AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (59)
Roparz Hemon, Guy Étienne, Aldoux Huxley, Jim Morrisson ha William Blake (1757-1827), pebezh
casting, Salver ! Troellenniñ, mont-dont, amprestañ-prestañ en kaoter virvidik lennegezh republik ar
bed, ul lennegezh douget gant sonerezh lañsus The Doors, douget gant mouezh hud Jim Morrisson.The
Doors o devoa dimezet lennegezh ha sonerezh rock, blues and so on.
Dorojoù ar merzhoud a oa tremenet a rumm da rumm, ur soñj estaolet gant ar William da gentañ hag
adkemeret hardizh gant an Aldous. Betek ur strollad tud yaouank, en Kalifornia, da ober o anv
anezhañ. Diouzh mouezh hud ha tamolodus hon Jim, Break on Through :
« Te oar eo distrujet an noz gant an dez
An noz a rann an dez
Klasket redek
Klasket kuzhat
Toull da vont en tu all
Toull da vont en tu all
Toull da vont en tu all
Emholc’het hon flijadurezh amañ
Fozet hon zeñzorioù amañ
Ha gallout a rez c’hoazh kaout soñj
Eus an taol hon devoa gouelet ? »
Met piv all ? Guy Étienne, an hini eo, a gont dimp penaos e oa emgavet gant William Blake. A
Memorable Fancy, emezañ !
« Ur sadorn da noz a viz Kerzu ma soñjen bezañ va unan oc’h ober va zro e-barzh iliz Lokronan, setu
ma tiskoachas e-harz piler sant Roc’h un den en e goazez. Diflach da gentañ, e stouas e benn hag e
roas din da c’houzout edo eñ, William Blake, ouzh va gedal. Diskouez a reas ur plas war ar skaoñ en tu
kleiz dezhañ ha diouzhtu ez eas din (ne oufen lavarout hag e saozneg pe e brezhoneg e voe hon
emziviz). »
Gwriet an treiñ hag ar c’hrouiñ en danvez peurvarzhoniel hon Guy, Gwion mar karit, evel a vije graet
dioutañ ivez.
« Lorc’h ar paun zo klod Doue.
Gadalezh ar bouc’h zo haelded Doue.
Konnar ar al leon zo furnezh Doue.
Noazhder ar vaouez zo labour Doue.
Re a c’hlac’har a c’hoarzh, re a levenez a leñv.
Krozerezh al leoned, skuermerezh ar bleizi, rutennoù ar mor er stourm, ar c’hleze distrujus zo tammoù
peurbadelezh re vras evit lagad an den.
Al louarn a daol ar bec’h war an trap, n’eo ket warnañ.
Speriañ er joa, gwilioudiñ er boan. »
Lod eus Krennlavaroù an Ifern… Hon Gwion en devoa tapet lip-ha-lip arz an treiñ. Moarvat eo dre ma
kave war e hent skridoù tost d’e galon. Evel Raksantad, Rainer Maria Rilke, na vije ket bet dinac’het
gant hon Roparz kennebeut :
« Me zo par d’ar banniel gronnet gant ar pellder.
Me glev an avelioù o tont ha din d’o c’haout da vuhez,
pa n’eus tra c’hoazh o fiñval en traoñ,
kloz didrouz an dorojoù, sioul ar siminal,
n’eus prenestr o krenañ, ponner eo c’hoazh ar poultr…
Me avat a glev an avelioù, enno houlennoù ar mor,
ha ’n em zisplegan, ha ’n em asplegan, ha ’n zistaolan
va unan penn er gorventenn. »
Ar memes familh barzhonegoù : karmoù da ezteurel ar c’hizidig, ar santoud, ar merzhoud, a-dreuz an
amzerioù, a-dreuz ar c’horventennoù. Hon William ur gwir rakweler, heuliet gant rakwelerien all.
Hon Roparz ne oa ket bet diseblant, pell alese… Ahania…
« Astennet on war wrimenn an islonk,
Da goabr teñval a welan o sevel,
Da goadoù du, da froudoù a welan,
Ur gouelec’h spontus d’am lagad.
En ur leñvañ, e kerzhan dre ar reier,
Dreist da gevioù, da draonienn ar marv,
Perak ec’h eus graet fae war Ahania,
Va harluet diouzh da vezañs skedus
En ur bed a zigenvez ?
Ne c’hellan ket stekiñ ouzh e zorn,
Na leñvañ war e c’hlin, na klevout e vouezh
Ha stouiñ, gwelout e lagad
Ha laouenaat ; na klevout e gammed ha
Va c’halon tridal d’an trouz boemus !
Ne c’hellan ket pokat d’al lec’h
A voustras e dreid skedus.
Kantren a ran dre ar reier
Gant ret garv. »
Na berv kaoter al lennegezh : ur skrivagner levezonet o levezoniñ skrivagnerien all, o levezoniñ
barzhed ar sonerezh rock. Ur wezh ouzhpenn azoniad ul lennegezh digor, ul lennegezh maget gant
lennegezhioù all. Pell zo n’eus ket a vevennoù etre al lennegezhioù. Hag a zo bet ? Pell zo e sellont an
eil re ouzh ar reoù all evel c’hoarezed dizirouerus. Pell diouzh ur sell enk ha gaonac’h a glasker lakaat
war hon lennegezh. Labour Gwalarn.
Herve Bihan
Levrlennadur
William Blake, Barzhonegoù troet gant Roparz Hemon, Gwalarn, Nnn 12, 1927.
Guy Étienne, Krennlavaroù nevez an Ifern, Preder, 2005.
The Works of William Blake with an Introduction and Bibliographyy, Wordsworth Poetry Library,
1994.
Aldous Huxley, The Doors of Perception, Londrez, 1954.
The Doors, pladenn gentañ, label Elektra, 1967.




