Un Breton de Trévou - Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d'ailleurs. Kronikenn 14

Un Breton de Trévou - Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d'ailleurs. Kronikenn 14

La météo La météo
janv. 25, 2025 - sam.
Trévou-Tréguignec, France
couvert
5°C couvert
Wind 1 m/s, ONO
Humidity 93%
Pressure 754.56 mmHg
Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 14
Un Breton de Trévou - Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d'ailleurs. Kronikenn 14

Kronikenn 14 EVURUS, EVURUS AN TI ETRE BELLEGER HA GINDI

Aodoù Treger. Mil brudet aod ar vein ruz tro-dro da Berroz. Un aod evit ar c’hartennoù-post, un aod aloubet gant kenkizoù a-bep seurt, pe penaos e vez adimplijet tiez bihan an dud vunut a-wezhall. Daoust da se e talc’h mogidell ar vemor da sevel druz. Ur vemor sevenadurel, lennegel, na weler ket, na glever ket ?

Koulskoude pan reer ur selaou e klever mouezhioù deut a-bell all. Meur a hini.

Hag en o mesk e klever « Pezh a dle bezañ a vo ! », diouzh mouezh ar Gwiklan en devoa divizet bevañ er Porzh-Gwenn, etre Belleger ha Gindi. « Evurus, evurus an ti etre Belleger ha Gindi » eme al lavarenn bobl.

Tud all, evel Ernest ar Barzhig pe c’hoazh miliner Trebeurden, a lavare emañ an ti-se etre ar Vêlevenn, e tu Plouganoù, ha Gindi. Bepred ar Gindi !

Ived an Dred, hi, he devoa klevet emañ an ti-se « etre al Leger ha Gindi ».

Evidon-me emañ an ti er Porzh-Gwenn !

Met piv ’oa Gwiklan – Gwenc’hlan er Barzaz-Breiz, Guinglaff er skridoù kozh, hep kontañ stummoù komzet evel ar Warc’hlan – Piv hennezh a ouie diouganiñ, betek reiñ alioù d’ar roue Arzhur ?

Gwenc’hlan a oa e-unan e-kreiz an Natur, hag e darempred gantañ. Bevet e oa gant delioù glas, gwriziennoù. E zialogoù gant ar gwez hag al loened gouez zo brudet dre holl. Ur c’henderv da Verzhin (pe Merlin, pe Merlig, evel a gerfet). Ur c’henderv d’an den kozh dall ivez. Ur c’henderv a vo kaoz anezhañ ur wezh all.

Hervez Marc’harid Fulup, kanourez brudet Fañch an Uhel, e benn a droe aes tro-dro d’e c’hoûg, gant e selloù war-du kement tra a oa da welet : goût a ouie petra a c’hoarveze. Bezañ e oa, emezi, evel ar Menez-Bre, o sellet ouzh pevar c’horn an neñvoù.

Ur wezh e oa deuet ar roue Arzhur da c’houlenn kuzul digantañ, da c’houlenn gantañ petra a c’hoarvezfe a-raok fin ar bed… Ar roue Arzhur a oa o chom en Kerduel, hervez an dud. Ha pan veze o chaseal e lârent « Emañ Arzhur oc’h ober e dro ».

Ha sede un nebeud komzoù roet gant Gwiklan da Arzhur :

« Ar baotred ac’h aio en gouez evel ar merc’hed », « Lod all a grapo er gwez a-raok ar merc’hed », « A-barzh ma vo fin ar bed / Ar fallañ douar a roio ar gwellañ ed / Ar fallañ merc’hed a vo ar gwellañ dimezet / Hag ar vastarded a vo er penn a-raok oc’h ober tro ar vered », emezañ, hag ur bern reoù !!

An dud a lavar ivez « Pa savo Gwiklan eus e vez / Eus ar brezel e vo an degouezh », ar pezh n’eo ket joaius.

Dec’h e oa en e vez, bepred ! En Run-ar-Gov, en tu da Venez-Bre, met den na oar en giwrionez e-pelec’h emañ toull ar bez. Ne vern !

Un erer-mor a oa tostaet Wenc’hlan pan oa deut an eur da guitaat ar bed-mañ. Ar c’hemenn a oa sklaer. Skrivet e destamant gant unan eus plu an erer.

En Run-ar-Gov eo bet beziet gant daouzek karrad aour, arc’hant ha mein ruz prizius, ha gant e levrioù leun a gevrin.

Bep kant vloaz, hervez tud koshañ ar vro, e tigor ar menez, dres pa bok kelc’henn al loar nevez ouzh an dremmwel. Mar degouezhfe da unan bennak, dres d’an ampoent, diskenn er bez, e welfe Gwenc’hlan gourvezet gant e levrioù dindan e benn evel ur pezh goubenner, ur skourr banal en e dorn kleiz, e gleze lugernus ouzh e gostez.

Chomet eo e vouezh velkonius o troellenniñ en hiraezh didermen hon memor-pobl :

Pa guzh an heol, pa goeñv ar mor

Me oar kanañ war dreuz ma dor.

Pa oan yaouank me a gane

Pan on deut kozh, me gan ivez

Me gan en noz, me gan en dez

Ha me keuziet koulskoude.

Ne vern petra a c’hoarvezo

Pezh a zo dleet a vezo

Ret eo d’an holl mervel teir gwezh

Kent evit arsav en diwezh.

Komzoù un diouganer, ivez komzoù ur prederour deut eus penn pellañ hon memor, a-dreuz an amzerioù hag a-dreuz ar sevenadurioù kontrol…

Herve Bihan

Levrlennadur

Fañch Peru, Teñzor Run-ar-Gov, Skol Vreizh, 1988.

Herve Bihan, An Dialog etre Arzur Roe d’an Bretounet ha Guynglaff, Tir, 2013.

Hersart de la Villemarqué, Barzaz Breiz, Paris, 1867.

Anatol ar Braz, Contes du soleil et de la brume, Paris, 1905.

Ernest ar Barzhig, L’Île Grande, Roazhon, 1970.

Gwennole ar Menn, Du nouveau sur les prophéties de « Gwenc’hlan » : du texte moyen-breton (XVe s.) aux traditions populaires modernes, Société d’Émulation des Côtes-du-Nord, levrenn 111, 1982.

Erwan Berthou, En Bro-Dreger a-dreuz parkoù, Mouladurioù Hor Yezh, 1985 [bet embannet e 1927 evit ar wezh kentañ]

Evit adlenn ar c’hronikennoù all : https://www.brezhoneg.org/fr/blog

Le Studio - Agence de création graphique et web