Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 22

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 22

La météo La météo
janv. 25, 2025 - sam.
Trévou-Tréguignec, France
couvert
8°C couvert
Wind 7 m/s, N
Humidity 91%
Pressure 750.81 mmHg
Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 22
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 22

EMAÑ AR VAOU O TONT !

Un tamm distro d’hon memor donañ : hon memor bugale munut tout ! N’on ket sur e vez desavet ar vugale, en dez a herie, en ur ober aon dezhe… Gwezhall, bepred, e vije a-bep seurt anvioù loened pe boudoù gwir pe ijinet d’ober aon d’ar vugale : ober aon evit o derc’hel gwelloc’h dindan dorn moarvat ! Marteze ivez un doare d’an dud vras da goach o aon dezhe o-unan…

Un dra zo souezhus : forzh pegen pell e c’hall ar memor-se bezañ en hon fennoù, e weler penaos e teu buan hag aes war c’horre.

Soñj am eus me eus Kanam a vije komzet din diwar e benn en ti c’hoar henañ ma mamm-gozh en Pouldouran : « Diwall emañ Kanam dindan ar gwele ! ». Morse n’on deuet a-benn da c’hoût petore stumm a oa da hennezh. Evel just ar re vras d’ober aon d’ar re vunut o devoa klevet se er memes stumm ! Ha me evel ar rummadoù all, anat deoc’h. Kañkañ a oa unan all, marteze ur breur dezhañ hag a ouie mont da goach dindan ar gweleoù, eñ ivez.

Ur boud a lakae ar vugale da grenañ, un doare evn bras gant eskell ledan d’o fakañ ha d’o sammañ : « ar Vaou a deui da gerc’hat ac’hanout ! », eme ur breur d’am mamm, en Trogeri. Ar Vaou, un anv na seblant ket bezañ diouzh hon skouarnioù a herie ! Ar v- a distager evel ma riklfe war an teod. Ha piv a oar eo honnezh restaj un doueez kozh : doueez ar brezel, Bodbh Iwerzhoniz, ur doare kaouenn. Ar ger kozh zo chomet en brezhoneg en yezh ar vugale, na petra ’ta, evel un toullad reoù all. Ar memes baou (pe maou hervez lod) a veze klevet komz diouti en kostez an aod ivez, en Tredraezh : « Taol ple e arrufe ar vaou », eme Jules Gros.

Unan all, ar waoñ, du alies, zo gant ar memes doare spontañ Tregeriz vunut ivez. Ur c’henderv din, eñ, en devoa klevet anv eus ar witewaoñ, en Planiel. Pe c’hoazh winawaoñ kontadennoù an Uhel. Holl kendirvi ar vaou ’m eus aon.

Unan all er vro a deue ingal en genoù an dud vras ivez : Paotr-ar-Roc’h (ar Roc’h-Derien), gant e dog ledan. Ledan a-walc’h da sammañ ar re vunut ivez. Paotred ar Roc’h a ouie mont da di an dud da sammañ pilhoù pe se, ha pell alies. Alese, sur a-walc’h, ar skeudenn-se laosket gante. Paotr-ar-Roc’h en devoa ur breur, just a-walc’h : Paotr-e-dog-ledan, ken spontus all.

Klaseloc’h, a lârfen : anv a oa eus ar bleiz ivez, en kreiz ar vro lec’h ma vije krog e dent lemm en meur a gig tener.

Bleizañ ar vugale a oa ur c’hoari all c’hoazh. Pe du pe moan e vefe, ar bleiz zo bepred unan da ginnig debriñ ar paourkaezhig digêret.

Skridoù kozh-mat a ra anv ivez eus Barbaou, evel Barbaou Herve, e-touez reoù all. Aze eo Barbaou evel ar bleiz, an hini a oa deuet da vezañ kompagnun ar sant.

Met n’eo ket ken simpl a se… Ur wezh c’hoazh en em gaver gant geriennoù gant sterioù kuzh, ha lod gant sterioù kuzhetoc’h c’hoazh. Bezañ e vêr gant ur bed nad eo ket dereat komz diwar e benn evel-se. Koachet mat zo gerioù o tougen tabouioù revel. Evel-se bleiz, barbaou, waoñ, etre mil all. Sellit ouzh Geriahudur Martial Menard, pe ouzh Devri.

Kozhijennoù ha tabouioù, sede perzhioù da yezh ar vugale, perzhioù ar yezh hon eus klevet pan oamp eus ar re vunut.

Perzhioù all, ken pouezus all a vo anv anezhe diwezhatoc’h.

Herve Bihan

Levrlennadur

Jules Gros, Le trésor du breton parlé, levrenn II, Lannuon, 1977, p. 393.

Jules Gros, Le trésor du breton parlé, levrenn III, Lannuon, 1974, pp. 43, 103-105, 232, 254-255.

Lukian Kergoat, Yezh ar vugale, hor Yezh, niv. 79, 1972, pp. 7-26.

Soaz an Tieg & Herve Bihan, Yezh ar vugale hag ar vugale vihan, an Alarc’h, 2005.

Martial Menard, Alc’hwez bras ar Baradoz vihan – Geriahudur ar Brezhoneg, An Here, 1995, pp. 33, 48-49, 190, 497-498.

Léon Fleuriot, De quelques survivances dans le christianisme breton, Dalc’homp soñj – Revue Historique Bretonne, N° 18, goañv 1987, pp. 13-18.

Lec’hienn

http://devri.bzh/

Da gaout ar c’hronikennoù all :

https://www.brezhoneg.org/fr/blog

Le Studio - Agence de création graphique et web