MONT DA GOMPOSTELA ASAMBLES GANT SANT JAKEZ
Pardoniñ ha pirc’hirinañ n’eo ket ar memes tra a vo lâret din. Moarvat. Gant ar ster a roer d’ar gerioù-se herie, e weler daou doare : unan a c’haller kas war-raok meur a wezh en e vuhez hag an eil ur wezh nemetken, pe se. Pan seller ouzh an hent zo da ober eo aes da gompren. Met ivez, ar pardon zo un afer familh, un afer karter, un afer kumuniezh :
soñj ’m eus eus pardonoù zo pan oan mous, evel hini ar Gozh-Iliz en Planiel, pe hini Santez-Anna en Trogeri. Evel m’emañ hini Sant-Gwenole en Trevoù ivez. Pardoniñ zo un digarez kaer d’en em gavout asambles ha da gemer perzh er c’hoarioù foar a veze gwezhall ! Ar vugale a ouie gortoz an degouezh avat ! Soñj mat’m eus eus ar reoù a oa dispaket en Kamarel ! Met, evit gwir, kement foar-pardon a oa mat dimp, bugale ! Ha mont betek Lezardrev ne oa ket ur wall afer dimp !
Met mont da Gompostela, pe da Sant-Jakez mar karit, ha c’hoazh zo anvioù all, zo marteze un afer hiniennel ? Kamaradezed ha kamaraded din zo bet o taremprediñ an hent da vont di. An holl o deus kontet e oa ur veaj en o diabarzh dezhe : un doare d’en em adkavout, un doare da renkañ (ne lâran ket klenkañ) traoù zo en o buhezioù, lod gant o fez. Ar veaj-se zo ivez un digarez da gavout tud all.
Ar pardon zo hentiñ ur vro anavezet, suraat omp perzhiek en enni – lod a lavar eo se an hengoun, piv oar. Ar pirc’hirinañ zo kentoc’h adkavout un hent speredel, pe e vêr gant ar fez kristen pe ne vêr ket. Kerzhet ha kerzhet. Kas e gammedoù war-du penn Galiza, unan eus pennoù Europa.
En Breizh hent Tro-Breizh a servije (hag a servij c’hoazh) ivez da heñchañ ar reoù ac’h ae da Gompostela. Alese anvioù evel Kampostal e Rostrenn pe hini ar « Champ Jacquet » en kreiz-kêr Roazhon, pe c’hoazh hini an ospital Sant-Jakez en Naoned. Lod Iwerzhoniz ha Bretoned tramor a ouie tremen dre abati Boporzh en Keriti-Pempoull. Eno e veze roet bod ha prederiet an dud, dezhe da genderc’hel dibistik gant o hent.
Lod c’hoazh a dape ur vag kuit dezhe kerzhet !
Pan oa bet skarzhet ar renad arab, pe gentoc’h berber arabaet, en ul lodenn vat eus ar Spagn e oa bet roet brud da Sant-Jakez en Kompostela… Un implij politikel ! Jakez ar c’hristen a-enep da vMahomed ar pagan…
Ret eo derc’hel soñj memes tra ne vêr ket sur eus ar c’horf zo sebeliet en Kompostela : sant Jakez eme an Iliz, met istorourien zo (reoù sirivus mat) a lâr e vefe kentoc’h an den Prisilian. Ar Prisilian-se a oa bet en penn un erezi… Soñjit ’ta !
Ne vern, ar reoù a dalc’h da gas o c’hammedoù war-du Kompostela n’int ket chigardet gant se !
Ken merket eo bet speredoù ar Vretoned kozh gant an hent-se m’eo bet roet e anv d’un hent all : hini an Neñvoù da noz sklaer, gant gouloù gwenn-kann ar stered. Ha sede penaos eo deuet Hent sant Jakez en brezhoneg. Hent an Neñvoù hag a lâr dre belec’h mont.
Alies e vez milliget an etimologiezh pobl : koulskoude eo ar merk da ziskouez penaos e vez komprenet ar bed… Evel-se e oa bet komprenet Kompostela o tont eus al latin « campus stellae », da lâret eo « maez ar stered ». Un anv kaer ! Un anv da reiñ spi d’an dud o vont war droad, da reiñ c’hoant da dizhout ur maez leun a stered ! Ar stered zo gouloù, evel en Neñvoù…
An etimologiezh degemeret a lâr eo « campus tellus ». Latin bepred ! Nemet e talvez « douar rotel ». Kompost eta.
Gant se e ouvezer e oa Kompostela un doare bered veur ha se abaoe mare ar Ragistor.
Neuze : petra kaeroc’h evit mont en hent war-du ul lec’h m’emañ bered koshañ Europa ar C’hornôg. Jakez, Jalm pe Prisilian, petra’vern… Eno emañ ul lod kaer eus memor Europa, ha war ar memes tro an distro da spered pep hini aet war an hent.
Herve Bihan
Levrlennadur
Georges Provost, La fête et le sacré. Pardons et pèlerinages en Bretagne aux XVIIe et XVIIIe siècles, Edit. du Cerf, 1998.
Jean Gauter, Mémoire contée et chantée du chemin de saint Jacques en Bretagne, Association bretonne des amis de Saint-Jacques-de-Compostelle, 2015.
Herve Bihan, Un notennoù hag un evezhiadennoù bennak a-zivout Breizh ha Santiago-de-Compostela, hor Yezh, niv. 220, 1999, pp. 19-41 [pp. 34-35 ur stumm eus Gwerz Dom Derian dastumet en Goudelin gant Yann-Fañch Kemener]
Lec’hiennoù
Devri, diwar-benn Hent-Sant-Jak, Hent-Sant-Jakez pe Hent-Sant-Jalm :