Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn15

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn15

La météo La météo
sept. 12, 2024 - jeu.
Trévou-Tréguignec, France
partiellement nuageux
13°C partiellement nuageux
Vent 5 m/s, NNO
Humidité 67%
Pression 765.82 mmHg
Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn15
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn15

AN EOG, PESK AR SPERED HAG AN DOUR SKLAER

E-touez al loened, hag e-touez ar pesked zo unan a vez doujet muioc’h evit ar reoù all : an eog. Sebezus an doujañs zo evitañ. Sebezus hag anat, koulskoude. Hervez ar Gelted kozh e oa an eog (ar somon evit lod) unan eus loened koshañ ar bed, asambles gant ar vran. Er gontadenn Kulhwch hag Olwen, dalc’het gant Kembreiz, e teu sikour da Arzhur a-berzh un eog burzhudus. Met dreist an danevelloù-se emañ hini Iwerzhoniz kozh a blij dezhe kontañ istor marzhus Finn mac Cumhaill (ret distagañ « Finn mak Koul » !).

Hennezh, ar Finn (Gwenn a vefe graet outañ en brezhoneg) a dap speredegezh ha gouiziegezh burzhudus gant debriñ un tamm kig eus un eog ken burzhudus all. Eog ar Furnezh e oa an eog-se. Avañturioù all en devo Finn goude, met se zo un afer all.

An eog zo muioc’h evit ur pesk eta…

Hag e Breizh ? Ganimp zo un danevell kozh-tiar ivez, unan zo tro-dro da vuhez Kaourintin, hini Kemper, e Kernev. En e vuhez latin zo anv eus ur pesk burzhudus a vez debret gantañ tammoù anezhañ hag a ro spered kemend-all dezhañ. Sede aze penn-kentañ an destenn latin troet ganin :

Amañ e krog buhez Kaourintin

§ 1. Ganedigezh Kaourintin

Kaourintin a voe ganet gant tud brudet abalamour d’o noblañs, e rannbarzh Breizh. En-bihan e strivas da studiañ an arzoù, hag e nebeut amzer e tapas gouiziegezh rouez; rak e-keit ma roe ur mestr kentelioù dezhañ eus an diavaez, gras d’ar Spered Santel a awene anezhañ en e ziabarzh, ar pezh e lakae da gaout ur memor feal.

§ 2. Kaourintin aet da ermit, maget gant ur pesk.

Kaourintin a gavas e Ploudiern ul lec’h distro ha digenvez d’en em staliañ. Ha sede e verzhas buan er feunteun ma teue da buñsañ dour bemdez enni, ur pesk a hañvale dont d’e gaout, evel ma vije bet diwar urzh Doue, ur pesk a hañvale klask bezañ loavet ha mont en e c’hourc’hemenn. Setu perak, an den santel, o soñjal eeun e oa aze ur prof evitañ a-berzh Doue, a deuas ingal, en ur buñsañ dour da goulz e bred boued, da droc’hañ un darn eus ar pesk en em ginnige ken brokus da laonenn e goñtell. Goude e lakae an darn-se da boazhat ha e tebre anezhi en ur vennigañ anv Doue. Met, pa deue en-dro en deiz war-lerc’h, e kave ar pesk ken fresk ha bepred en e bezh evel pa ne vije c’hoarvezet mann ebet. Setu perak, souezhet ha plijet, ar sant a gane meuleudi da zDoue, hemañ diwezhañ ken marzhus e-touesk e sent hag a c’hall e-unan seveniñ traoù ken sebezus all. N’eo ket lâret re e oa e gourc’hemenn Kaourintin, dre un ober a-berzh Doue, ur pesk a bourchase boued dezhañ bemdez hag a chome en e bezh ha se hep tamm gouli ebet.

§ 3. Grallon a deu da welet Kaourintin.

Sede, un deiz ma oa Grallon o kas e emholc’h e koadoù ha rozioù Ploudiern, en em gavas ken skuizh ma rankas dont da c’houlenn bod digant gwaz Doue; met gant evezh e kasas dirakañ e vevelien da fardañ boued evitañ, pa vefe tu d’hen ober.

Kaourintin, o klevet ar c’heloù-se, en em c’houlennas gant anken, da gentañ, petra a c’hallfe kinnig d’ar roue; met, hep bezañ trubuilhet nemeur, e teuas d’e feunteun hervez e voaz, troc’hañ un darn tevoc’h er pesk, he c’has hag he reiñ d’ar c’heginer da vezañ fardet. Ar c’heginer pa welas kement-mañ a c’hoarzhas hag a reas goap ouzh ar sant, o tisklêriañ a vouezh uhel ne vije ket a-walc’h kant darn evel honnezh da walc’hiñ naon ar roue hag e dud.

Koulskoude e lakaas anezhi war an tan diwar urzh taer ar sant. Sede, e teuas dezhañ souezh ha sebez pa welas honnezh o kreskiñ hag o lieskementiñ dirak e zaoulagad ! Ha perak ne lârfen ket kement ? Ar roue hag e dud a oa war yun ha naon bras o devoa ; met, dre barregezh Kaourintin, an darn-se nemetken a walc’has naon an holl. Amañ ez eus eta evel un adburzhud evel hini an Aviel pa vez danevellet e walc’has Jezuz naon pemp mil a dud gant daou besk. Sede, goude ar pred, ar roue Grallon, lakaet da c’hoût petra oa ar burzhud hag o welet ar pesk gant e zaoulagad, ar pesk en devoa debret un darn anezhañ, o neuial en dour leun a vuhez, hep tamm gouli ebet, en em strinkas ouzh treid gwaz Doue, ha diskouez dezhañ merkoù ar meuliñ ha reiñ dezhañ e balez da viken, gant e zouaroù stag, koadoù ha kement tra a oa dindan e anv er barrez-mañ.

§ 4. Ar pesk burzhudus a c’ha kuit diouzh Kaourintin.

Un nebeud devezhioù diwezhatoc’h, unan eus mevelien ar roue o vezañ bet ar soñj amoet da ober evel ar sant a droc’has heñvel darnoù e korf ar pesk, met hennezh a chomas gwall vac’hagnet.

Gwaz Doue, gwall frommet gant ar pezh a welas, a bareas ar pesk hag e lakaas da zont en e bezh en-dro ; met, d’ar memes koulz, e roas urzh dezhañ da zistreiñ da lodenn ar mor ma oa deuet diouti, dezhañ da chom hep bezañ en ur gwalleur all heñvel. Sede ne voe morse gwelet ken.

Ar skrid zo hiroc’h, met aze emañ ar pep pouezusañ evit kompren roll ar pesk : magañ Kaourintin (ha Grallon hag e dud), met ivez e lakaat da vezañ speredekoc’h (ar pezh a weler pan lenner ar vuhez betek penn). Lod a lavar e vefe kentoc’h un afer sili, met me, ne gredan ket. Speredegezh an eog zo trec’h !

Un dra mat da c’hoût : an anv Kaourintin a sinifi an hini « a oar », « en deus an arz », en berr an hini en deus tapet speredegezh an eog gouiziek.

A-gozh e kaver an eoged e-touesk ar pesked priziusañ. En kartaoù abati Boporzh zo anv eus daou vreur, Maengi hag Olier Rufaot, o devoa laeret ur gored eoged digant ar venec’h… Ar venec’h o c’hoût pegen paour e oant aet (noblañsoù e oant koulskoude, met noblañsoù bihan, gwir eo !) o devoa lezet ar gored gante, nemet o devoa pennwir da rentañ d’ar venec’h : pourchas dezhe ur pezh eog pe tri gwenneg ; ha ma ne raent ket kement-se etre Nedeleg ha Pask, e rankent d’ar venec’h pennwir daou eog pe seizh gwenneg. Kement-mañ a oa e 1246.

Un diell all, eus 1181, a gont penaos arc’heskob Dol a vire evitañ ar « magni pisces », ar pesked meur, en o zouez, an eoged (ar pesked all a oa : ar balumed, ar sturjed, an alouzenned, an tulbod).

Met an eoged zo ivez pesked o verkañ pegen glan, pur, prop pe mat eo dour ar stêrioù. Ken saotret eo dour ar stêrioù ma ne c’hall ket an eoged dont da vevañ ul lodenn eus o buhez. N’eo ket diwar netra eo lesanvet tud Kastellin (war ar Stêr-Aon) pennoù-eog(ed) !

Herie an dez e reer kalz strivoù evit derc’hel mat dour ar stêrioù. Ul labour tenn ha hir eo : ra vo heuliet al labour skouerius bet graet tro-dro d’al Leger. Ar stêr he deus bet ha miret – pouezus eo – al label stêr « ouez » (rivière sauvage e galleg), da lâret eo eo distroet d’ur stad tost d’an Natur. Gant se zo loened deuet en-dro pe miret da vat. En o zouez emañ an eoged.

Selaouit eta displegadennoù Yann-Erwan ar C’horr, Prezidant Sindikad Dour Traou-Lonk (liamm dindan).

Herve Bihan

Testenn iwerzhoneg Finn mac Comail (dornskridoù)

https://celt.ucc.ie//published/G303000/index.html

https://codecs.vanhamel.nl/Acallam_na_sen%C3%B3rach

Studiadenn Arbois de Jubainville (1883) pp. 249-250, 357 :

https://books.google.fr/books?id=OY6vT1honMYC&printsec=frontcover&dq=introduction+%C3%A0+la+litt%C3%A9rature+celtique&hl=fr&newbks=1&newbks_redir=0&sa=X&redir_esc=y#v=onepage&q=introduction%20%C3%A0%20la%20litt%C3%A9rature%20celtique&f=false

Bromwich, Rachel & Simon Evans, D., Culhwch and Olwen, An edition and study of the oldest Arthurian tale, University of Wales Press, 1992.

Yann-Erwan ar C’horr o tisplegañ stad nevez al Leger

https://veille-eau.com/videos/rehabilitation-du-site-de-l-ancienne-pisciculture-de-traou-leguer-agence-de-l-eau-loire-bretagne

Lec’hiennoù all diwar-benn al Leger

https://www.cotesdarmor.com/sites-incontournables/canal-de-nantes-a-brest/le-leguer/
https://www.ouest-france.fr/bretagne/lannion-22300/dans-le-tregor-le-leguer-reussit-a-renouveler-son-label-de-riviere-sauvage-0139b51e-822f-11ee-a407-397218b61e71

Hag ul levr evit an holl :

Jean-Claude Pierre, Eog ar beajer bras, an Here, 1995.

Le Studio - Agence de création graphique et web