Un Breton de Trévou - Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d'ailleurs... Kronikenn 8

Un Breton de Trévou - Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d'ailleurs... Kronikenn 8

La météo La météo
déc. 14, 2024 - sam.
Trévou-Tréguignec, France
couvert
6°C couvert
Vent 3 m/s, SO
Humidité 86%
Pression 768.07 mmHg
Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs… Kronikenn 8
Un Breton de Trévou - Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d'ailleurs... Kronikenn 8

Kronikenn 8
GWERZIOÙ : ISTOR, FEULSTER, KARANTEZ HA MEMOR (2)
Gwerz ha karantez a oa bet gwelet er wezh all. En taol-mañ eo ur werz hervez renkamant an Uhel hag
a zo kinniget amañ : Gwerz lestr ar Porzh-Gwenn, ur werz o kontañ darvoudoù kriz. Ur werz dastumet
en 1836, met gant darvoudoù o kas ac’hanomp d’an XVIIIvet kantved moarvat, marteze koshoc’h.
Daoust d’an titl n’eo ket bet dastumet dre amañ, met en tu ar Merzher, en-kichen Gwengamp. Anv zo
eus ul lestr savet er Porzh-Gwenn evit kas ha degas marc’hadourezh etre ar Roc’hell, Bourdel hag
aodoù nord Breizh, lestr savet gant un den anvet Jouan ar Bornig. Jouan pe Iwan pe Erwan n’eo ket
sklaer ar werz…

Sede ma c’hoarvez d’al lestr ober peñse, da geñver e veaj kentañ, war ar c’herreg rust
zo dirak porzh ar Roc’hell, ar pezh zo kontet brav-tre gant ar werz. Ha da heul nebeut eus ar
vartoloded chomet bev. Daoust da enklaskoù talvoudus Donatien Laurent ha reoù Eva Guillorel n’eus
ket bet kavet ar roud c’hoazh eus ar peñse-se. Un istor kriz ha kalet evel a welfet, merket gant un
toullad tud yaouank eus aodoù Treger lazhet er mor.
Ar stumm roet amañ eo an hini a oa bet embannet gant Aogust Desjars e 1851, dastumet gantañ en

  1. Ar stumm koshañ anavezet. Un adstumm all zo gant Pengwern ha daou all gant Anatol ar Braz
    meneget gant Eva Guillorel. En unan eus ar stummoù-se zo div werzenn o venegiñ un tamm paouez
    en-kostez Bourdel : ’N ur retorn, c’hwi ’yel da Vourdel, / Da gerc’hat gwin ken dous ha mel. Brud
    gwin Bourdel n’eo ket ur brud nevez-nevez…
    Ar werz ne lavar netra met moaien zo da soñjal e kase al lestr e sammad lien eus ar vro a-benn prenañ
    gwin pe se. Lien-levien (leien-leoien) evel ma veze produet kalz. Diwar lin pe kouarc’h…
    Ar stumm a oa bet dastumet hag embannet gant A. Desjars zo kaer-tre. Er skrid e kaver meur a dra
    gentelius a-fet yezh, gerioù na gaver ket alies, gerioù kollet herie siwazh. Met ivez klichedoù ar
    gwerzioù evel an droienn « Kriz vize (vije) ar galon na ouelje », er poz 36.
    Da lenn en ur selaou Jean-Do Robin o kanañ anezhi (gwelet al liamm e fin ar gronikenn).
    Herve Bihan
    Lestr ar Porzh-Gwenn
  2. 21.
    Jouan ar Bornig en deus graet Jouan ar Bornig a lâre
    Ar pezh na rafe den er bed ; D’e vamm, ’barzh el lestr pa bigne :
    Batiset ul lestr tri estell, « En em lestr nevez e pignan ;
    ’Us ti e dad, war ur bratell. « Marteze ken na retornan !
  3. 22.
    ’Dal ma voe graet e lestr gantañ Me am eus lezet en armer
    Hag eñ d’an daoulin dirazañ, « War-dro un tregont mouchouer. »
    Da bidiñ Itron ar Porzh-Gwenn Ha c’hoazh dezhi, pa dispartie,
    Evit anaout e blanedenn. A lâre : « Delc’het ma alc’hwe ;
  4. 23.
    Gant poan e bedenn achuet, « Digoret ma fres, zo ’r Goskêr,
    E oa e lestr amgostezet ; « A zo ennañ tri mouchouer,
    E oa e lestr war e goste « Hag en-kichen un diamant.
    Evit reiñ da c’hoût e veuzje. « Reit-i, mar plij, d’am mestrez koant
  5. 24.
    Jouan ar Bornig a lâre, Jouan ar Bornig a lâre,
    Er Goskêr, d’e vamm, p’antree : Pa voe war bont al lestr neve :
    « Me na rin ket, gant al lestr-mañ, « Hag a dud zo er gwaridoù,
    « D’ar Roc’hell e veaj kentañ. » « Ouzh hon gwelet ’kuitaat ar vro !
  6. 25.
    Marc’harid Wionvarc’h a respontas « Mari Pennuhel zo i’e ;
    D’he map Jouanig, p’en c’hlevas : « Setu hi war Grec’h-ar-Roue.
    « Droug ha mad ganeoc’h a vezo, « Emañ an dour ’n he diou lagad ;
    « ’Vit d’ar Rochell, c’hwi a yelo. « Penaos e c’hell he c’halon pad ? »
  7. 26.
    « Choazet zo martoloded vat, Ha, gant ar mor, evel ma ’h aent,
    « Prometet oc’h dezhe gant ho tad. » War gement holl a remerkent,
  • « Mard on prometet gant ma zad, Ar verdeidi a lavare
    « E rankin mont, a c’hon ervat. » An eil d’egile deus anezhe :
  1. 27.
    Jouan ar Bornig a c’houlenne, « Setu ul lestr nevez amañ
    ’N ti ar Pennuhel p’arrie, « Hag a zo seizh mestr-lestr ennañ.
    « Boñjour, joa, deoc’h oll, en ti-mañ ! « Ma’n dije bet hepken unan,
    « P’lec’h’mañ ’r merc’hed, pa n’o gwelan ? » « Na n’em gollfe ket ker buan. »
  2. 28.
    Ar Pennuhel a respontas Tud al lestr nevez ’c’houlenne
    Da Jouan ar Bornig, p’en c’hlevas : Ouzh ar verdeidi un dez ’voe :
    « Emedint war ar stank, o kannañ ; « Merdeidi, dimp-ni lavaret
    « Et d’o sicour da dizourañ. « Pelec’h fenozh e vank kousket ? »
  3. 29.
    Jouan ar Bornig a lare Hag ar verdeidi a lâre
    Da Vari’r Pennuhel, p’he salude : Da dud al lestr nevez neuze :
    « Boñjour, Mari ar Pennuhel, « ’N anv Doue, mar hon c’hredet,
    « Me a ya bremañ d’ar Roc’hell. « Fenozh d’ar Roc’hell na n’eomp ket ;
  4. 30.
    « Me a ya bremañ d’ar Roc’hell « Ar serenn a ganas neuze,
    « Davit ar gwin ker dous hag ar mel, « Ha na gan ’met an droug-amzer. »
    « Da choaz gwin gwenn, ha gwin kleret, Erwan ar Bornig a lâras
    « Ma dous Mari, ’vit hon eured. » D’ar verdeidi, pa o c’hlevas :
  5. 31.
    Mari Pennuhel a respontas « Kanet ar serenn pa garo,
    Da Jouan ar Bornig, p’en c’hlevas : « D’ar Roc’hell fetez ni ’yelo ;
    « En anv Doue, mar em c’heret, « D’ar Roc’hell ec’h efomp fete,
    « Ar veaj-mañ, na n’eet ket. « ’Met lâret e ve gant Doue. »
  6. 32.
    « Na n’eet ket gant al lestr-mañ Arri al lest ’kreiz ar rec’hell,
    « D’ar Roc’hell e veaj kentañ. » Souden e savas an avel,
  • « Droug ha mad ganimp a vezo, Hag hepdale, ’stokas ar c’hein
    « D’ar Roc’hell, allas ! me ’yelo. Gant ur vrud euzhus, war ar vein.
  1. 33.
    « Choazet zo martoloded vat, Ma karje Erwan ar Bornig
    « Prometet on dezhe gant ma zad ; Be’añ sentet ouzh ar Petit,
    « Ha pa c’hwesen ha dour, ha gwad, Ha be’añ troc’het ar wern vras,
    « Na dorrin ket lavar ma zad. » ’C’hellent kavet ho buhez c’hoazh.
  2. 34.
    Jouan ar Bornig a lâre War-benn un div eur goude-se,
    Da Jouan ar Petit, an noz-se : N’oa ibil el lestr na grene.
    « Jouan ar Petit, ma mignon ker, War-benn un teir eur, pe war-dro,
    « Groa moaien ma chomin er gêr ; E save ’n dour war ar ponto.
  3. 35.
    « Me’m bo dit un abid neve, Setu beu’et ar verdeidi
    « Ar c’haerañ ’vo ’barzh ar c’hontre, Hag al lestrad nevez n’met tri
    « Hag en devo paramanchou Mab Bertram Weram, ’Vugelez,
    « A gousto dek pistol o daou ; Ar Petit, an Olierez.
  4. 36.
    « ’N bered Perwenan p’arrio, Kriz vize ’r galon na ouelje,
    « Na vo hini en tremeno. » ’Barzh en kêr ’r Roc’hell pa ouelje
    Jouan ar Petit a lâre Asambles pevarzek arched
    D’Erwan ar Bornig, ar beure : O vont en eur fil d’ar vered ;
  5. 37.
    « Ma yontr Erwan, mar am c’hredet, Ha pa welje seizh intañvez
    « Jouanic ganimp na dei ket. » ’N iliz Perwenan asambles,
  • « Droug ha mad gant nep a gomzo, Unan-warn-ugent, pe war-dro,
    « Jouan gant al lestr a yelo. Chomet gante a vinoro.
  1. 38.
    Erwan ar Bornig a lâre Marc’harid Wionvarc’h, ar wreg vihan,
    Deus ar Goskêr pa sortie : Honnezh a zo kañvaouiet hep doan ;
    « E-leal, Marc’harid Wionvarc’h, Beu’et he fried, hag e lestr,
    « Ganeoc’h e chom madoù a-walc’h : He daou vab-hi Jouan ha Selvestr.
  2. 39.
    « A winizh eo leun ho krangner, M’arrije ’r Bornig er Gozhkêr,
    « Ha pep sort gwin zo ’n ho selier. E vê soûet war e amzer
    « Be’añ eus gwin gwenn, ha gwin kleret Gwelet un tamm mesaer deñved
    « D’evañ, Marc’harid, d’ho sec’hed. Gant e Varc’harid o kousket.
  3. 40.
    « Keset mab ar Ru deus ho ti ; M’he dize Mari Pennuhel
    « Bêt ur vatezh d’ho servijiñ ; Bet douget he c’hañvoù a bell,
    « Bêt ur vatezh d’ho servijiñ, ’Vize dime’et da Salio,
    « E ve’et digaket diouti. » Pe d’ur marc’hadour a Rosko.
    Levrlennadur
    Desjars, Auguste, Chanson bretonne du six-septième siècle, en Annuaire des Côtes-du-Nord, publié
    par une société d’écrivains du département. Seizième année. 1851. Nouvelle série. – Tome Ier
    .
    Saint-Brieuc, chez L. Prud’homme, Imprimeur – Libraire, et chez tous les libraires du
    département, 1851, pp. 214-233 : https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k1107255 & Mélusine,
    recueil de mythologie, littérature populaire, traditions & usages, Paris, Levrenn III, 1886-1887,
    pp. 77-82 : https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k57906482
    Penwern (Penguern), Jean-Marie, Dornskrid Nnn 95, da bellgargañ war Gallica :
    https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/btv1b10038105z.r=manuscrit%20celtique%20n%C2%B0%2095?
    rk=85837;2 & Al Liamm Niv. 38, 1953, pp. 23-26 :
    https://bibliotheque.idbe.bzh/data/cle_62/Al_Liamm_1953_niv_36-41.pdf
    Eva Guillorel, La complainte et la plainte, chanson, justice, cultures en Bretagne (XVIe
    -XVIIIe
    siècles),
    PUR/Dastum/CRBC, 2010, pp. 508-511.
    Michel, Nassiet, La littérature orale bretonne et l’histoire, Annales de Bretagne et des pays de l’Ouest,
    Tome 106, numéro 3, 1999, pp. 35-64 : https://www.persee.fr/doc/abpo_0399-
    0826_1999_num_106_3_4042
    Da selaou
    Jean-Do Robin, Lestr Porzh-Gwenn – Le navire de Port-Blanc, CD Bro-Dreger IV : Kanaouennoù an
    aod. Chants des côtes trégorroises, 1998 (an destenn zo diheñvelik un tamm met mouezh Jean-Do
    zo un drugar !) war al lec’hienn kan.bzh : https://tob.kan.bzh/chant-00131.html
Le Studio - Agence de création graphique et web