AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (8)
Ekosistem hon lennegezh. Ekosistem, ur ger a-bouez. Drezañ e welomp penaos hon lennegezh zo harpet, savet war un hollad arc’hoù, gwaregoù, bolzoù harpet o-unan war meur a esker, hini hon yezh, hini hon memor, met dreist pep tra war hini hon sell war ar bed. Da sevel kouc’h lestr hon lennegezh da vont gant morioù dianav, dianav kement ha pinvidikaat hon selloù, just a-walc’h. Lakaat kejañ hon memor gant hini an estren.
Kement-mañ zo bet kefridi ha pennoberenn Gwalarn.
« Ha gant Gwalarn ez eo bet savet hor barzhoniezh vrezhonek en hec’h uhelañ : Pirc’hirin ar Mor, Kan da Gornôg, Epona, Imram a vo lennet keit ha ma vo tud o c’houzout lenn brezhoneg, hag ur vammenn a levenez e chomint atav d’ar re a gar ar gened. Evit ar wech kentañ en istor hol lennegezh hon eus pennoberennoù a c’hellomp lakaat e-keñver gant pennoberennoù ar broioù all. »
Gerioù Per Denez, test feal hag aketus hon lennegezh, hon stourmoù evit chom bev : chom bev eo miret ar galloud da vevañ ha da soñjal en hon yezh.
Per en devoa ivez merket penaos e oa bet bleunioù, ma, bleuniouigoù o tarzhañ a-wezhoù e-mesk an drez, e-mek an drez rakgwalarnek. Bleunioù da rakkemenn Gwalarn ? Marteze a-walc’h : dindan gwiskad ponner an endro sokial ha « barzhel » e oa diaes lakaat broñsoù ar bleunioù-se da greskiñ ha da darzhañ…
Koulskoude, n’haller ket tremen hebiou ur barzhoneg kalet, fromus, leun a drivliadennoù teñval ma n’int ket du, pe duoc’h. Ur barzhoneg, ur vleunienn, du moavat, gant Leon ar Gourener, un anv kemeret gant Leon Palaux, mignon bras da Yann-Bêr Kalloc’h. Sede e sonedenn penn-da-benn embannet en 1907 :
« Kuitaet he doa he bro ’vit kaout an eürusted
Er gêr hudur a lonk ar peoc’h hag ar glanded ;
Mes ar gwalleur ’skrapas ar Gernevodez koant
A ginnigas neuze he c’horf evit arc’hant.
Kenô’lâras d’he bro, d’he gizioù ha d’he yezh ;
Ha krazet hep dale gant al likaouerezh
O kreskiñ war an teil ’touez ur vandenn gisti,
Deus ar boulouardoù ’kouezhas e-barzh an ti.
He c’horf treut ha flaerius, magadur ar preñved,
War ur gwele garv dalc’het gant ar c’hleñved,
A zo bet dastumet en ul lochenn teñval.
Gwelet ’m eus ar verc’h paour mantret gant ar glac’har,
Un devezh a c’hwevrer, hep mignon hag hep kar,
O vervel d’ugent vloaz war daol an ospital. »
Evel just ec’h adkaver ur wezh ouzhpenn mojenn ar c’hêrioù bras o lonkañ an dud pur, glan, ar merc’hed a-raok kement hini, ar pezh a vago teoriennoù politikel mantrus. Kêrioù ma vezent lonket didruez int hag o yezh.
« Ha bep ar mare zoken e kaver barzhonegoù awenet gant poan ar bobl dalc’het e gwask un arboellerezh enebour. » Eme Per, ivez. An teir gwerzenn diwezhañ a samm kement from, kement glac’har unan a oa bet test war-eeun eus marv ar vaouez-se, en ospital Naoned. E-unan e skriv « Traoù gwelet ». Leon Palaux a oa en e elevez…
Reoù all zo bet, evel ar barzhoneg a roen em c’hronikenn 42, Dirak ur bez, gant Yann-Vari Gwazdoue en-tro 1900 :
(…)
« Deus, ma c’horf, betek ar vered.
Deus da welet ar bezioù !
Marteze, da zour binniget
A servijo da zaeroù.
Dirak ar bez-se, traezh warnañ,
En-harz ur groaz-venerezh,
Greomp, mar karez, un dihan ;
Marteze ’klevfomp ur vouezh.
A-bep tu dimp mann na glevan
Nemet mouezh ar wazhig-dour,
Gant trouz an avel o c’hwezhañ
Gwech-ha-gwech en beg an tour.
Koulskoude, eus ma daoulagad
E kouezh takennoù daeroù ;
N’on ket evit harz da c’harmat,
Daoust da sioulder ar bezioù. »
(…)
« Hogen, evit ur skrid talvoudegezh ennañ, pet skrid bugelel, digened, diijin. Rimadellerezh e oa ha n’eo ket barzhoniezh. Gwerzaouerezh ne oa ket, zoken. Ur varzhoniezh kozh e oa, ken e-keñver stumm ken e-keñver danvez. » Eme Gwendal Denez.
An daou varzhoneg-se zo dres en framm ar pezh a raio barzhed Gwalarn war-lerc’h : mont dreist d’an ijin ha kregiñ e-barzh ar galonegezh. Ar galonegezh, ahel kadarn hon lennegezh. « An aon rak ar vuhez eo a ra da varzhoniezh an naontekvet kantved brezhonek bezañ ken goullo ha ken dister. » Eme Per, c’hoazh.
« Gousklêrder puilh a weñv en neñvoù ;
endra ma strilh em c’halon baour
teñvalder suilh ha goañv ar c’hañvoù »
Ur wezh c’hoazh eo gant gwerzennoù Yann-Eozen Jarl e lezin hon freder, hon memor lennegel da gemer penn hon hent, hon hent brezhonegerien ha brezhonegerezed…
Herve Bihan
Levrlennadur
Per Denez, Hent hor barzhoniezh, in Barzhaz 1350-1953, Al Liamm – Tir na n-Óg, 1953, pp. 7-12.
Gwendal Denez, Barzhoniezh maread Gwalarn : modern pe get ?, Klask Levrenn 3, 1996, pp. 107-114.
Yann-Eozen Jarl, Barzhoneg, Gwalarn niv. 150-151, gouere-eost 1942, pp.357-361.




