Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 24.... (Appel du 18 /23 juin 40)...

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 24.... (Appel du 18 /23 juin 40)...

La météo La météo
janv. 25, 2025 - sam.
Trévou-Tréguignec, France
ciel dégagé
8°C ciel dégagé
Wind 2 m/s, NE
Humidity 66%
Pressure 756.06 mmHg
Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 24…. (Appel du 18 /23 juin 40)…
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 24.... (Appel du 18 /23 juin 40)...

ME ZO KOKO DEUS AR PORZH-GWENN !
Esmae a oa en noz all war blasenn an ti-kêr en Trevoù. Anv a oa eus daou den bet er Rezistañs : unan
war an dachenn, François Kerambrun, bet er Rouedad Shelburn, hag egile Jarl-Mari Guillois, bet
mouezh vrezhoneg ar Jeneral de Gaulle e Londrez. Kement hag enoriñ anezhe e oa bet dreset
bannieloù triliv ha bannieloù gwenn-ha-du dirak monumant ar re varv. Ul lid kaer ma zo bet ul
lennadenn gaer a-berzh an aotrou Joseph Laurans eus galv ar Jeneral troet en brezhoneg gant Jarl-Mari
Guillois.


Evel ma skrivfe Jarl Priel, ur pikol levr a c’hallfemp skrivañ diwar-benn buhezioù hag avañturioù Jarl-
Mari Guillois. Deut er bed er Porzh-Gwenn e 1910 hag aet da anaon e 1994, er Porzh-Gwenn ivez,
met aet a-hed hag a-dreuz abalamour d’ar brezel, ha dibabet chom en Londrez un hanterkant vloaz
bennaket.
En bourzh ar Vauquois, un avizo, en devoa kuitaet porzh Brest d’an 18 a viz even 1940, e oa. Kalz
martoloded a oa bet lazhet pe beuzet pan oa bet lakaet an avizo da darzhañ gant ur min alaman, ha
kement-mañ en Kanol-ar-Forn a-vaez da Gonk-Leon : ouzhpenn 130 den lazhet pe gollet, hag un dek
den bennak manet bev. En touez ar re-mañioù e oa Jarl-Mari Guillois.
Diwar se e oa aet war-eeun da Londrez o tont gant an FFL. Goût a reer e oa en em gavet gant Jean
Marin, anv stourm Yves Morvan, ur paotr eus Douarnenez. Hemañ, un doare Yann Martolod, en devoa
merket penaos e oa eus Jarl-Mari Guillois ur brezhoneger ampart ha leun a intrudu da geñver an dud
en-dro dezhañ : kinnig dezhañ bezañ blenier gwetur ar Jeneral de Gaulle – ar pezh a voe evit ur sizhun
bennak, hervez. Met, dreist pep tra, e c’houlennas gantañ lenn en brezhoneg kemenn brudet ar Jeneral
de Gaulle.
N’eus ket a roud enrollet eus galv ar Jeneral diwar hini an 18. Ur galv all a voe, un nebeud devezhioù
goude, gant ur skrid diheñvelik. Moarvat eo ar skrid-se a oa bet troet ha lennet gant Jarl-Mari. Ha
n’hon eus roud ebet anezhañ kennebeut.
Pebezh tonkad : dont a-benn da skarzhañ diouzh ur vag aet da arched houarn, hag en em gavout un
nebeud devezhioù war-lerc’h dirak ur mikro brezhoneg dalc’het gant ar BBC ha broudañ e genvroidi
da sevel a-enep an Alamanted… ha tud Vichy.
Aet an darvoudoù tremen buan, primoc’h evit na soñjer… A-raok ar galv e oa deut ar c’heloù eus peñse
ar Vauquois betek divskouarn tud Perwenan, hag evel-just e penn skouarn mamm Jarl-Mari. An istor,
diwar neuze, a gemer lañs ha da vat. Mamm Jarl-Mari he devoa goulennet gant person ar barrouz ober
war-dro ul lid dre ma oa bet kollet he mab er mor. Krog an traoù da vezañ aozet ha sede Jarl-Mari, eus
Londrez, o tistagañ galv ar Jeneral en brezhoneg. Hag er fin d’e lennadenn da lâret : « Me zo Koko
deus ar Porzh-Gwenn ! ». Ar fin-se, klevet gant an Itron an Du, er Porzh-Gwenn, zo kaset ganti da
vamm Jarl-Mari : « Bev ho mab ! Klevet ’m eus Koko er post ! ». Frealzet ar vamm, sklaer eo, en un
doare dic’hortoz ! Ur ger a chomo en istor hag a lakao ar Porzh-Gwenn da lec’h mojennel ur wezh
ouzhpenn.
Jarl-Mari a dalc’ho da stourm en bourzh ar Savorgan-de-Brazza, un avizo all, en tu d’an Afrik.
« Koko » a deuio en-dro d’ar gêr, met en Londrez evit un toullad kaer a vloavezhioù, evel am eus
skrivet uheloc’h.
An istor a lavar ivez en devoa Jarl-Mari, goude trubuilhoù ruz ar brezel, goulennet gant ar Jeneral,
deut e penn an traoù en Bro-C’hall, kaout justis evit hon yezh hag evit ar vrezhonegerien. Reiñ ur
statud d’ar brezhoneg. Ne oa ket gwall dra en skoaz ar stourm bet renet gant Jarl-Mari hag e
gamaraded hag e gamaradezed. Divinit petore respont a oa bet roet dezhañ ? Evel kustum, siwazh.
Sede e oa bet Koko deus ar Porzh-Gwenn kaset da vale.
Ha Koko, a vo lavaret. Eus pelec’h e teu an anv-se ? Kement testeni a gont penaos e oa an anv-se roet
da Jarl-Mari pan oa bihan, ha miret gantañ war-lerc’h. Ha just a-walc’h eo unan eus ar gerioù a glever
ar muiañ er biojoù evit cherisañ ar re vunut. Na pet gwezh em boa klevet ar ger-se pan oan un tamm
mat munutoc’h evit herie ! « Sell’ta koko ! », « Hemañ zo koko bihan ! », « Petra’oa koko bihan ? »,
hag all, hag all. Tenerausoc’h a se an anv pan oa bet klevet er post bihan e miz gouere 1940, goude
galv ar Jeneral. Ur vro a-bezh a oa en ennañ.
(Trugarez da : an Itron Guillois, merc’hed François Kerambrun, Lucien Anquet, Eric Vanderheden,
Joseph Laurans, Janine Troiadec, Pierre Adam., Jerom Coat Savidan, ha da dud all am eus ankouaet,
sur a-walc’h)
Herve Bihan
Levrlennadur
Jerom Coat Savidan, Ar galv e brezhoneg, petore tonkad – Ar brezhoneg implijet war ar BBC hag e
Londrez, 1940-1944, Memor Master, Skol-veur Roazhon 2, 2022-2023.
Lec’hiennoù
De Gaulle o lenn e c’halv (an eil) d’an 22 a viz even 1940 : https://fresques.ina.fr/de-gaulle/fiche-
media/Gaulle00300/appel-du-22-juin-1940.html
Pennad gant Bernez Rouz : http://www.tresor-breton.bzh/2023/06/18/18-juin-18940/
Diwar-benn ar galv e brezhoneg gant Jarl-Mari Guillois :
https://br.wikipedia.org/wiki/Galv_an_18_a_viz_Mezheven
Devezh lid en Trevoù (24 a viz even 2024) :
https://trevou-treguignec.bzh/petit-temps-de-recueillement-lundi-a-18h15-30-au-monument-aux-
morts-lecture-en-breton-et-en-francais-du-message-de-general-de-
gaulle/?utm_source=mailpoet&utm_medium=email&utm_campaign=keleier-an-treou-nouvelles-de-
trevou-treguignec-n308-le-17-12-2021-sem-50_122
Rouedad Shelburn Gwengamp (François Kerambrun) :
https://actu.fr/bretagne/guingamp_22070/reseau-shelburn-livre-hommage-resistants-guingamp-de-
plouha_28711580.html
Jarl-Mari Guillois, pennad war Le Point : https://www.lepoint.fr/histoire/charles-marie-guillois-la-
voix-bretonne-de-la-resistance-27-05-2014-1828176_1615.php#11
Jarl-Mari Guillois : https://www.francaislibres.net/liste/fiche.php?index=72875

Le Studio - Agence de création graphique et web