozeg Meavenn)

« Perak avat e c’hoarvezas,

p’edon va-unan,

e chomis betek ma nozas

o sellout, en estrenvan,

ouzh an dour o verada :

ha pa nozas,

e klevis ar garregenn o wadañ,

a-hed ar raden hir,

berad ha berad,

goustad,

e kalir

an noz. » (Jakez Riou)

« Ha bleunioù lirzhin

’Zihuno c’hoazh,

Warc’hoazh

Vintin. » (Langleiz)

Kement hini a embann hiraezh, anken, from a embann ivez spi, goanag, levenez. Hep ankouaat kefridi al lennegezh-se : lieskementiñ an aktoù a stourm, hag o lakaat er penn araog.

Seveniñ an akt a stourm, an akt diziouerus, an akt talvoudus nemetañ : skrivañ hag ober gant ar brezhoneg. Seul wiroc’h en dez a herie…

N’eo ket dre degouezh ma c’haller lenn un darn gentañ tennet eus pezh Jakez Riou, un toullad bloavezhioù a-raok ma vo embannet da vat (1941). Ha petore darn avat ! Lec’h m’en em gav an dud izel, ordinal, war blasenn ar marc’had, rediet da skampañ kuit da ober plas d’ar roue nevez… dianav d’an holl ! Anavezet mat gant pep hini ac’hanomp, kant gwezh lennet, kant gwezh c’hoarzhet !

Dibunañ ar c’hlemm, klemmoù ar bobl, klemmoù tud pell diouzh preder ar renerien :

« Va buoc’h he deus gwall gleñved.

Va viou-me zo poñsined enno.

Va dañvadez zo treut-gagn dindan he gloan.

Va ebeul zo gant ar morm.

Va gwiz zo lor.

Pa soñjan em eus, hizio, foenn da charreat !

Ha me, dilhad fank da bradañ !

Ha me’m eus bronn da reiñ d’am mabig ! »

Un dibunañ tost da galon ar gonterien ! Un doare, ur stumm adkavet en meur a oberenn, evel Gurvan ar Malmanche, pe c’hoazh er Pikoù Mab e Dad (hini Edouard Ollivro, troet dispar gant Jakez Konan). Hag en meur a oberenn all, dizanv alies, pezhioù-c’hoari kopiet da noz gant tud izel, gant kant Jañ Gonan, pe meur a Domaz entre Pempoull, Landreger pe Lannuon, holl bouetaerien ar moullañ berrbad… Met ivez bouetaerien ur bezañs o liammañ an ijin hag ar gwirvoud. Derc’hel, peadra da derc’hel. O akt…

Ha ret e oa bezañ Jakez Riou evit kas an dorzh pelloc’h c’hoazh-c’hoazh. Un doare all da derc’hel, derc’hel… ha da vont pelloc’h, dreist da soñjoù ur gevredigezh kloz, skornet, dall…

Sede prezeg ar Barzh-Diouganer tennet diouzh ar pezh Gorsedd-Digor (1928), pan gomz diwar-benn « the angry young men » (miret er skritur orin, ha ret eo !) :

« Ya, eur vandenn baotred yaouank, – tud a galite panevet-ze – o deus kemeret da dad-paeron ar gwasa avel a c’houez en Armor. Dre-ze e merkont mat tre e fell dezo ober foeltr ha nompas labour profitabl. O fallentez a zo ker doun hag an oabl, hag an distruj a rint a vezo ker bras hag ar mor. N’eo ket savetei ar brezoneg eo a rint, nemet kas anezan da netra. Eul langach ker brao, ker respetet gant an holl, karet kement gant an touristed, chomet ker yac’h betek-hen dre priziou ha konkouriou anuel ; eul langach bet kaozet gant ar Goloaied, – an holl a oar petra zinifi Toulouse, kear ar goadigennou brudet, – eul langach bet kaozet pelloc’h gant… Adam marteze ha gant Eva e bried… Ha piou, va breudeur kêr, a zo da vont d’ober ar revolusion-ze ? Kredi a ra d’in n’em eus ket lavaret d’eoc’h c’hoaz. Ne lavarin hano den ebet evit nompas kaout trouz. Bretoned eat da Barizianed ha Parizianed deuet deuet da Vretoned ; eur vandenn baotred yaouank milliget ha n’eus ket eur varodenn war stal o mec’hi, ha n’eo ket hirroc’h o brezoneg eget penn o fri, pa n’ouzont ket an diferans a zo etre per ha Per ha mez ha mez. Morse ne gaozeont brezoneg etrezo ha dieas e vefe dezo – eun tamm galleg plat ne lavaran ket ; ha morse ne tougont ar gwiskamant breton na chupenn brodet o c’hanton. Ober a reont goap ouz bragou bras hon tadou, ouz brug hor meneziou, ouz lann alaouret, ouz ar balan melen, ouz ar Pempolaise, hag ouz kement dra santel a zo e Breiz-Izel… Padal, ni, ar varzed, ni hon eus great hor fosubl evit skigna ar brezoneg hag ober d’ezan enor. Goulennet hon deus, dre vuzur a nesesite, e vezo desket d’ar vugaligou, kerkent eat o zri miz, lavarout ta… ta… eleac’h pa… pa… D’ar foariou ez omp, d’ar pardoniou ivez, ha da gement plaz e vez cheu, eur penn-bas en hon dourn, eun tog peizan war hon penn, teier cheletenn war hor c’hein ; war hor morzedou eur bragou mezer groz, ha war hor c’hof-gar, bodreoù botonou-sten. »

Hep ankouaat kor ar raned ! Ne gav ket din e vefe ur c’hor karetoc’h en istor al lennegezh vrezhoneg ! Ur c’hor da lakaat lod en o foentoù !

« Râââââââââââââ…. »

Hag e talc’h, hag e talc’h prezeg ar barzh-diouganer…. lusket gant kor ar raned, hon raned muiañ-karet….

Malarjez o tamall kevredigezh ar pemdez ! Hag en tu all ur gevredigezh o tebriñ hag o lonkañ kement elfenn hag a ra al lennegezh… Lennegezh an dieubidigezh, hini an « angry young men » met dreist pep tra, hon hini herie en 2025… Gras dezhe…

Herve Bihan

Levrlennadur

Yann-Ber Piriou, Défense de cracher par terre et de parler breton – Anthologie bilingue, P. J. Oswald, 1971.

Barzaz Gwalarn, Gwalarn, Niv. 66, mae 1934.

Jakez Riou, Gorsedd-Digor, Eun arvest, skeudennaouet gant M. Mohrt, Moulerez 4 straed ar C’hastell, Brest, 1928.

Jakez Riou, Nominoe-oe ! [darn], Gwalarn, Niv. 21, Nevezamzer 1930, pp. 26-37.

Le Studio - Agence de création graphique et web