Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn17

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn17

La météo La météo
sept. 16, 2024 - lun.
Trévou-Tréguignec, France
peu nuageux
19°C peu nuageux
Vent 4 m/s, NNE
Humidité 68%
Pression 771.07 mmHg
Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn17
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn17

KLEUZIOÙ HON BRO

« Ne gavan tamm ebet plijus gwelout kleuzioù va Bro / – Framm ha stern ar Broioù Kelt, – / Razhet didruez ha diskiant », a skrive Añjela Duval e 1967. Herie an dez e skrivfe kemend-all, marteze gant un tamm spi bennak en he gerioù ?


Treger hon bugaleaj zo cheñchet penn da benn : an doare da labourat an douar, gwir, met ivez ha marteze muioc’h c’hoazh an doare da vevañ, pe e vefemp war ar maez pe en kreiz kêrioù pe bourkoù bihan. An holl ac’hanomp, bras ha munut, hon eus gwelet penaos zo bet diskaret, razhet kilometradoù a gleuzioù. Da belec’h eo aet an argaeennoù, baradoz an evned, an amprevaned, ar bleuñv, met ivez… hini ar vugale a ouie lampat war ar c’hleuzioù ha redek a ode park da ode park, evel-se. Lod a bike kalzik, pan oa afer ouzh ar spern-du plantet enne ! Ar re gozh, avat, a ouie dastum an ili-dant d’o lakaat en alkool, dezhe da deurel blaz ar c’hleuzioù dezhañ !
An argaeennoù a veze plantet ivez war ar mogergleuzioù : pan daoler pled e weler un toullad anezhe un tammig e pep lec’h. Kit da welet en tu Pouldouran pe ar Vinic’hi, etre reoù all ar reoù zo bet adkempennet pe adplantet gant an dud, diwar alioù ha skiant-prenet Saig Jestin.
Met en tu all d’an hiraezh ha da gaerded ar c’hleuzioù e ranker kompren da betra servijont. Saig Jestin en devoa skrivet tout se plaen ha sklaer (p. 8) : « ar c’hleuzioù a sikour da buraat an dour, a gas an dour d’ar mammennoù ha d’ar poullennadoù-dour-puñs, a vir ouzh an douar da vont gant an dour-glav, a ziwall na vefe beuzet hor c’hêrioù hag hon hentoù, a chell stankañ ouzh ur saotradur lec’hel (hañvouez da skouer), a gaera ar gwel, a harz kalz gwelloc’h ouzh an avel evit n’eus forzh peseurt post betoñs gant orjal-dreinek, a ro bod da loened ha da blant a bep seurt, ret-holl evit kempouez an natur. »

Lâret a rafen ouzhpenn eo ar c’hleuzioù ur gwir arm da stourm a-enep ar goumon, ar bezhin glas. Ar c’hleuzioù zo evel gwazhied ur c’horf anvet natur : lakaat a reont da redek gwad yac’h evit al loened, an dud, ar plant, ar bleuñv. Miret a reont ouzh al loustoni d’en em strewiñ en un doare diboell.

Met bremañ e kavan gwelloc’h leuskel Añjela Duval da gomz a-dreuz he barzhoneg Diskar ar c’hleuzioù :

  • Bleunioù dister. Bleunioù tener,
    Bleunioù savet war ar girzhier,
    Diwanet a-grap ar c’hleuzioù
    Hag e leton ar gwrimennoù.

Bleunioù koant an nevez-amzer,
Hollwisket gant livioù seder,
Bleuñv gwenn ha glas, ha ruz, ha roz,
Ha melen ’vel stered an noz.

Pe Vro ’n devo ouzhoc’h truez ?
E pe Vro ’reot hoc’h annez ?
Pa ne vo mui ha garzh na kleuz.
’Mañ maezioù Breizh o koll o neuz !

Nann, n’eo mui Breizh, Tir ar Gelted !

Ha pelec’h ’neizho an Evned ?

Diskaret, devet ar gwez kozh.
Lakaet an tan el lann, er roz !
Mui a ograoù d’an avel yud…
Piv ’gano c’hoazh er blaenenn vut ?

  • ’Vo mui na kan, na frond, na bleuñv,
    Na mui disheol ’kostez ar c’hleuz.
    Ha pelec’h ’ta ray ar c’hozhiad
    Un diskuizh hag ur c’hornedad ?
    Goudor ebet ouzh ar reklom,
    Brizheol ebet ’kreiz an hañv tomm
    Na danvez mel d’ar wenanenn,
    Na plas d’e guzhat er gleuzenn.

Hag ar frouezh gouez, va bugale,
Echu ’vo dezho hep dale :
Kistin, kraoñ-kelvez, mouar-du,
Koper, irin, lus ha babu…

Ha pelec’h ’kavo ar gwrac’hed
Louzaouennoù da aozañ tret ?

  • O yaouankiz diskiant
    O trok Levenez ’vit arc’hant
    Selaouit klemm ar c’hleuzioù kozh
    O pet truez ouzh ho Pro gozh
    Ouzh labour sakr ho Tadoù-kozh.
    (C’hwevrer 1967 ; Kan an Douar, pp. 169-170 ; © Kuzul ar Brezhoneg)

N’hallan ket miret a soñjal eo heñvel tonkad hon c’hleuzioù ha hini hon yezh : er memes ekosistem emaint. Emaint dindan ar memes avelioù-tourmant, gant efedoù drastus heñvel : razhet, dismantret, touzet… Emaint ivez dindan ar memes youl da vezañ n’eo ket miret hepken, met kresket, kaeraet… bleunioù ar mogergleuzioù ha bleunioù ar yezh zo ken kaer an eil re hag ar re all. Ar memes aezhenn en em sil en argaeeennoù hag en hon skouarnioù laouen. Gant ar frouezh e farder peadra da vezevenniñ penn an dud, gant ar geriennoù e farder barzhoniezh da vezevenniñ spered ar re vras hag ar re vunut !

Herve Bihan

Levrlennadurezh
Saig Jestin, Skol ar c’hleuzioù – Hent ar c’hleuzioù, 1994.
Añjela Duval, Kan an Douar, Al Liamm, 1973.
Añjela Duval, Traoñ an Dour – Barzhonegoù, Al Liamm, 1982.

Skol ar C’hleuzioù :
https://talus-bretagne.org/presentation-de-lassociation/

Sevel kleuzioù nevez e bro Lannuon :
https://actu.fr/bretagne/lannion_22113/autour-de-lannion-475-000e-pour-creer-39-kilometres-de-talus-et-de-haies_60511546.html

Fañch Jestin :
https://lannion-perros.maville.com/actu/actudet_-la-roche-jaudy.-fanch-jestin-le-specialiste-des-talus-du-tregor-_-4551227_actu.Htm
https://www.nhu.bzh/en-bretagne-le-remembrement-a-detruit-nos-talus-et-notre-langue/

https://www.ouest-france.fr/bretagne/saint-brieuc-22000/on-detruit-le-patrimoine-des-talus-en-silence-un-gouter-pour-se-faire-entendre-le-14-juin-dcd15952-0556-11ee-ba1e-f829400390d5

https://www.ina.fr/ina-eclaire-actu/1971-les-bretons-alertent-sur-les-dangers-de-la-disparition-des-haies

https://www.lemonde.fr/planete/article/2019/05/03/apres-des-decennies-de-remembrement-la-bretagne-mise-de-nouveau-sur-son-bocage_5457602_3244.html

https://splann.org/enquete/bocage/

Kronikenn 16 CHEÑCH STUMM HA GANEDIGEZH VURZHUDUS
Souezhet e vo lod gant an titl roet d’ar gronikenn-mañ !
Amañ zo anv eus hengounioù pobl a-gozh etre an daou du eus Mor-Breizh. Hon hendadoù a grede, betek n’eus ket keit all c’hoazh, e oa buhezioù war buhezioù pe c’hoazh ganedigezhioù goude ganedigezhioù ! Un tamm displegañ memes tra : en un nebeud skridoù kozh, e Kembre, e kaver tud bet o cheñch stumm dre ma oant tud bet tapet perzhioù hud, e mod pe vod. E Breizh eo er c’hontadennoù e kaver seurt reoù, ur wezh c’hoazh.

Ma, ar pimpatrom anezhe eo Taliesin.

Just a-walc’h, Taliesin zo div identelezh dezhañ. Unan zo gwriziennet en Istor, pan oa barzh ofisiel meur a roue bihan e norzh bro saoz, ha se en amzer muioc’h evit kozh ! Hag unan mojennel, hini ar mojennoù hag ar c’hontadennoù, ken bev amañ. E Breizh, Taliesin zo bet gwelet o tont davet sant Weltaz, en e abati staliet en ledenez Rewiz, e-kostez Gwened.

An eil zo un Taliesin o treuziñ ar broioù, ar morioù, ar yezhoù ha ivez an hoaladoù. Unan divarvel ha liesstumm.

Met alies ne vez ket meneget e anv, pe neuze un anv all.

Sede ma kinnigan deoc’h daou dra. An hini gentañ eo penn-kentañ ur barzhoneg kozh, troet ganin, Kad Godeu « Emgann ar C’hrennwez ». Taliesin a oar kontañ dimp tout ar stummoù en devoa bet : kleze, klogor er bier, kordenn en delenn, ha meur a hini all !

An eil eo ar gontadenn Konerin, dastumet gant Anatol ar Braz en Lanveur (pe Lanneur evit lod) e fin an XIXvet kantved digant ur vaouez kozh anvet Jaketa. Konerin, pe marteze Koneri ? Evel en Pougouskant ? Ne vern : ur bugel dreist-ordinal eo ar paotr. Ha muioc’h evit ur gontadenn eo : enni e kaver tud « hag a wel » evel ar c’hlasker-bara, evel ar person. Gwelet a oa perzh an dud ouestlet er gevredigezh kozh (ha pan lâran kozh, eo kozh-kozh da vat). E dibenn ar gontadenn e klever Konerin o komz n’eo ket evel ur bugel met evel an den a oa anezhañ a-raok bezañ lazhet.

Ha pa lârin deoc’h petra eo etimologiezh pobl an anv Taliesin « tal lugernus » ha se gant Kembreiz, e komprenfet ar frazenn en dibenn ar gontadenn « Ur gouloù dreist-ordinal a lugerne en-dro d’e dal. ».

Ar gontadenn zo bet troet ganin, rak Anatol ar Braz a oa pizh daonet gant reiñ ar stummoù brezhoneg…

Ar speredoù lemm a welo ivez pegen kriz ha spontus e oa ar gevredigezh e-keñver ar merc’hed tapet bugel gante hep reiñ da c’hoût piv an tad… O tempora, o mores, eme lod.

Herve Bihan

1 – Kad Godeu « Emgann ar c’hrennwez »

Bezañ e voen liesstumm a-raok bezañ dieub

bezañ e voen kleze moanvrizh – krediñ a ran pan ris

bezañ e voen daeroù en aer, bezañ e voen ar flammañ sterenn

bezañ e voen gerienn er skrid, bezañ e voen levr er penn-kentañ

bezañ e voen lugern, splannder bloaz ha hanter

bezañe voen pont annezet war tri-ugent aber

bezañ e voen hent bezañ e voen erer bezañ e voen kourakl er morioù

bezañ e voen klogor er bier bezañ e voen elfenn er gaouad

bezañ e voen kleze er voz bezañ e voen skoed en emgann

bezañ e voen kordenn en delenn, etc….

2 – Kontadenn Konerin

Ur sant bihan yaouank a-walc’h e oa c’hoazh Konerin, a-boan ur c’hrennard. Un deiz ma oa o vont d’ar skol e kavas tud divalav war e hent. E herzel a rejont ha lavaret dezhañ :

“- Pell zo emaomp ouzh da c’hedal. En taol-mañ ne c’helli ket tec’hel.

– Petra a fell deoc’h ? a c’houlennas ar sant bihan ha mat.

– Da lazhañ a fell dimp. Petore marv a vo roet dit ?

– Ma lazhañ ! Perak ? N’em eus graet netra deoc’h.

– Ret eo dit mervel. Pe bezañ goustilhet pe bezañ devet en bev.

– Mard eo ret mervel, eme ar sant, ec’h eo gwell din bezañ devet.

– Dibun da bedennoù, rak deuet eo an eur.”

Staget gant kerdin kreñv e voe gant an dorfedourien, goude e voe lakaet en ur bern lann sec’h a oa aze, war lez ur waremm, ha lakaet tan e-barzh.

Gortoz a rejont ma voe devet pep tra ha mont kuit. En enderv e tremenas daou zen paour, daou glasker-bara, gwisket gant pilhoù, nemet e oant tud a renk uhel en neñvoù. En ur zegouezhout el lec’h ma voe bet devet Konerin en bev, e weljont, war lein ar berniad ludu, un aval brav, na oa ket poazh.

“- Dal, eme unan anezhe, bugulien vihan o deus bet lakaet tan amañ da boazhat avaloù. Ha sed aze unan n’eus ket bet stoket outañ gant an tan. Rannomp anezhañ etrezomp ‘ta.

– Doue ra viro ! a estlammas egile ; ma n’eo ket bet stoket gant an tan, arabat dimp stekiñ outañ kennebeut all. Sammomp anezhañ, met dezhañ da chom en e bezh.”

Ur wezh lavaret kement-mañ e kemeras an aval hag e lakaat gant aket en e c’hodell.

Nepell alese e tegouezhjont e-kichen un ti-soul savet war vord an hent bras. Ur wrac’h kozh a oa o nezañ war an treuzoù.

“- Demat deoc’h, gwrac’h kozh, eme ar c’hlasker-bara. Daoust hag-eñ n’hoc’h eus ket ur verc’h?

– Geus ‘vat, a respontas an nezerez..

– Ha n’eo ket dimezet ?

– Emañ a-boan gant he zriwec’h bloaz.

– Ha gwerc’h eo d’ho soñj ?

– Petore goulenn a-berzh un den mat. Met bezañ ‘c’hellañ touiñ, ma dorn savet, ec’h eo ma merc’h ken gwerc’h ha Mamm Doue.

– Mar komzan ouzhoc’h evel-se, n’eo ket dre ma ‘m eus c’hoant ober gaou deoc’h. Er c’hontrol, bezañ ec’h eo evit sikour ac’hanoc’h. Ur c’hleñved grevus zo war-nes kouezhañ war ho merc’h. Nag hi, na c’hwi na c’hell goût, nemedon. Ac’hanta ! Pa glevfet anezhi o klemm, roit dezhi an aval-se a fizian ennoc’h hag a zo ar remed galloudusañ ha surañ eus an holl remedoù. Da skouer, na roit anezhañ dezhi nemet pa vo deuet ar c’houlz. Gortozit ho merc’h da glemm ouzh he c’hof. Betek neuze mirit anezhañ aketus. N’ho po ket keuz bezañ sentet ouzhin.”

Ha sede ec’h eas an daou glasker-bara diwar wel.

Ar wrac’h kozh, goude bezañ troet ha distroet an aval etre he bizied, a lakas anezhañ en he garbared, hep soñjal ennañ muioc’h.

Ha sede, nebeut war-lerc’h, e teuas he merc’h, a oa devezhourez, en-dro d’ar gêr, disliv.

“- N’ouzon ket petra zo ganin, a vouskomzas, met poan ruz am eus.”

Ar vamm a savas soñj dezhi eus komzoù ar c’hlasker-bara.

“- Debr ar fouezhenn-mañ hag e vi pareet, emezi, en ur ziskoachañ an aval diouzh ar garbared. Ar remed gwellañ eo.”

Ar plac’h yaouank da zebriñ an aval ha santout, evit gwir, un disamm bras. Met, er mizioù war-lerc’h, he divgroazlez a vrasae, a vrasae diouzh ar c’hentañ sell. Gant he mamm e voe kaset da di un diskonterez, brud ganti gouzout eus a-bep seurt kleñvedoù.

“- Brazez eo ho merc’h, eme an diskonterez.

– Sede aze un dra all c’hoazh ! a estlammas ar vamm.”

Kas a reas he merc’h en-dro d’ar gêr, oc’h ober rebechoù bras dezhi, a-hed an hent, hag o c’houlenn diganti petra anv an hini en devoa pec’het ganti. Met ar paour-kaezh plac’h, hag a ouele, ne rae nemet lavaret hag adlavaret en ur zifronkañ :

“- Touiñ a ran deoc’h on ken gwerc’h ha Mamm Doue.”

Kement-mañ a reas trouz bras er vro. Muioc’h a drouz c’hoazh dre ma oa brudet ar verc’h evit bezañ devot ; bemdez, gwir eo, a-raok an darvoud, e ouie mont da selaou an oferenn ha, bep sul, e komunie. Truflenn a voe graet anezhi. Ne gredas ket mui dont d’an iliz. Ar person, hag a gare anezhi, a deuas betek enni en he zi, ha lavaret dezhi :

“- Deuit en-dro d’an iliz, evel a-raok. Arabat bezañ chalet gant kaozioù an dud. An dud o deus daoulagad, met ne welont ket hag o zeod a dro hep gouzout petra a lavaront.”

Ouzh ar vamm e lavaras c’hoazh :

“- Arabat kunujenniñ pe kannañ ho merc’h. N’eo ket ur bec’herez. Diwezhatoc’h e komprenfet talvoudegezh kement tra. Pasiantit ha pedit an Aotrou.”

Er sul war-lerc’h, diouzh e gador-brezeg, e troukkomzas kalet ouzh ar reoù a gonte kaozioù diwar-benn ar plac’h yaouank brazez.

“- Aze ‘maoc’h evel ur vandennad komerezed a vo estonet mat ha tapet brav pa vo deuet ar c’houlz hag e vo displeget pep tra.”

An nav miz ac’h eas hebiou. Ganet e voe ar bugel hep na voe an disterañ poan gant e vamm. Ar person e-unan a zeuas da gerc’hat ar bugel digant an amiegez hag e gas kerkent d’an iliz. Erruet e-kichen ar maen-badez e c’houlennas :

“- Piv a fell dezhañ bezañ paeron ha maeronez d’ar bugel-mañ ?”

A-boan echuet komz gantañ ma lavaras ar bugel a-vouezh uhel kement ha bezañ klevet gant an holl :

“- N’em eus ket ezhomm a gaout ur paeron pe ur vaeronez. Sant Konerin e oan a-raok, sant Konerin ec’h on bremañ.”

Ur gouloù dreist-ordinal a lugerne en-dro d’e dal. Kontañ a reas penaos e oa bet lazhet ha trugarekaat Doue evit bezañ e lakaet da adgenel evit e servijañ. Abaoe kement-mañ, pa vez goulennet sikour ar sant-se, e vez graet ar bugel ganet gant div vamm anezhañ.

Levrlennadurezh

Anatol ar Braz, Konerin (les saints bretons d’après la tradition populaire), Annales deBretagne, levrenn XI, 1895, pp. 173-177 : https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k214909x#

Leon Fleuriot, Taliesin (prophéties, navigations et thèmes divers), Histoire Littéraire et Culturelle de la Bretagne, Levrenn 1, 1987, pp. 154-155.

Leon Fleuriot & alii, Récits et poèmes celtiques, Domaine brittonique VIe-XVe siècles, Stock, 1981.

Patrick Ford, Ystoria Taliesin, University of Wales Press, Cardiff, 1992.

Marged Haycock, Legendary Poems from the Book of Taliesin, CMCS, Aberystwyth, 2007.

Marged Haycock, Prophecies from the Book of Taliesin, CMCS, Aberystwyth, 2013.

Ifor Williams, The Poems of Taliesin (English version by J.E. Caerwyn Williams), Dublin, 1975.

Le Studio - Agence de création graphique et web