Kronikenn 27 LOENED HA TUD (2) : AR GWENAN
Petra plijusoc’h evit safronerezh ar gwenan en nevezamzer pa vezont o tastum ar pollen (pe ar poultr pe ar bleud) er bleuñv. Ken niverus ha gwenan a lârer, ha gwir eo : bezañ e vêr gant un drouz a gas da soñj hini ur c’heflusker o voudal a-hed an amzer, bezañ e vêr ivez gant o monedone labourat dizehan a vleunienn da vleunienn… Sonerezh ha livioù.
Gras a gav ar gwenan abalamour d’ar mel a broduont. Met brasoc’h gras a dleomp dezhe abalamour ma int aktourezed ar pollenañ. Ha se evel amprevaned all ivez, kement hini a deu da weladenniñ ar bleunioù evelte !
« Ar wenanenn ec’h eo gward-araog al labourer-douar » eme unan bennak eus 1899. « Ar wenanenn ec’h eo, hep dislavar, ar gwellañ eus an amprevaned : ar renk kentañ, e-mesk ar re dalvoudekañ, a zo dezhi. Reiñ a ra dimp ar c’hoar hag ar mel. Hi ivez, ec’h eo, a doug ar poultr-fleur deus an eil fleurenn d’heben, hag a frouezh anezhe evel-se. » emezañ c’hoazh.
Jean-Louis Henry (ar Gwenaner) a skrive en 1906 : « Gwelit anezhe o vont eus an eil fleurenn d’heben da zastum an nektar pe ar suk a sorti eus ar bleunioù, gant pehini e reont o c’hoar hag o mel, en ur vonet evel-se deus an eil fleurenn war heben, e kasont warne ar pollen, poultr hag a zo ret evit lakaat ar fleur da zonet da vezañ frouezh, rak hervez an dud gouiziek, ma ne vefe ket douget ar poultr-se pe gant an avel, pe gant un dra bennak all, n’eus forzh pegement a fleur a vefe, ne zeufe frouezhenn ebet, ha merket zo bet penaos ar jardrinoù hag ar gwerjezoù tost d’ar gwenan, a zoug bepred muioc’h a frouezh evit na ra ar re na vezont ket darempredet gante. Setu aze eta unan eus o madoberoù, ha marteze n’eo ket an disterañ, petra bennak ma pasfe hep bezañ kalz remerket. »
An emskiant modern da vat diwar-benn ar gwenan savet er gêr zo deuet d’ar Vretoned en dibenn an naontekvet kantved pan o devoa, tamm ha tamm, degemeret ruskennoù (pe koloennoù evel ma lâr tud all) gant sternioù : « Ar goloenn an talvoudekañ ec’h eo ar goloenn gant sternioù, abalamour e c’haller lemen ar mel diouti hep lazhañ ar gwenan. », eme paotr pe plac’h 1899.
An den en devoa ijinet an doare ruskenn-se a oa Georges de Layens (1834-1897). Charles Dadant (1817-1902) a voe unan all o kas an teknik diouzh e du ha kinnig ruskennoù war ur patrom awenet heñvel. Ha kement a anvioù ijinourien all a vefe da venegiñ ! Evel hini Jean Herpin (1883-1967) a voe awenet da vat gant ruskennoù de Layens.
Tennañ o mel hep o lazhañ zo ur pezh tra, met n’eo ket a-walc’h evit miret bev ar gwenan avat. Enebourien o deus. Alier 1899 a ro dimp da c’hoût : « Brasañ enebourien ar gwenan ec’h eo al logod, an touseged, ar c’hwiliorezed, ar gwesped, ar c’hevnid, ar merien. ». Netra nevez dindan an heol, nemet herie eo c’hwiliorezed o tont eus Azia hag a deu d’o debriñ ha d’o drailhañ.
Met, abaoe 1899, zo ur reuz all aet kreñvoc’h-kreñvañ en o enep : an implij a re a vez graet eus an diastuzerioù (pestisidoù mar kavit gwell). Brav eo tamall se d’al labourien-douar, met en-dro din, em eus gwelet tud ha n’int ket peizanted oc’h ober gante, ha hardizh c’hoazh : ya, pegen brav al liorzh hep geot foll, hep kaol-moc’h, hep louzoù fall (hervez), hep amprevaned hegasus, ul liorzh gwerzhet didoan d’ar bitum ken lufr…
Evel am boa merket en ur gronikenn all, miret ar c’hleuzioù hag ober war o dro zo ken pouezus all. Ar gwenan a brofit, ha ni holl ivez ! Ur bazenn war-du ar vevdiseurtelezh ken pouezus evit hon amzer-da-zont war ar voul-douar-mañ. Ailhedennoù ar chadenn vras…
E-maez ar ruskennoù e kaver ar gwenan ivez. N’eo ket rouez gwelet taolioù-gwenan o klask ul lec’h repu da sevel un neizh nevez. A c’hall dindan delioù ur wezenn bennaket, en un toull bras en ur vogerenn, pe en un toull en ur wezenn memes : er Grennamzer e oa boutin o miret evel-se en lec’hioù anvet Toulgoad (a-wezhioù Toulc’hoad pe Toull-ar-C’hoad memes). Ken prizius e oant ma oa bet lakaet lezennoù warne.
A-gozh zo bet barzhed o kanañ meulodi d’ar gwenan. Unan eus ar re vrudetañ a oa Virjil (Vergilius), sur a-walc’h (soñj ’m eus penaos, ar voused ma oamp, a oa roet dezhe evel poelladennoù latin treiñ ar Virjil-se en galleg). Brudet eo e varzhonegoù (hir !) evel ar Jeorjik. Ma, kaer e oa e skridoù hag awenet en deus bet meur a varzh all er bed a-bezh, ken hollvedel ma oa e gentelioù. Sede ma roan un tañva eus ur barzh brudet e bro-Wened : Joakim Gwilhom. Hemañ en devoa savet e Levr al Labourer (1849) war patrom oberenn Virjil met en ur lakaat bommoù desket gant peizanted e vro, en tu da Bondivi. Sede un arroudenn ma ro Joakim Gwilhom e guzulioù da sevel ruskennoù :
Ec’h an da lâret deoc’h buhez ar wenanenn
Ha da gomz eus ar mel a serr en he ruskenn.
Evit al labourer a-ziwar ar maezioù
Ar wenanenn a zo ur vammenn a vadoù :
N’ankouaet ket eta, e kalon ar gouañv,
A ober ho ruskad da benn an nevez-hañv.
(…)
Bremaik, e kreiz un dez blot ha tomm eus an hañv,
C’hwi o gwel o redek er-maez keti-ketañ,
O vuñsat a bep tu, o c’hronniñ ar ruskenn, > muñsat = dastum munut
O sevel en amzer evel ur gogusenn. > ur gogusenn = ur goumoulenn
Dalc’hit gwell warne ha sonnit ho trebez
Betek na vefont e-pign staget doc’h ur barr gwez.
Neuze, hep koll amzer, kerc’hit eeun ho ruskenn,
Frotet hi gant geot glas, pe gant del un dervenn,
Treuzet hi gant div groaz graet a vizhier ivin,
Strinket an diabarzh gant laezh dous tro-ha-tro :
Neoazh em c’hronnit mat, kemerit manegoù > neoazh = koulskoude
Evit em oarantiñ a-zoc’h broud o flemmoù
Hag er beg troit krec’h dindan an tolpad > tolpad = taol (gwenan)
Astennit ar ruskenn ha hejit ar barrad.
Neuze, war ul liñsel displeget war an dachenn,
Lakit war he divbav hardizh mat ho ruskenn.
Neoazh grit evezhat betek ar fin eus an dez,
Rak ma n’em blij an taol en e ruskenn nevez,
Eñ a sav hag a c’ha d’e gentañ lojeiz,
Pe da zindan ar c’hoadoù da glask ur wezenn kleuz.
Kentizh evel an noz, kemerit ho ruskenn
Ha lakait hi dousik da gouezh war ar varlenn
A dle divordiñ, evit ober ervat,
An dro eus ar ruskenn, a daou pe tri meudad.
Ali a roan deoc’h ivez lenn levrioù Janig Bayon. Enne e kaver an hengoun a-gozh diwar-benn ar gwenan hag un toullad barzhonegoù, krennlavaroù, lavaredoù diwar o fenn. Ur blijadur o lenn dindan gwasked ur wezenn en ho liorzh (pe neuze en penn ho kanape muiañ karet mar c’hoarvez ganeoc’h bevañ en ur ranndi !).
Herve Bihan
Levrlennadur
Janig Bayon, Ar gwenan « loened an aotrou Doue », hor Yezh, niv. 180, 1989.
Janig Bayon, Sevel gwenan e Breizh, Mouladurioù hor Yezh, 1992.
Jean-Louis Henry, Ar gwenan – Penoz tenna diganto o mel heb o distruja, Moullerez dre-dan Ar Bobl, Keraez, 1906.
Bulletin archéologique de l’Association Bretonne, Tome dix-huitième, Quarantième Congrès tenu à Guérande du 28 août au 2 septembre 1899, Saint-Brieuc, 1900, pp. 20-22.
Édouard Bertrand, La conduite du rucher, Payot, Lausanne, embannadur 1967.
Jean Herpin, Le rucher familial, Collection Rustica, Paris, [1948].
Lec’hiennoù
Diwar-benn ar mel : https://larucheceltique.fr/mel-breizh/
Diwar-benn ar gwenan du :
Diwar-benn Georges de Layens : https://fr.wikipedia.org/wiki/Georges_de_Layens
Diwar-benn Charles Dadant : https://fr.wikipedia.org/wiki/Charles_Dadant
Gwenanerezh e Breizh (4 departamant, siwazh !) :
https://www.paysan-breton.fr/2021/02/lapiculture-a-le-vent-en-poupe-en-bretagne
https://www.paysan-breton.fr/2022/10/un-miel-certifie-100-breton
Gwenanerezh en Aodoù-an-Arvor : http://abeille22.fr/accueil/