
Kronikenn 12 LOENED HA TUD (1)
A-bell zo zo bet lavaredoù (dictons) diwar-benn al loened, pe e vefent gouez pe e vefent eus ar menaj. Lod zo o tiskouez petra eo al loened, met lod all, niverus mat a diskouez petra eo… an dud ! Ar memes doare a vez kavet er fablennoù, nemet aze eo al lavaredoù traoù berr, aes da derc’hel soñj hag ivez aes da lâret. Alies e vo kavet meur a werzenn ha gant se klotennoù da sikour hon memor.
Ur bern eus ar seurt-se zo bet dastumet abaoe an XVIIIvet kantved : Gregor Rostrenn zo bet eus ar re gentañ o tastum ur seurt teñzor. Anvioù all zo da venegiñ ivez, evel anvioù Brizeug, Sauvé, hag all. Er geriadurioù e kaver un toullad anezhe, met ivez e levrioù gouestlet da vemor brezhoneg an dud, evel levrioù Daniel Giraudon.
Hep kontañ, evel just, ar reoù a c’haller dastum gant an dud c’hoazh ! E-touez ar reoù a roan amañ zo ur re bennaket bet klevet ganin… pell mat zo.
Pan lâran pell mat e sinifi e reont anv eus ur gevredigezh tost echu : gwezhall e veve ar braz eus an dud war ar maez, bremañ e kentoc’h en kêr, ha pa vefe en kêrioù bihan … war ar maez !
Ar cheñchamant en deus lakaet koll al lodenn-se eus hon memor. Met ret eo bezañ sklaer ivez : kalz eus al lavaredoù a oa melezour ur gevredigezh kozh. Aet ar gevredigezh, aet al lavaredoù. Da bariañ zo e c’hallo lavaredoù all dont diwar hon doareoù bevañ nevez !
Ha pa vez anv eus ar pezh a lavar, pe a lavare, an dud diwar-benn al loened : tremen fentus e vije bet, en ur bed all, dastum ar pezh a lavare al loened diwar-benn an dud !
Met se zo un istor all !
Amañ da heul, eta, e vo kavet eus ar seurtoù lavaredoù bet pennaouet un tamm e pep lec’h e Breizh, gant un nebeud, memes tra, e Treger. Hag evel hon eus afer ouzh ar memor eo anat e vo kavet lavaredoù anavezet mat ha mat-tre e pep lec’h en Breizh : se eo roll ar yezh.
Herve Bihan
Al loened gant perzhioù mat pe fall an dud. An hini kentañ meneget amañ a vo ar bleiz. Ar bleiz a oa bet skarzhet eus ar vro, met, war a seblant, e teu en-dro. Ar soñjoù, ar c’hlichedoù zoken, zo manet heñvel !
1. 2.
Evit reizhañ ar bleizi Pa gomzer eus ar bleiz
Ez eo ret o dimeziñ E vez e lost e-kreiz
Ul loen gouez all, n’eus ket mui kalz dioutañ kennebeut, zo un evn brudet. Sede amañ ul lavared souezhus diwar e benn :
3.
An er a dec’h rak al laoueanig
Kement-mañ a ra anv eus ur vojenn gozh : al laouenanig, evn bihan ha speredek, gouest da nijal uheloc’h evit an er ! Gant se e kemer galloud war an evn bras m’eo an er !
Un dalvoudegezh evit an dud eta : bezañ bras ha kreñv n’eo ket a-walc’h pan em gaver gant unan bihanoc’h ha spredekoc’h !
Ar gedon eo sklaeroc’h ar pec’hedoù a vez lakaet war o c’hont avat :
4.
Leuskel gedon da redek
Ar pezh zo livañ gevier !
5.
Leuskel levrini da redek war-lerc’h gedon ar re all
Ar pezh zo tre ha tre ar galleg « à menteur, menteur et demi » !
Un evn zo karet gant an holl : ar voc’hruzig. Brud vat he deus, moarvat dre ma vev tost d’an dud ? Moarvat dre ma vev tamm pe damm evel an dud (ma… ar braz eus an dud !!!) :
6.
’Lamfet ket ’r c’hog digant ar yar,
Na Yann ar voc’hruzig digant par
Yann, anv ar voc’hruzig, hini ar c’hog eo Olier, peurliesañ. Evel tud, e kemeront er memes anvioù…
Ur rummad loened all, reoù a gaver en ur menaj (pe en parkoù ar menaj, evel just). Unan eo an ebeul (disheñvel diouzh an eal, n’eo ket ar memes oad). Lâret e vez diwar-benn ur paotr yaouank un tammig « ponner » ha « gros », evel ma lavar ar merc’hed : ebeul Pontrev. Perak Pontrev, n’ouzon ket, met eus ar seurt-se a vez kavet e pep lec’h… siwazh.
Hag an ebeulez eta ? Ul lavared brudet mat :
7.
A-ziwar moue ar gazeg e vez paket an ebeulez
Tre ar galleg : « pour avoir la fille, il faut courtiser la mère »
N’on ket sur eo bepred ken gwir a se. Ha gwell a se !
An amprevaned, al loened bihan-se : ken pouezus evit an en-dro. Deuet da vezañ rouesoc’h-rouesañ a-feur ma tistrujer kleuzioù, ma piler gwez, ma astenner bitum e pep lec’h… Sede ul lavared a gavan brav hag a ziskouez mat roll al loenedigoù-se :
8.
Bloavezh c’hwiled, bloavezh ed,
Bloavezh gwenan, ne vez ket
Hag evit echuiñ en taol-mañ. Anv eus daou loen kozh, bet a-viskoazh a-denn selloù an dud, met an dud o viret difiz oute, a-hed ar wezh : an anaf hag ar vran.
9.
An anaf pa welfe,
Ar sourd a pa glevfe
Den ebet na badfe
Notenniñ zo ur c’hoari-ger (unan ouzhpenn !) gant ar ger sourd zo anv ar « salamandre », met ivez ar galleg « sourd » (ger implijet stank gant tud ar Roc’h pan gaozeont tunodoù, met se a vo displeget diwezhatoc’h).
Ha neuze, unan diwar-benn ar vran. Un evn sebedennus : tremen a ra er sevenadurioù keltiek, evit bezañ unan eus loened koshañ ar bed. Ha koulskoude n’eus ket mui un toullad dioute ken :
10.
Ar vran he deus tri oad den, tri oad marc’h,
Ha c’hoazh n’he deus ket oad a-walc’h
Buhez hir d’ar brini eta. Buhez hir da gement loen zo, talvoudus int dimp.
Sede evit an taol-mañ. Ur gronikenn all, pe marteze, kronikennoù all a vo war al loened hag an dud. Lakaat a rin neuze al liammoù hag ivez al levrioù mat da lenn (evit e blijadur !).
Kronikenn 11 :
GWERZIOÙ : ISTOR, FEULSTER, KARANTEZ HA MEMOR (3)
Gwerz ha karantez drouk a vo en taol-mañ, gant ur werz savet kalz war-lerc’h ar reoù dastumet ha miret e levrioù pe e mediaouegoù (evel reoù Dastum) zo. Unan eus perzhioù ar gwerzioù zo diskouez darvoudoù bet, echuet fall peurliesañ. En dastumadennoù gant Kervarker pe an Uhel e vez anv eus muntroù, eus merc’hed gwallet ha labezet… ya, un testeni eus ar feulster e-keñver ar merc’hed.
Nerzh ar gwerzioù zo dreist-holl an doare ma vezont degemeret gant ar selaouerien : krediñ a greder ar pezh zo kanet, ar wirionez eo. Evel a gonte ma zad-kozh Trogeri : « ’C’h an da lâret un dra deoc’h zo tost d’ar wirionez wir ! ». Nerzh ar pezh a vez kontet, hag a-raok pep tra nerzh ar gomz.
Kanerien a-vremañ o deus graet eus ar gwerzioù ul lodenn gaer eus o arz, lod muioc’h, lod nebeutoc’h. Ha splann e chom ar gwerzioù ur perzh kreñv eus hon sevenadur kanet. Soñjal a c’haller en Denez Prijant pe en Bernez Tangi.
Amañ ne vo ket anv eus ur vag kaset da bokat hardizh da gerreg aod ar Roc’hell. Anv a vo eus ur plac’h en Landelo, ur barrouz nepell diouzh Karaez, ur plac’h a vano dizanv, trist ha truezus he zonkad. Ur werz tremen kaer savet gant Bernez Tangi.
Un toullad bloavezhioù zo em boa bet ar chañs da selaou ouzh Bernez… asambles gant Denez… o kanañ ar werz « a capella ». Un drugar a-fet arz, met ivez un drugar a-fet lakaat pozioù da dremen.
Leuskel a ran ac’hanoc’h da lenn ha da selaou (al liammoù am eus lakaet e traoù ar bajenn) ar werz : un istor trist ha teñval met pegen boutin en hon memor pobl, siwazh. Merc’hed gwallet, gwallgaset, merc’hed o koll o buhez.
Un dra a lârin ouzhpenn memestra : sellit mat ouzh stumm ar werz, ouzh o gramadeg. Ur stumm boutin d’an holl gwerzioù kozh : kaset e vez ar stummadurioù verb e dibenn ar gwerzennoù, ha se en un doare sistematek (ar pezh a ro klotennoù niverus en -et). Kement-mañ n’emañ ket e yezh ar pemdez, met kement-mañ a ro un nerzh dibar d’ar gwerzennoù.
Herve Bihan
Plac’h Landelo
Bez’ zo ur plac’h e Landelo
landandeli di landandandeli
di lan dan dan deli do
bez’ zo ur plac’h e Landelo
kant gwech ’deus karet
kant gwech bet gloazet
Freget he c’halon e pilhoù
’barzh ’vefe kavet
ur prad alaouret
Kleier hanternoz gant o sko
ez a kuit diarc’hen
gant he sae saotret
Ur puñs e-kichen a zo
d’ar veol hi zo aet
he divvronn ’deus glebiet
Al loar a luc’h tro-war-dro
an dour sioulaet
’zegas dezhi he c’hened
Met, galv ’ra ’nezhi ar c’hav
va c’hoantig karet
amañ ’vo ankouaet
’Kichen ’kresk ur bod-iliav
mar plij, me ho ped
kemerit un tamm
Hag an tamm-se c’hwi a daolo
’lec’h ’ma-hi kousket
’N he bez-dour da viken.
(gant aotre hegarat Bernez Tangi)
Levrlennadur berr ha lec’hiennoù
Bernez Tangi, Fulennoù an tantad, Skrid, Lesneven, 1987, pp. 84-85
Bernez Tangi, Plac’h Landelo war ar bladenn Lapous an Tan, 2009 : https://www.youtube.com/watch?v=qK8HppQFjOg
Denez, Gwerz, Embannadurioù Ouest-France, 2023.
Patrick Malrieu, Histoire de la chanson populaire bretonne, Dastum & Skol, 1983.

