AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (58)
« Lamm ha stroñs ha lusk ha stirlink an houarnaj hag ar rodoù, leñv ar c’hoadaj, taolioù-skourjez ar gouleier er broioù bras dianav evel un aveler o tigeriñ hag o serriñ en deñvalijenn du dall, dir an div roudenn hent-houarn evel an tonkadur dindanon, hag ar c’housked o tont, o tont, hag o tec’hout bepred gant c’hwezh ar peg hag ar blev, heug ha doñjer ha pep nervenn antellet betek regiñ, hag ar gleuzeur-se en trepas, didruez em lagad. Beaj-noz : anhun. »
An neb a oar eus oberenn Roparz Hemon, hon Roparz, a ouvez mat penaos zo un toullad skridoù gantañ da zizoleiñ en ur dreiñ pajennoù ha pajennoù ar gelaouenn Gwalarn. Ha me zo eus ar re-seoù, anat deoc’h. Ingal e kavan skridoù da lenn, da adlenn, da beurlenn.
Hon Roparz e oa al lennegezh evitañ evel ur park da arat ha da adarat, da beurarat zoken. N’eo ket souezh eta kavout gantañ skridoù o respont an eil d’egile evel un doare kan ha diskan. Kan ha diskan lec’h ma kej ar varzhoniezh, ar gomz-plaen, an trivliadoù, ar souezhadennoù, ar goanag hag an dic’hoanag, an hunvreoù hag ar c’hoantoù. Goulenn digant ar spered, ar galon, met ivez digant ar c’horf. Korf un den en e gevredigezh liesstumm, degemerus pe dizegemerus, hervez…
An incipit am eus roet amañ da gregiñ ganti zo un heklev anezhañ en un danevell skrivet diwezhatoc’h :
« Ur from espar a grog en den douget a-hed div roudenn dir e sioulded ar beuznoz, pa n’eus ket c’hoazh a c’houleier, ha nikun en e gichen. From ha damspont. Skeudenn wirion an tonkadur, difonn ha prim, ar varus ha dibleg. Badet ar c’hleved gant taboulinadeg ar rodoù, teoget ar sell gant kornigelladeg ar maez, e teuz ar gwirvoud en hunvre, ha faltazi dic’hiz a vesk e prederennoù reizhek ar skiant. Bez’ ez intr er spered neuze pep tra diwirheñvel evel ma ra er c’housked. Aet da get meizad an amzer hag an ec’honder. Digor an ene da santadennoù link ha merzhadennoù tanav a vanfe kuzhet pe a vefe argaset raktal pa bar heol ar poell en e splannañ. Un alberz a baker neuze eus an darvoudoù o tont. Ha gouzout a raen d’an ampoent e vijent darvoudoù souezhus ha melkonius, ranngalonus din ha d’an dud a gejjen ganto dizale. »
Anhun, hunvre. Gerioù kevatal en degouezhioù zo. Ar veaj-noz eo an hunvre. A-wezhioù e pad ar veaj evel ar vuhez penn-da-benn… Diouzh trivliadaoù hon Roparz e santer pouez ar beajiñ : an hent ergerzhet a c’hall bezañ pouezusoc’h evit ar gêr, pe ar vro gortozet… E se emañ arz hon Roparz kendisplegañ nerzh an daskounañ (an evokasïon mar karit) ha nerzh ar weledigezh. Daskounañ evit gwelet, met ivez evit klevet, son ha frond.
Evit gwir emañ hon Roparz o c’hoari gant ar stream of conciousness, froud an emskiant, pe ur breur anezhañ marteze. An tren, e rodoù war an hent dir, ar veaj-noz, kement elfenn evit kas e spered war-raok. Treuziñ gouel an hunvre evit skoulmañ gant gwirvoud ur pemdez dic’hoantaet, pe dic’hortoz da vihanañ…
Herve Bihan
Levrlennadur
Roparz Hemon, Anhun, Gwalarn, Niv. 9, Nevezamzer 1927, pp. 34-39.
Roparz Hemon, Beajour ar goañv in War ribl an hent, Al Liamm, 1971. [an danevell zo bet embannet war Walarn da gentañ en 1944]




