
EVIT KARANTEZ UR YARIG !
« Breizh douar ar sent kozh » eme himn ar Vretoned. Ya, un toullad sent ha sentezed zo en Breizh ! Lod brudet mat, evel Erwan, Herve, Kaourintin, Gweltaz ha me oar. Met kalz niverusoc’h ar sent n’int ket brudet dre holl, pan ne vije ur chapel, ur fantan ha gwelloc’h ur pardon bennaket da derc’hel soñj dioute ! N’eus ket kalz eus sent ar vro anavezet en-ofisiel gant Roma avat. Met n’eo ket strikt, kement sant zo en deus e istor, en deus e roll, en deus e remedoù diwar louzoù alies. Penaos ne vije ket gwellaet d’an dud hep burzhudoù ar sent, bras pe bihan, pe munut a-wezhioù !
Ha just a-walc’h, en Perwenan zo ur chapel gouestlet d’ur sant, unan bihan hervez kont : Konwal. Hennezh e kaver ar roud anezhañ en lec’h all ivez : en Hañveg, en tu ar menezioù, ha war-du Breizh-Uhel en Plangonwal (Planguenoual), en kichen Lambal.
Anataol ar Braz, ken gouiziek war sent ar vro, en devoa tapet dastum un doare kontadenn diwar-benn ar chapel-se : un nozvezh spouronus evit ur paour-kaezh koublad reoù yaouank, rediet da zerc’hel gant tasmant ur person kozh, hag an holl aet war-eeun war-du ar Joaioù !
Ma, Konwal zo ur skrid kozh diwar e benn, ur skrid latin – ya, ar Vretoned a blije dezhe al latin evel a ouvezit ! -, un tamm mat plijusoc’h, un tamm mat fentusoc’h !
Ret eo din kontañ an doare ma’m boa graet anaoudegezh gant Konwal dre ar skrid-se. Ouzhpenn tregont vloaz zo en devoa ma mignon kozh Bernard Merdrignac (1947-2013), istorour meur, kinniget din embann troidigezh ar skrid latin-se : e lagad bliv ha goapaus en devoa lâret din pegen pouezus e vefe embann buhez latin Konwal… hag e kavfen enni boued da laouenaat ma spered, emezañ. Pa’m boa lennet neuze abadenn ar yarig, zo kaoz anezhi amañ dindan, em boa c’hoarzhet hag adc’hoarzhet asambles gant Bernard. Soñjit ’ta, ur sant o lakaat ur yar vihan a varv da vev ! Ha kement-se en ur lakaat keginer ar manati en e boenchoù !
Evel just, Konwal, hervez ar skrid bepred, a vo lakaet da eskob Landreger war gador Tudual (Tual, Tudwal, etc). Evel m’en devoa Herve Tosenn Vre bet afer ouzh ur bleiz, a deuio da vezañ e hini, Konwal a sikouro ur vleizez hag he bleidi bihan dall. Er vuhez-se zo anv ivez eus mojenn krouidigezh Perwenan (er skrid e oa anv merc’h ar priñs Judhael), ur restaj, moarvat, eus hengounioù keltiek koshoc’h. Bepred memor etre istor, mojenn ha lavaroù an dud.
Herie e c’haller gwelet ar chapel, pep tra adkempennet hag adaozet, outi krugell-vez (tumulus mar kavit gwell) Tosenn-Keler deut en-dro diouzh kaeoù porzh Landreger. Ur gweled hag a dalvez ar boan !
Yarig Konwal (pennad VI ar vuhez latin)
Ur yarig hag a oa da sant Konwal a dozve daou u en un taol, bemdez. Pan deue hennezh ouzh taol, hi a haste d’e heul ; pan debre e ranne bara hag en stlape diraki war daroù leur an ti. Met ur wezh ne deuas ket. Kannet betek ar marv e oa bet gant ar c’heginer ha kuzhet gantañ, a oa o klask en ober evit ma ne vefe ket gouvezet gant den ar pezh e oa-hi deut da vezañ. Ar sant, evel kustum, a glaskas war-lerc’h e yarig na deue ket evit ar pred ; ha gourc’hemenniñ a reas lakaat ar c’heginer da dont dirakañ. Hag eñ lâret dezhañ : « E-pelec’h emañ ma yarig ? ». Ar c’heginer a glaskas dinac’h ar pezh en devoa graet. Met ne chomas ket ar sant dilavar en e geñver ha lâret dezhañ : « Sur eo eo bet skoet ganit, diskouez anezhi din kuit dit bezañ kastizet abalamour dezhi. » Ar c’heginer a degasas e-unan ar yar varv hag he c’hinnig war an daol. Sant Konwal, dirak an holl venec’h a oa gantañ, a savas e dorn hag a vennigas ar yarig, ha rentañ anezhi d’ar vuhez. Honnezh, kenkent, a savas dirakañ war an daol ha kemer bara en e dorn. Ha war-lerc’h e vevas pell. Met diwar an dez-se ne dozvas mui nemet un u diwar an daou.
Herve Bihan
Levrlennadur
Anne Certenais, Bernard Merdrignac & Herve Bihan, La Vie de saint Cunual – Buhez Konwal, hor Yezh, 1999.
Chanoine Abgrall, Les saints bretons et les animaux, étude hagiologique et iconographique, Saint Cunwal, Bulletin de la Société Archéologique du Finistère, tome 39, 1912, pp. 51-52.
Joseph Loth, Les noms de saints bretons, Paris, 1910 : https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k111238c.image
Anatole Le Braz, La légende de la mort chez les Bretons armoricains, Tome II, Paris, 1928, pp. 68-72.
Bernard Merdrignac, Recherches sur l’hagiographie armoricaine du VIIeme au XVeme siècle, 2 levrenn, Dossiers du Ce.R.A.A., 1985 & 1986.
https://www.bretagne-cotedegranitrose.com/offres/chapelle-saint-gonval-penvenan-fr-4120104/