Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 23

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 23

La météo La météo
juil. 12, 2024 - ven.
Trévou-Tréguignec, France
nuageux
17°C nuageux
Vent 4 m/s, NO
Humidité 72%
Pression 762.82 mmHg
Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 23
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 23

BEAJIÑ HA PIRC’HIRINAÑ

Breizh, douar ar sent hag ar sentezed zo bet lâret c’hoazh. Gwir. Eus ar seurtoù-se zo e kement korn eus ar vro : ur chapel, ur groaz, ur feunteun, un delwenn pe me oar. Merkerioù int, lec’h ma veze kreizet ul lodenn vat eus buhez ar gevredigezh, herie kalz nebeutoc’h, anat… Met ne vern, rak me gav din eo aet hengoun ar sent-se en tu-hont d’ar gredenn. Pep sant en deus e berzhioù, perzhioù a vez lakaet war-wel devezh ar pardonioù. Hep kontañ e vez adpaket an traoù da vat gant an douristelezh ! Met se zo ur gaoz all.

Ne vern, emezon-me, ober war-dro e sent zo ober war-dro e vro ! Ha gwelloc’h c’hoazh, muzuliañ e vro… muzuliañ amzer e vro…

Meur a live zo avat : mont da bardoniñ ur wezh ar bloaz zo da gentañ, goude e c’haller kemer perzh en un droveni (ha ne vefont ket dalc’het bep bloaz evel unan eus reoù Lokorn(an)) hag evel just en Dro-Vreizh, ur wezh en e vuhez hervez. Ar c’helc’hioù kerzhet zo aze : kelc’h kentañ ar pardon, an eil un droveni bennak, an trede dre ret ober tro Breizh. Ret eo merkañ ec’h eo ur c’herzhed a-stroll pe mont gant hentoù darempredet gant tud oc’h ober ar memes beaj.

Met n’eo ket echu, ur c’helc’h diwezhañ holl zo : hini ar veaj da Santiago-de-Compostela. Gwezhall-gozh e oa bet beajoù all, da Roma, da Jeruzalem, etre meur a hini. Santiago zo chomet.

Ar c’helc’hioù-se o deus servijet kalz en eskemmoù sevenadurel. Un toullad kontadennoù, pe hengounioù pobl zo bet eskemmet evel-se a-hed ar c’hantvedoù. Servijet o deus ivez en eskemmoù sokial. Ekonomikel ivez ma talc’her kont eus ar foarioù bras dalc’het er Grennamzer, lod war ar memes hentoù.

Ma, pardon sant Erwan zo brudet dre amañ, deuet da vezañ ur skeudenn gaer zoken ! Gant ur mor a avokaded gwisket en du. Ret eo lenn skrid saourus Jarl Priel en e eñvorennoù evit kompren petra oa ar pardon-se gwezhall ; ur skrid saourus ha bev ma zo unan :

« Ha tud, va Salver, nag a dud !… A-wechoù e tegouezhe da Gamlez, ar barrez e penn-kentañ ar prosesion erruout en kêr war he giz, peurechuet ganti he zro kent na veze aet an eskibien e-maez an iliz-veur. Hag ar beorien ’ta !… a bep tu d’an hent, war bennoù o daoulin, pe harpet ouzh ar c’hleuzioù, bez’ e veze regennadoù klaskerien-vara, paotred ha merc’hed, kozh ha yaouank, dall, moñs, pe vac’hagnet, darn war flac’hioù, darn all hep gar ebet ha kluchet en ur c’hased izel war rojoù, hemañ oc’h eoniñ, skoet gant an droug-sant, henhont gant trouskennoù ha goulioù spontus, un heug hag ur rukun sellout outo! Ha blejal, youc’hal, garmiñ, beogal ha yudal a raent gwitibunan, pep hini en e yezh, hag a bouez-penn, ken ma veze o safar trec’h da voubou ar pedennoù, diskan ar c’hantikoù, soroc’h ken lies a votez o voustrañ poultr ha mein an hent bras, da n’eus forzh peseurt trouz all, ha zoken da vimbalaoñ ar c’hleier o vrallañ. Evit va c’heloù, fromet e vezen dreist-holl gant an “inosanted”, pikoloù kanfarded diarc’hen ha diskabell, lart ha kreñv da welout, a-wechoù gant barv hir ha louet, darn hanter-noazh, darn all gant ur sae vastaret e-dro dezho evel hini ur c’hrouadur nevez grog da gerzhout. Aon am beze zoken rak an urupailhoù-se na baouezent ket da vabouziñ, da skrignal pe da zifronkañ, ha d’ober buhez d’o laou en ur gammañ o genoù gwashoc’h eget marmouzed. Ken stank ha grizilh e kouezhe war ar c’hlazenn dirak ar beorien santimoù ha gwenneien, ha d’ar c’houlz-se, kristenien, e vire c’hoazh ur gwenneg a netra e holl dalvoudegezh. Da serr-noz, hervez ’gleven, e rae meur a foeter-bro un tammig revrad, met war a gredan, nag an Aotrou Doue, na sant Erwan venniget ne selle re verr an naontek a viz Mae ouzh levenez druezus an dud kaezh-se… »

(Tennet diouzh Jarl Priel, Va zammig buhez, Al Liamm, 1954 & 1975, pp. 54-55, adembannet An Alarc’h Embannadurioù, 2022, pp. 55-56, © an Alarc’h).

An deoliezh d’ar sent n’eo ket ken kozh a se evit lod. Unan zo bet aozet en-dro d’un delwenn kavet en ur park en kichen an Alre, e bro Wened. Hini santez Anna (Annañ evit Tregeriz !). Abred-tre, memes tra eo bet en kreiz pedennoù an dud paket fall. Sede amañ un testeni eus kreiz ar seitekvet kantved roet gant ar Breur Bernez ar Spered Santel, ur beleg anvet Perrot evit gwir eus Lesneven. meur a desteni a ro en e levr diwar-benn ar veaj da santez Anna, hag en o mesk zo anv eus ur vag eus Lannuon aet a-benn kerreg trubard dirak Gwaien :

« Lannuon. Ar bempet dez a viz genver 1642.

An den nobl, Yann ar Provost aotrou eus ar Penkrec’h, pehini a chom er gêr a Lannuon en eskopti Treger, pa’z edo en ur lestr anvet Santez Barba, pehini a zouge div donell ha hanter-kant a garg ha pe en hini ez edo mestr Yann ar C’harre, marc’hadour a Waien, pa’z edo o tonet a Vourdel, o fallout dezhañ antren en aod Porzh-Loeiz e voe ampechet dre un tourmant tempestus pehini a badas daouzek eur, da vihanañ, hag en strinkas war ur garreg tost da Waien, hevelep ma voe brizet holl ar gilh eus ar lestr ; holl o welet ez edont en un dañjer pirilhus, ha hep remed, eus o buhez, en em lekejont da leñvañ dre ur c’hri truezus, da imploriñ ar sikour eus an aotrou Doue [hag ivez eus an Itron Santez Anna], ha d’en em ouestlañ da zonet war droad da vizitañ he chapel devot mar galljent evitañ an dañjer-se. Neuze souden e voe rentet ar mor plaen ha kompez evel un daol, hag an avel kalm ha pasifik, n’o devoa nemet kement a rankent evit en em rentañ hep gwall ebet en aod a Waien. Ar bevarzekvet a viz eost o tont da rentañ o veuoù e rejont an declarasion-mañ pehini a zo bet goude justifiet dre un akt jurdik, graet e Lannuon, ar seizhvet warn-ugent a viz ebrel 1645. »

(Lakaet eo ar skrid er skritur a-vremañ)

Un testeni n’eo ket bet implijet gant an istorourien c’hoazh. Ar skrid zo un tammig en doare unan savet gant ur c’hazetenner, un daneveller. Resis eo ar gerioù implijet. An anvioù, al lec’hioù, an deiziadoù, an aktoù sinet a ziskouez e oa gwirion kement burzhud dezrevellet, hervez ar Breur Bernez ar Spered Santel, da vihanañ… Ken risklus e oa ar beajoù d’ar c’houlz-se ma oa aes kavout testenioù sikour ar santez d’an dud a bede anezhi !

Herve Bihan

Levrlennadur

Jarl Priel, Va zammig buhez – Va buhez e Rusia – Amañ hag ahont, an Alarc’h embannadurioù, 2022.

Ar veac’h devot hac agreabl evs a perc’herinet santes Anna e Gvnet […] Composet gant Breuzr Bernard ar Speret Santel Religius Carmes guinidic à Lesneven : https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k15123091?rk=21459;2

Herve Bihan, Danevelloù mor en ul levr eus kreiz ar seitekvet kantved, hor Yezh, kerzu 2011, Nnn 268, pp. 5-12.

Le Studio - Agence de création graphique et web