Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 20

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 20

La météo La météo
oct. 6, 2024 - dim.
Trévou-Tréguignec, France
couvert
13°C couvert
Vent 3 m/s, SSE
Humidité 95%
Pression 749.31 mmHg
Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 20
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 20

Kronikenn 20 ETRE KREOUICHENN HA KENTEL : FABLENNOÙ AN AOTROÙ YANN AR FEUNTEUN

Kreouichenn Yann ar Feunteun he devoa sachet ma evezh evel hini ma c’hamaraded pa oamp en em gavet er c’holaj bihan. Ret mat studiañ e fablennoù : sebedennet e oamp gant ar gwisakd blev a-fuilh, met kribet mat a veze gwelet war e benn. Ur skeudenn pe ur poltred bennak anezhañ a gaved war bajenn gentañ e levr fablennoù (ma skouerenn a oa bet prenet din e stal Morev Landreger !).

D’ar c’houlz-se e oa tud yaouank, met koshoc’h ha dizibretoc’h evidomp, kanerien pe se, hag a ouveze leuskel o blev da ziskenn evel gwagennoù al lanv lor war o divskoaz…. blev stank o vont hag o tont gant lusk o gitaroù pe o daboulinoù… ha ni rediet da viret touz ar pezh a grede kreskiñ du, melen, ruz war hon fennoù ! Ar Yann-se hag ar ganerien rock-se o devoa un darempred bennaket kenetreze… evidomp da vihanañ ! Ur farsadenn a oa deut diwar skritell unan eus ar ganerien vrudet-se : kreouichenn velen war e zivskoaz, lunedoù du bras war e fri… ha diskouezet e Landreger (sellit ouzh Devri da c’hoût petra a sinifi !). Ar Polnareff e oa : ha ni, dek vloaz koshoc’h, aet gant ar c’holaj bras, d’en em c’houlenn hag eñ e oa ur poltred eus ar Yann o tiskouez e Landreger eñ ! Ha c’hoarzh, ha c’hoarzh ! Pan vêr en oadoù-se e ouvezer bezañ dizouj… Ma, ne lârin ket deoc’h em eus mezh avat !

Bezomp siriusoc’h evel ma oar lavaret tud zo.

Mard eo fablennoù Yann ar Feunteun ur monumant eus lennegezh ar galleg, o zroidigezhioù zo deut da vezañ ur monumant ken bras all el lennegezh vrezhoneg. Ha n’eo ket me hag a lâr kement-se met ma c’homper kozh Daniel Doujet, bet oc’h ober ur pezh tezenn war an treiñ fablennoù Yann ar Feuteun, a-berzh Combeau al Leonad, paneveken.

Merkañ a ra ivez un dra a-bouez : n’int ket bet holl, Combeau nag an droourien all, feal-feal da skrid Yann ar Greouichenn. Gwell a se a vo lâret : rak gant se o deus kredet kinnig skridoù o tistreiñ o brezhoneg, gwir eo, ur brezhoneg brav ha kaer, met ivez ur sevenadur, ur sell war mab-den hag e berzhioù mat, e dechoù… Met, dreist-holl, int bet testoù o c’hevredigezh gant lagad an hini en devoa ur plas uheloc’h pe izeloc’h, subjektivel bepred. Ha gwell a se.

Amañ da heul e roan teir fablenn bet troet, gwelloc’h lâret azasaet, gant un noblañs bihan eus hanterenn gentañ an XIXvet kantved, Goesbriant (1784-1853). El levrlennadur em eus lakaet al liammoù da gaout ar skridoù orin, deoc’h da welet penaos eo bet feal, difeal, penaos en deus bet ar soñj da gaout skeudennoù disheñvel. Met, dreist-holl, saourit e vrezhoneg, ur brezhoneg kaer evel na gaver ket ken alies a se. Evel ma lâr tud ar Vro-Vigoudenn : un teuzar. Blazet evel « tapas » Spagnoliz !

Evel just em bije ranket komz eus orin ar fablennoù. Diwar-benn Gwilh Rikoù en devoa dibabet treiñ tad ar fablennoù, Ezop. Ur wezh all e vo anv anezhañ, rak eñ ivez en devoa rentet ar fablennoù diouzh e arz, diouz e ouiziegezh, na oa ket dister.

Sanailhit plijadur gant lenn labour Goesbriant, paotr Lannurvan. Troiennoù kaer zo evit se : brezhoneg c’hwek eo an hini a glever ar muiañ, brezhoneg-brezhoneg a gleved gant Klerg, person kozh Bulien…

Un draig all : ar skridoù zo bet lakaet er skritur a-vremañ ganin.

Lennadenn vat !

Herve Bihan

AR GLESKER HAG AN EJEN

Ar glesker, pe mard eo gwelloc’h, ar rann,

A welas un ejen, lart, uhel ha ledan.

Hi, kement hag ur vi,

(Ha bec’h a-walc’h ganti,)

En em astennas, dre avi,

Evit paraat, mar gell, an aneval kornek,

Ha, dre ma plante c’hwezh en he c’hof kalonek,

O poursu mui-oc’h-mui : Petra soñjit, va c’hoar ?

Ha tost on-me dezhañ ? – Mes heben a lavar :

Allas nann ! – Nag en taol-mañ ? –

Pell emaoc’h. – Tost on bremañ ? –

Klaz a vank, va c’hoarig kaezh.

Kement a reas, o plantañ c’hwezh

En he c’hroc’hen, ma krevas

Ha mervel marv-mik war ar plas.

Ar bed zo leun a dud ned int ket furoc’h tamm ;

Ur bourc’hiz a savo ur palez nevez-flamm,

Evel ur priñs ; ar priñs, d’e dro,

A fell dezhañ kas ambasadourien,

Evel ur roue, da bellvro ;

Priñs a garfe dougen ar gurunenn ;

Markiz a garfe kaout floc’hed ;

An holl a vez o klask pignat bepred.

AR RAZH KÊR HAG AR RAZH DIWAR AR MAEZ

Razh kêr a reas ar bedenn

D’e vreur o chom war ar maez

Da zebriñ gantañ fritadenn

Kilheried asambles.                                                                 kilheri : « ortolan »

War un tapis soupl ha skedus

Ar friko a voe servijet.

Komprenit na pegen joaus

Oa ar c’houblad mignoned

Lein a oa fichet e doare,

Na re sallet na re zous.

Endra ebatent en dael-se,

Ur re bennak a reas trouz.

A-dreñv an nor trouz a glevjont :

Pep razh a red kuit, m’er goar.

Achu an trouz, e tistrojont

Hag e reas kaer a lavar :

Peurechuomp hor frigousenn.

A-walc’h, eme razh kouer :

Deut du-mañ warc’hoazh d’ho merenn ;

Ne brometan ket koulz cher.

Mes netra na droubl va fredoù ;

Distourm o debran bemdez.

Fae eo genin an ebatoù

C’hwerv gant spont hag enkrez !

AR BLEIZ HAG AN OAN

Gwellañ lezenn a zo eo lezenn ar c’hreñvañ :

Bemdez e welan se, c’hwi er gwelo bremañ.

Un oan a dorre e sec’hed

A-hed un dourig sklaer meurbet.

War ar fed e tegouezh Gwilhoù :

Naonek e oa, hag o klask fred.

Piv, emezañ, (oc’h ober gwall selloù,)

O gra ken dispont, ken hardizh

Ma troublit va evaj ? – Autroù bleiz, sellet pizh :

Me bed ho majeste, hep fachañ, da welet

Penaos emaon a-hed ar wazh

Izeloc’h eviti kant paz ;

Dre-se, troubliñ hoc’h evaj e nep kiz

Ne ran. – Ober a rit ! ’me neuze ar loen kriz.

Ouzhpenn, me oar, bloaz zo, hoc’h eus

Va droukprezeget, war ho reuz. –

Penaos e rajen-me, pa ne oan ket er bed ?

Me zo c’hoazh war ma mamm, n’on ket c’hoazh dizonet. –

Ho preur e oa. – Na’m eus hini. –

Kar e oa deoc’h ! Etrezoc’h-c’hwi

Ne baouezit, c’hwi, chas ha tud,

Da reiñ dime pep sort gwall vrud.

M’en dalvo deoc’h. Hepken rimal,

Ar bleiz d’ar c’hoad, hep chipotal,

En deus stlejet an oanig kaezh

Hag en debret hep setañs na prosez.

Levrlennadur

Yves Louis Marie Combeau & Daniel Doujet, Fablennoù Jean de La Fontaine, Troet e brezhoneg, Embannadurioù Al Lanv, 2005.

Pierre Désiré de Goësbriand, Fables choisies de La Fontaine, traduites en vers bretons, Morlaix, Vr Guilmer, Imprimeur-Librairie, 1836 : https://bibliotheque.diocese-quimper.fr/items/show/9829

Guillaume Ricou, Fablou Esop, troët en brezonec, E Montroules, e ty V. Guilmer, 1828.

Evit lenn ar stummoù galleg orin :

http://www.la-fontaine-ch-thierry.net/greboe.htm

http://www.la-fontaine-ch-thierry.net/radeville.htm

http://www.la-fontaine-ch-thierry.net/louagneau.htm

Landreger : http://devri.bzh/dictionnaire/l/landreger-1/

Le Studio - Agence de création graphique et web