AR GOUREN, AMBROISE PARE HA NI
Ma zo ur sport kozh, anavezet a-gozh e Breizh eo ar gouren. Ne lâran ket ur c’hoari-sport evel ma c’hall ar sach-fun pe ar sevel-perchenn bezañ… Nann, ur sport da vat, gant e reolennoù da vat.
Plijet pe displijet renerezed ur serten mirdi en Roazhon : ur sport en tu-hont da Vreizh, ur sport a ra al liamm etre ar broioù keltiek. Ur sport keltiek. Peadra da vezañ mantret !
Ya, kavet e vez ar gouren pe ur seurt gouren tost en tu all da Vor Breizh, en Kernev-Veur, en norzh Saoz – lec’h oa bet Bretoned kozh gwezhall. Mantrusoc’h c’hoazh !
An istor a gont penaos Beltram Gwesklen a ouie eus ar gouren : se a lâr un destenn eus 1337, pan oa hennezh ur c’hrennard deut.
Unan eus an testenioù koshañ zo roet gant ur c’hronikour o kontañ dimp penaos zo bet un arridennad krogoù gouren etre Bretoned Frañsez kentañ, ar roue Gall, ha Bretoned Herri an eizhvet, roue Saoz hag an ardremez. Ma Doue, ma Doue, Bretoned eus an daou du oc’h en lakaat etre daou roue ken galloudus ha ken skedus… Mantrus, mantrus… Se a oa c’hoarvezet e 1520.
Ha sede Ambroaz Pare o tont. Hemañ a vez lakaet da vezañ tad ar surjianed abaoe ar c’hwezekvet kantved. Gant an niverus ma veze ar brezelioù, ha da heul an emgannoù kalet ha didruez, e ouie tennañ e vad eus stad ar c’horfoù-marv, ar bruluskennoù, en glec’h er gwad ruzañ ha tevañ a c’halled da gaout. Mantrus, mantrus, adarre.
Tennañ e vad da deskiñ penaos gwriat, lemel, troc’hañ krenn ha dik war korfoù ar re vev : surjianerezh ar c’houlz-se… Divantrusaat marteze ? Met ma welit al livioù, ne glevit nag ar c’hlemmoù nag ar c’hwezh, hini ar marv tost… ha karantezus. Nann, bepred mantrus…
Ar gouren, eñ, zo un afer roched. Un afer bep a roched a groger e-barzh da vat : ret lakaat an hini all da gouezhañ, e divskoaz plaen ha rez ouzh al leur, an douar. Ha n’eo ket lakaat egile da ledañ douar, ar pezh a vefe bezañ treitour.
Neuze n’eo ket mui un afer a liv, a c’hwezh… met un afer a drouz, hini ar skevent ha hini ar galon o lammat pan vez roet lamm d’an hini all. Hag ur c’hrogad all !
Hag an Ambroaz eta ? En 1543 e oa bet hennezh o sellet ouzh un abadenn gouren en tu da Landerne, mar kredomp ar skrid lezet war e lerc’h. Lezet en devoa ivez ur frazenn eus brezhoneg ar mare-se memes. Mantret e oa bet ivez, evel an arvesterien all, Bretoned hag all, pan oa manet marv mik unan eus ar c’hourenerien war an dachenn. Mantrus….
War-lerc’h, da vare an Dispac’h Gall, zo bet c’hoazh testenioù eus ar sport broadel-se. Unan anezhe zo brudet, hini Jak Cambry pan oa deut da welet penaos e oa stad an traoù en departamant nevez-flamm Penn-ar-Bed. Etre 1794 ha 1795 en devoa bet tro da arvestiñ laouen ouzh gourenerezh ar vro. Sede petra a lâre : « Ar gouren, ar sport m’eo ar Vretoned ar re wellañ holl eus broadoù ar bed ». N’eo ket netra !
N’on ket evit echuiñ hep adkas da soñj komzoù all a-berzh an Ambroaz : « Ret e vije da Vabden kaout ur yezh hepken, ur yezh da c’hallout en em glevet an eil re hag ar re all. Rak neb a glevo un Alaman, ur Brezhoneger, un Euskarad, ur Saoz, ur Polonad, ur Gresian, hep o gwelet, e vo diaes dezhañ goût hag-eñ int tud pe loened. » Mantrusiri en bed ar mantrusiri mantrusañ na vije ket dinac’het, moarvat, gant tud zo, mirourien ha gwarded ar sevenadur… o sevenadur, ha n’eo ket ma hini !
El levrlennadur em eus lakaet un oberenn blijus a c’haller pellgargañ aes : levr Pierre Martin diwar-benn ar gouren ha traoù all en bro Skaer, Gwiskriv ha Gourin. Reiñ a ra taolennoù kaer ha bev eus ar gourenadegoù a veze renet en penn-kentañ an XXvet kantved en Kerne. Hep kontañ ur brezhoneg all saourus da lenn ha da vlazata evel ma reer gant an tapas kinniget gant Spagnoliz en o ostalerioù degemerus ! Seder !
Diouzh ma zu, pan oan mous, mousikoc’h evit se sur a-walc’h, em boa klevet anv eus gourenerien a oa bet en Trogeri hag en trowardroioù, ur reoù bennaket kar d’am zad-kozh Peurid-ar-Roc’h, kendirvi hervez kont. « Gournêrien » a veze distaget ! Aet eo an hengoun avat ! Ken mantrus all…
Herie an dez e vez meret ar gouren, evel sport ofisiel, gant Bodadeg ar Gouren. Un tamm soñj bennak a rankomp kaout evit an Doktor Cotonnec en devoa strivet da renkañ ha da reoliañ ar gouren er bloavezhioù 30. Ul labour pouezus eus e berzh.
Ul labour ken pouezus all renet gant ar Vodadeg, herie.
Herve Bihan
Levrlennadur ha lec’hiennoù
Jacques Cambry, Voyage dans le Finistère ou État de ce département en 1794 et 1795, tome troisième, A Paris, De l’Imprimerie-Librairie du Cercle-Social, Rue du Théâtre Français, n° 4, an VII (= 1798) de la République Française, p. 202 :
Ambroise Paré, Oberennoù :
https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/btv1b8602944f/https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/btv1b8602944f/
Bodadeg ar Gouren : https://www.gouren.bzh/
Pierre Martin, Mouez Kerne, Echo de la Cornouaille, Scaer, Guiscriff et Gourin, le vrai pays des luttes, et des joyeux conteurs aux savantes disputes. Pierre Martin. 1929 :
Diwar-benn taolenn Paul Sérusier :
https://www.musee-orsay.fr/fr/oeuvres/la-lutte-bretonne-798
Paul Sérusier, Gouren, 1890-1891, Mirdi Orsay, Pariz.